Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 52 bloaz 2009
21/12/2009 — 27/12/2009
- skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha hanter-kant eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
31000
kemmañTizhet an 31 000 gant bennozh ar bibien, an 12 Pi. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2009 da 10:41 (UTC)
Div voest tierniezh
kemmañUr patrom boest tierniezhb zo evit ar merc'hed.Bianchi-Bihan 23 Kzu 2009 da 12:18 (UTC)
- Petra eo an anv iskis a peus dibabet evit ar patrom-se ? Kempennet 'm eus un tamm afer al livioù evit ar patrom. N'eo ket gwelloc'h ? Aesoc'h 'vo d'am soñj evit ar re all da implijout anezhañ. --Y-M D 23 Kzu 2009 da 17:50 (UTC)
- Iskis: a ha b. Bianchi-Bihan 23 Kzu 2009 da 18:35 (UTC)
- N'am boa ket komprennet. Met peseurt diforc'h a zo etre an 2 neuze ? --Y-M D 23 Kzu 2009 da 19:53 (UTC)
- An hini zo etre paotr ha plac'h, hag a zo ivez etre roue ha rouanez, er yezh. Lakaomp ur roue: ur roue all zo bet en e raok ha war e lerc'h. Lakaomp ur rouanez: ur roue all zo bet en he raok ha war he lerc'h. Kempennet em eus livioù an eil boest. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 01:58 (UTC)
- N'am boa ket komprennet. Met peseurt diforc'h a zo etre an 2 neuze ? --Y-M D 23 Kzu 2009 da 19:53 (UTC)
- Iskis: a ha b. Bianchi-Bihan 23 Kzu 2009 da 18:35 (UTC)
Marteze e vefe mat lakaat anvioù splanoc'h evit ar patromoù-se. Din-ma ha dit-te ez eo splan, met evit ar re all ? Kinnig a rafen resisaat en anv eus peseurt stumm 'zo kaoz. Skouer : Patrom:Tierniezh-paotr ha Patrom:Tierniezh-plac'h. --Y-M D 24 Kzu 2009 da 22:11 (UTC)
Wikimedia
kemmañN'eo ket aet gwall bell ar gaoz war ar wikimedia brezhonek. Piv zo bet o welout a dost labour ar wikimedia gallek?
Petra a ra ar wikimedia gall gant an arc'hant? Da skouer aozañ ur genstrivadeg sevel pennadoù, ha ma komprenan mat e oa 400 € da c'hounit. Ret e vije keñveriañ gant ar prizioù lennegel brezhonek, ha ne welan ket mat er pennadoù diwar o fouez pegement a vez roet d'an oberourien. Evit ar re a garfe gouzout hiroc'h db ar wikiconcours gallek: fr:Wikipédia:Wikiconcours/mars 2009. Plijet on o c'houzout e servij an arc'hant dastumet war-lerc'h ar bruderezh er wikipedia brezhonek (hag en un toullad re all: kembraek, euskarek ivez) da sevel pennadoù gallek. Bianchi-Bihan . 23 Kzu 2009 da 18:46 (UTC)
- Kaoz lakaet ganin amañ: Kaozeadenn Wikipedia:Mediaoù. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 02:03 (UTC)
Wikilevrioù
kemmañ- Petra a ra ar wikimedia gall gant an arc'hant? Da skouer embann levrioù. Kinnig a ran ar pennad-se d'an holl gelennerien (lise Diwan pe re all): [1] . Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 02:40 (UTC)
Nedeleg
kemmañNedeleg laouen d'an holl ! --Gwendal 25 Kzu 2009 da 09:56 (UTC)