Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 06 bloaz 2007

05/02/2007 — 11/02/2007

kemmañ
skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2007An ti-chopin


Brezhonegerien an holl vroioù

kemmañ
όχι, δε σε καταλαβαίνω.

Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 17:36 (UTC)[respont]

Popeth yn iawn. Ble mae'r ffordd i'r wici llydaweg? Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 21:27 (UTC)[respont]

N'eo ket me a skriv traoùigoù e saozneg atav, geo? Do you see what I mean (sic.)? Neal (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:36 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e vije aotreet ar gresianeg ha difennet ar saozneg. Mejpeu jakte franse. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2007 da 03:22 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan lakaet war evezh

kemmañ

Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:

Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e vez kaset ar gemennadenn-mañ war ur bajenn bersonel, gant ma vefe reizh skandalañ e korf un c'hendiviz. Ne 'm eus ket komprenet eus peseurt geveier ez eus anv. Re hir ar brezegenn marteze. Re wir eo n'eus aotrouniezh dispartiet (galloud dispartiet, 'ta) ebet war ar wikipedia, nemet hini an holl izili dre ar c'henasant. Koulskoude e sav an disparti pa n'eo ket bet tizhet ar c'henasant. Ouzhpenn, da betra servij lakaat war evezh evit un nebeut gerioù? Lakaat war evezh un den a dispennfe labour ar re all eo posubl marteze. Gant alioù ar verourien all memestra. --Ch. Rogel 5 C'hwe 2007 da 23:52 (UTC)[respont]

Kaset em boa ar gemennadenn-se war da bajenn gaozeal (ha n'eo ket war da bajenn bersonel war-eeun, met war ar bajenn gaozeal stag outi hag a dalvez, sañset, evit kaozeal) poewir out-te ivez unan eus ar verourion bet dilennet gant ar gumuniezh. N'eo ket dav d'ur merour goulenn ali, na nebeutoc'h c'hoazh, ali ur merour all evit lakaat un implijet war evezh, met hen kavout a ran-me talvoudus hen ober evit chom hep bezalñ tamallaet d'ober an traoù dre guzh. Ne gomprenan ket re penaos e c'helelr goulenn ali merourion all en ur reiñ an begoù hep kaozeal gante. Abegoù a-wal'h zo bet dija hag a zo c'hoazh evit kastizañ emzalc'h Bianchi-Bihan, met tud zo a fell dezhe chom hep ober mann ebet keit ha m'emañ an traoù o vont war washaat abalamour d'e emzalc'h. Ne gomprenez ket an ebegoù: sklaer, klask lakaat an dud da grediñ traoù ken faos ha hemañ: "Klemm a savan dirak ar gumuniezh a-enep ar c'hoant zo peg e kroc'hen lod eus ar verourien da derriñ lezenn ar peurunvan". Klasketam eus kavout un hentenn evit mont war-raok en un doare poellek war un dachenn resis stanket abaoe pell, dreist-holl peogiwr e nac'h B-B labourat a-skipialh (zoken m'eo bet pedet outañ ez personel degas e ali evit ma c'hellfe bet dalc'het kont outañ) ha klask a ra kas d'an traoñ al labour a-skipailh a glask ar re all sevel tamm-ha-tamm, pas dre degas arguzennoù poellek met kentoic'h dre glask duañ brud an nep na sav ket a-du gantañ diouzhtu, da skouer lakaat da grediñ n'int ket neptu ar verourion peowgir e kavont an tu d'en em glevet kenetrez. Ma c'hefridi evel merour eo klask lakaat an dud da doujañ ouzh ar reolennoù ha da labourat a-stroll.

--Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:50 (UTC)[respont]

Gourdrouz

kemmañ
Peogwir ez on tamallet da vout gaouiad, hag e fell da lod embann an dra-se war ar groaz, pa ouzont int diziraezhus ha digastiz, e lavaran ken dinec'h hag eñ em eus kavet gaouiatoc'h egedon. Hag unan prest da c'hourdrouz, enep da reolennoù wikipedia: "ret lakaat ac'hanout da sioulaat? Prest eo ar groug?
Ur sailhad dour yen a rafe vad da lod, a gredan. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2007 da 00:10 (UTC)[respont]
Arabat mont re bell ganti, me da bed. Arabat tamalla an dud da fellout dezhe da grougañ - gant stankañ da gont e vefe trawalc'h din.

Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:50 (UTC)[respont]

Pezh a laren: gourdrouz, plijadur ar re a c'hoari gant o zamm galloud, evel lod gant o zamm fuzuilh. Div sailhad dour. Yen-skorn. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2007 da 15:06 (UTC)[respont]

N'em eus na c'halloud na fuzuilh na groug. N'oûn ket zoken piv out, na me vern. Diwall gant ar pezh a lârez mar plij. --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:44 (UTC)[respont]

