Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 03, bloaz 2013

14/01/2013 — 20/01/2013

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en trede sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Emañ lec'hiennoù Wikimedia o tilojañ d'ar greizenn-roadennoù gentael en Ashburn, Virginia.

kemmañ

E-kerzh ar sizhun a zeu e vo Bonged Wikimedia o treuzdougen e wezhiadurioù kalvezel kentael d'ur greizen-roadennoù nevez en Ashburn, Virginia, USA. Pal an dilojadenn-se eo gwellaat digonadoù teknikel ha soliusted holl lec'hiennoù Wikimedia, ar wiki-mañ en o zouez.

Mareoù a vo ma ne c'hallot ket kemmañ pajennoù, ha sac'het penn-da-benn e vo al lec'hiennoù a-wezhioù marteze.
Rakwelet eo e c'hoarvezo an dilojadenn d'an 22, 23 ha 24 a viz Genver 2013, adalek 17:00 betek 1:00 UTC.
  • E Breizh : etre ar Meurzh 22 a viz Genver da 6 eur noz hag ar Merc'her 23 da 2 eur beure.

Evit gouzout hiroc'h, gwelit ar gemennadenn en he fezh (en).

Mar fell deoc'h bout ditouret a-zivout ar gwelladennoù kalvezel da zont e c'hallit bout ur C'hannad kalvezel dre lakaat ho anv e listenn ar Gannaded Wikitek ; gouest e vijec'h neuze da skoazellañ ar Wikipedourien da reiñ o ali er breutadennoù kalvezel ha da vezañ kelaouet da heul disentezioù pouezus.

Trugarez evit ho sikour hag ho komprenusted.
Guillaume Paumier, via the Global message delivery system. 19 Gen 2013 da 15:04 (UTC)[respont]

Wikimedia sites to move to primary data center in Ashburn, Virginia. Read-only mode expected.

kemmañ

(Apologies if this message isn't in your language.) Next week, the Wikimedia Foundation will transition its main technical operations to a new data center in Ashburn, Virginia, USA. This is intended to improve the technical performance and reliability of all Wikimedia sites, including this wiki. There will be some times when the site will be in read-only mode, and there may be full outages; the current target windows for the migration are January 22nd, 23rd and 24th, 2013, from 17:00 to 01:00 UTC (see other timezones on timeanddate.com). More information is available in the full announcement.

If you would like to stay informed of future technical upgrades, consider becoming a Tech ambassador and joining the ambassadors mailing list. You will be able to help your fellow Wikimedians have a voice in technical discussions and be notified of important decisions.

Thank you for your help and your understanding.

Guillaume Paumier, via the Global message delivery system (wrong page? You can fix it.). 19 Gen 2013 da 15:04 (UTC)[respont]

Kontrollerezh a-berzh Bianchi-Bihan

kemmañ

Burutelladennoù am boa degaset da bajenn-gaozeal *Koñsolennoù c'hoarioù video, a zo bet diverket gant Bianchi-Bihan war zigarez em bije lakaet dizurzh e-barzh. An evezhiadennoù zo da lakaat an eil war-lerc'h eben evit kompren un dra bennak.

  • Aketus em boa lakaet pep burutelladenn e liv gwer da heul pep arguzenn arrizhus.
  • Ne 'm boa ket lakaet dizurzh er skrid orin.
  • Ur stern am boa lakaet da 'm c'hlozadur a-benn ma vije splann.
  • Ha leuret eo bet Bianchi-Bihan evit reoliañ ar wiki-mañ ? Enep spered Wikipedia eo e emzalc'h.

Goulenn a ran ma vije arsellet emzalc'h Bianchi-Bihan gant merourien ar wiki-mañ. Yoel ar C'horr (kaozeal) 19 Gen 2013 da 20:47 (UTC)[respont]

N'eus nemet adlakaat da evezhiadennoù hep freuziñ skridoù ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2013 da 03:17 (UTC)[respont]

Kontrollerezh a-berzh Trec'hlid mitonet

kemmañ

Gwelet em eus ez eo bet diverket kemmadennoù 92.135.246.47 er bajenn Wikipedia:Fazioù stankañ gant Trec'hlid mitonet. N'eo ket ganin e oa bet kemmet, ma anv am bije skrivet.

