Mogn
Un den mogn pe moñs zo un den hep un dorn, ur brec'h, un troad pe ur c'har. Gallout a ra bezañ ganet mogn (pa eo skoanet an ezel e komz ar vezeien eus dismelia). Gallout a ra bezañ bet troc'het outañ, komz a reer eus ampid neuze. Kement se a c'hoarvez abalamour d'un c'hleñved bennak pe d'ur c'hloaz. Kalz soudarded a zo bet divrec'het pe dic'haret e-pad ar brezelioù.
Istor
kemmañMogned brudet :
- Miguel de Cervantes, skrivagner kastilhanek lesanvet Mogn Lepanto, mognet en emgann Lepanto e 1575
- Horatio Nelson, amiral saoz, mognet en emgann Santa Cruz de Tenerife e 1797
- Marc'harid Fulup, lesanvet Godig ar Voñsez
Lennegezh
kemmañ- Egil ar Mogn, ur berserker er saga islandat Egils saga einhenda ok Ásmundar berserkjabana.
Gwelet ivez
kemmañ- ar Mogn, un anv-tiegezh brezhonek
- Ar Mogn bras, en emsavadeg ar Bonedoù Ruz e Kastellin