Kemmadur ebet goude "na". Ra vimp diwallet ouzh an droug hag ouzh ar groug. Pater noster, libera nos a malo, ha roit dimp bep a sac'had avalo. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Er wikipedia, n'eus lec'h kuzh ebet

kemmañ

Perak em eus kaset kemennadenn Neal war ma fajenn gaozeadenn d'an Ti-Chopin? Peogwir e oa ar c'haoz war un den all. Skrivañ war ar bajenn-se koulz ha war an Ti-Chopin eo lakaat an dra war wel pa c'hell an den mont da lenn anezhi. Ha n'eus ket da grediñ e c'hellfe bezañ traoù hanter koachet (?!) war zigarez e defaotfe den pe den mont da lenn pajenn an implijerien all
Ret eo skrivañ war bajennoù ar gumuniezh, an traoù a denn da reolennoù pe gonduioù da vezañ pouezet warno ha war bajennoù gaozeadennoù an implijerien ar pezh a denn d'an implijer e-unan. Ma ne vez doujet rik d'ar reoloennoù-se e vo tamm divizoù troc'het ha strewet e pep lec'h.
E keñver ar rebechoù a c'hellfe, sañset, bezañ graet da Bianchi-Bihan, ret eo eztaoliñ an dra d'ar gumuniezh a-bezh en un doare berr
M'ho peus lennet mat ma respontoù :

  1. N'eo ket diwar un abeg mat pa vez lakaet war evezh pe stanket un implijer a implijfe ger-mañ-ger. An abegoù evit ar stankañ a zo rouez a-walc'h : vandalerezh, brezel skrivañ-diskrivañ, kunujennoù, silañ rannbennadoù untuek pe a-enep al lezenn. Ret eo pe sevel roll ar felladennoù aleget pe ober an adkasoù d'ar pajennoù istor. Den ne c'hell bezañ sur lenn pep a vez skrivet gant un all
  2. Pa lavare Bianchi-Bihan e nac'h an Aotrounez a zivizfe treuskrivadurioù an anvioù gresianek, e lavare, heñveldon, n'eus ket tu ma vo graet dibaboù gerioù strizh e korf ar pennadoù (ret eo ober anezhi evit an talbennoù). Ouzhpenn-se n'eo ket ur gunujenn lakaat un nebeut tud da Aotrounez ha ne ya ket pelloc'h eget harzoù ar rendael evel ma embann barnerien'zo. Ret eo respont en ur islinennañ ar poent ha setu toud.
  3. Kit da welet war gannadig merourien al lec'hienn c'hallek hag e vioc'h desketoc'h war an diwalloù a dleer kemer. .Amañ. Merzit e respont war gannadig ar verourien ar re stanket p'o deus gwelet e oa ar c'haoz warno. --Ch. Rogel 6 C'hwe 2007 da 21:27 (UTC)[respont]
ne oa ket bet stanket e gont gantañ na kinnet hen ober zoken - lakaet war evezh hepmuiken. da lârete o, goulenn outañ chom a-sav gant un emzalc'h resis evel merour. roet em boa da c'hoût d'ar verourion all ha d'an implijer e-unan en ur glask sevel an nebeutañ a drouz posubl war an afer met o kelaouiñ anezhe memestra. Re wir eo n'emañ ket kuzh an traoù, zoken ar pezh a vez embannet war pajenn kaozeal un implijer all, hag en o zouez re ar verourion, met awezoù eo trawalc'h kemenn an traoù war eeun d'un implijet en ur reiñ da c'hoût d'ar verourion all d'am soñj hep embann war pajennoù kalz foranoc'h. Bez e c'hell un implijer asantiñ, ha mat pell 'zo - kloz an afer hep rankout mont pelloc'h ganti nag hkas an afer dirak an holl. Ne gave ket din e oa ezhomm embann an evezhiadenn a-wel d'an holl ken splann all, setu tout, ken evit mad an imp'lijer e-unan hag evit hini ar gumuniezh 'n he fezh. N'eo ket kuzhaat an afer an hini eo9 a felle din, hna pell ac'halese, met klask un diskoulm dre hentoù un tammig siouloc'h a-raok mont pelloc'hig ganti. a galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:44 (UTC)[respont]

Al lezennoù zo graet evit diwall al loened

kemmañ

A-enep da dud evel-se n'eus ket lezennoù :[[1]] Kergidu 10 C'hwe 2007 da 08:08 (UTC)[respont]

Kavet em eus an dra-mañ:

kemmañ

Ur pennad gantañ an anv-se zo dija pe n'eo ket reizh an titl hoc'h eus dibabet. Dibabit unan all mar plij. Daou dra a gavan direizh er frazenn. Kinnig a ran : Pe an anv-mañ zo bet roet d'ur pennad a-raok, pe n'eo ket reizh an doare ma skrivit. Dibabit un anv all... Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)[respont]

ha gallout a rafes reisisaat un tammig eus petra zo kaoz amañ a-benn klask reiñ ur respont dit?

--Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2007 da 11:44 (UTC)[respont]

Un deiz, pa'm boa pouezet war ur bouton, ha ne felle ket d'ar mekanik enrollañ, e lavaras din ar gerioù-se... Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 16:45 (UTC)[respont]
posubl eo, ne lâran ket ar c'hontrol. met e pelec'h em boa e skrivet?

--84.78.78.41 19 C'hwe 2007 da 17:06 (UTC)[respont]

  Kemmet ganin, Benoni 19 C'hwe 2007 da 17:26 (UTC)[respont]
N'eo ket ^pa vez klasket kemm anv ur pennad ha pa ne fell ket d'ar wiki?Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)[respont]
??? Da skouer? Benoni 19 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)[respont]