Skol divyezhek
(Adkaset eus Skolioù divyezhek)
Ur skol divyezhek a zo ur skol ma vez kelennet div yezh en holl glasoù, d'an holl skolidi eus ar memes live. N'eo ket ur skol enni klasoù unyezhek ha klasoù divyezhek eus ar memes live.
E Breizh e komzer a-wechoù eus skolioù divyezhek brezhoneg-galleg. Met alies ez int skolioù gallek gant klasoù divyezhek enno.
Skolioù divyezhek Breizh
kemmañDaou seurt skolioù divyezhek zo
- holl skolioù kentañ hag eil derez Diwan, ma vez kelennet e div yezh (e skolioù-mamm Diwan n'eus nemet brezhoneg, hervez ar reolennoù diabarzh)
- un nebeud skolioù-Stad: re Sant-Roch Lannuon, Sant-Riwal, Pabu, skol-vamm Plounevez-Moedeg, skol-vamm Bulad-Pestivien.
Er broioù all
kemmañE broioù all ivez e kaver skolioù divyezhek : saozneg-spagnoleg da skouer er Stadoù Unanet hag e meur a vro eus Kreiz Amerika ; saozneg-galleg e Pariz, Londrez hag e kêrioù bras all er broioù saoznek. Ar Skolioù europat, a gaver e meur a lec'h en Unaniezh Europa, zo skolioù liesyezhek ma vez graet skol e div pe deir yezh d'an holl vugale.
Liammoù diavaez
kemmañ- Skolioù gant klasoù divyezhek galleg-brezhoneg, war lec'hienn Div Yezh