Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 03 bloaz 2009
19/01/2009 — 25/01/2009
Skolioù divyezhek
kemmañAet on skuizh o welout tud oc'h ober anv eus skolioù divyezhek ha n'eus ket anezho. [[1]]. N'on ket nec'het gant bruderezh faltazius e-maez ar wikipedia, met ma reomp labour holloueziadurel amañ, n'eo ket pennadoù faltazius a zo da sevel. Ur skol enni klasoù divyezhek n'eo ket ur skol zivyezhek ma n'eo ket divyezhek an holl glasoù: n'hallomp ket bezañ a-du gant ar frazenn-mañ? Alioù mar plij. Bianchi-Bihan 23 Gen 2009 da 18:56 (UTC)
- Gwir eo. Bez ez eus skolioù dre soubidigezh (Diwan), mod-all ez eus klasoù divyezhek (re bublik ha re brevez) e diabarzh skolioù unyezhek.--Ex-Smith 23 Gen 2009 da 20:35 (UTC)
- A-du emaon gant ar frazenn skrivet uheloc'h. Ur skol zivyezhek zo e Sant-Riwal, peogwir e vez skoliet 100% eus ar vugale en div yezh enni, met peurvuiañ, er skolioù publik, ne vez nemet ul lodenn eus bugale ar skol e klasoù divyezhek brezhoneg-galleg. Skolioù enno "klasoù divyezhek" int, met n'int ket "skolioù divyezhek". --Llydawr 23 Gen 2009 da 21:42 (UTC)
- Neuze e tennin ar frazenn-se. Bianchi-Bihan 25 Gen 2009 da 08:51 (UTC)
Posubl 'vefe neuze ober gant "hentennoù divyezhek" e lec'h ma vez klasoù divyezhek hag ivez unyezhek. Skolioù divyezhek a zo e Lannuon, Sant Riwal, hag e lec'h-all gav din e Bro Dreger. Breizh5 28 Gen 2009 da 13:35 (UTC)
- Gallout a reer krouiñ ur pennad skol zivyezhek, ha menegiñ anvioù ar re zo divyezhek e gwirionez. Ne vo ket hir ar roll. Bianchi-Bihan 28 Gen 2009 da 13:43 (UTC)
- Sklaer eo an traoù, a gredan, er pennad Skolioù divyezhek. A c'heller gwellaat evel just hag evel atav. Bianchi-Bihan 28 Gen 2009 da 21:51 (UTC)
- Gallout a reer krouiñ ur pennad skol zivyezhek, ha menegiñ anvioù ar re zo divyezhek e gwirionez. Ne vo ket hir ar roll. Bianchi-Bihan 28 Gen 2009 da 13:43 (UTC)
Inquisition
kemmañUr ger zo bet implijet evit se tu bennak? Bianchi-Bihan 30 Gen 2009 da 16:23 (UTC)