  • Reizh e oa labour 92.135.246.47, ha daveennoù en/he devoa lakaet, am eus gwiriet daoust ma oa anat fazioù Trec'hlid mitonet.
  • Dibabet en deus Trec'hlid mitonet ober gant ur yezh laosk, par da hini Diwan pe Francis Favereau ; den na lezenn na ro aotre dezhañ da izelaat live yezh kendaolerien ar wiki-mañ : dav eo gwiriañ kent krediñ reizhañ pe ziverkañ, ar pezh a zo ur reolenn-diazez e kement Wikipedia a zo.
  • Ha leuret eo bet Trec'hlid mitonet evit reoliañ ar wiki-mañ ? Enep spered Wikipedia eo e emzalc'h.

Goulenn a ran ma vije arsellet emzalc'h Trec'hlid mitonet gant merourien ar wiki-mañ. Yoel ar C'horr (kaozeal) 19 Gen 2013 da 20:47 (UTC)[respont]

Adlakaet em boa an traoù evel ma oant, ha ne welan ket pelec'h emañ an daveennoù meneget. Lakaat da fazi traoù reizh, ha dilemel traoù brezhonek-rik evel "n'eo ket me zo kaoz" pe "dre ma faot" ne gomprenan ket kaer. N'eus nemet sellet e-barzh oberennoù evel J. Gros evit kavout Me a zo ganet ha maget e Tredraezh, Me a zo ganet e Lannuon... Mard eo "ober gant ur yezh laosk" ober gant ar yezh evel ma vez komzet gant ar re a oar anezhi mat, bremañ...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gen 2013 da 21:05 (UTC)[respont]

/TH/ e brezhoneg

kemmañ

Pintad sistr, mar plij...
Emaon o plediñ gant an elfennoù kimiek bepred, hag ur gudennig zo a-zivout an /TH/ e brezhoneg.

  • 61Pm = Promethium (IUPAC) < PrometheusPrometiom e Geriadur ar Gimiezh Preder hag e Taolenn beriodek an elfennoù, hogen Prometheüs zo er Wiki. Prometiom eo ivez e geriadur Marsialito.
  • 90Th = Thorium (IUPAC) < ThorToriom e Geriadur ar Gimiezh Preder hag e Taolenn beriodek an elfennoù, hogen Thor zo er Wiki. Meneg ebet e geriadur Marsialito.
  • Din da c'houzout, n'eus /TH/ ebet e brezhoneg, petra bennak ma vez degemeret evel m'emañ en anvioù ofisiel estren (Thailand zo e pep lec'h, *Tailand ne gaver ket ; den ne skrivje *Margaret Tatcher).

> Dre ma ra ar yezhoù all gant /TH/ p'emañ en o mouezhiadoniezh, hep /TH/ pa n'emañ ket, e talc'hin d'ar skritur hep /TH/. • T42N24T (kaozeal) 20 Gen 2013 da 10:54 (UTC)[respont]

OK evidon. Dre vras eo ar reolenn-se a vez heuliet e brezhoneg (daoust ma kaver traoù all a-wechoù er Wikipedia-mañ). Evit an anvioù divoutin e vez miret an anvadurioù orin. Evit an anvioù boutin (ha deuet da vezañ boutin) e vez lakaet lezenn ar brezhoneg da dalvezout: War-lerc'h an anv divoutin Watt e kaver ar "wat" (RH, MM), daoust m'emañ ivez "watt" (an Here, Wikipedia), war-lerc'h an anv divoutin Pascal emañ ar "paskal" (unanenn), war-lerc'h Becquerel emañ "bekerel", h.a. Evit "th" e kav din eo diazezet mat "th" > "t" e brezhoneg (tezenn, teatr, toun, teozofek, h.a.).---Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gen 2013 da 17:24 (UTC)[respont]