Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 10 bloaz 2010
08/03/2010 — 14/03/2010
Gwirioù aozer
kemmañMat e vije prederiañ war se: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Simbol&action=historysubmit&diff=670271&oldid=493032 Hag adlakaat ar skritell. Bianchi-Bihan 8 Meu 2010 da 07:12 (UTC)
- Pa ne vez ket meneget ar gwirioù aozer e vez lamet kuit ar restroù diouzh Wikipedia Commons. Mont-en-dro_rod-avel.JPG, Sebastian_ar_balp1.gif, Skritell.jpg ha Frañsez_kervella.jpg a zo bet kollet nevez 'zo. An abeg roet a oa File source is not properly indicated, da lavaret eo ne oa ket bet meneget eus pelec'h e teue ar skeudennoù, gant piv e oant bet savet ha dreist-holl daoust ha frank a wirioù e oa ar skeudennoù-se. Ar boaz a zo amañ, er wikipedia brezhonek, d'eilañ skeudennoù hep menegiñ an titoutoù a-bouez-se met gallout a rafe ur penn bras bennak dont amañ da lemel kuit ar pep brasañ anezho, tost an holl pa lavaran mat. Peadra da brederiañ. --Yun (kaozeal) 8 Meu 2010 da 08:01 (UTC)
- N'hallje ket ar verourien lakaat ar seurt skeudennoù e-barzh Kerandafar, pe deskiñ d'an dud ober o-unan? Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 18:02 (UTC)
- N'eo ket ret bezañ merour evit lakaat dafar war Wikipedia Commons : trawalc'h eo mont di, hag ober evel amañ (klik a-gleiz war Kargañ ur restr pe Upload file). --Yun (kaozeal) 11 Meu 2010 da 19:12 (UTC)
- N'hallje ket ar verourien lakaat ar seurt skeudennoù e-barzh Kerandafar, pe deskiñ d'an dud ober o-unan? Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 18:02 (UTC)
Petra da soñjal?Bianchi-Bihan 9 Meu 2010 da 18:01 (UTC)
- A-du an holl gant an titl-se? Muioc'h a reuz a vez gant kemmadurioù zo eget gant gerioù zo. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 07:57 (UTC)
- N'emaon nag a-du nag a-enep pa ne gomprenan ket an titl-se. Piv a c'hellfe displegañ petra eo ? --Yun (kaozeal) 11 Meu 2010 da 10:19 (UTC)
- Ur ger ijinet gant un den ha ne anavez ket ar ger keltiegour, a gredan. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 10:23 (UTC)
- Sellet em eus ouzh an termenadur a zo er pennad. Ar geltoniourien a vefe anezho skiantourien a bled gant ar geltoniezh hep studiañ ar yezhoù keltiek dre ret ? --Yun (kaozeal) 11 Meu 2010 da 10:27 (UTC)
- Ar ger "keltoniourien" implijet amañ a seblant bezañ kevatal gant "celtologues" e galleg (fr:Catégorie:Celtologue). Pa sellan ouzh ar ar ger "keltiegour" e geriadur bihan Roparz Hemon, e kavan an droidigezh "celtologue" just a-walc'h. Gwell e vefe cheñch an titl moarvat ha skrivañ Roll ar geltiegourien, nemet e vefe aozer kentañ ar pennad o sevel a-enep. --Llydawr 11 Meu 2010 da 12:57 (UTC)
- Sellet em eus ouzh an termenadur a zo er pennad. Ar geltoniourien a vefe anezho skiantourien a bled gant ar geltoniezh hep studiañ ar yezhoù keltiek dre ret ? --Yun (kaozeal) 11 Meu 2010 da 10:27 (UTC)
Skeudenn:
kemmañPenaos reizhañ yezh an notenn a ya gant ar skeudenn-mañ? Bianchi-Bihan 9 Meu 2010 da 18:05 (UTC)
- Mont da [[1]]ha klikañ war "kemmañ". --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 19:17 (UTC)
- Graet e oa. Ma sellez mat e weli ur skrid reizhet hag unan n'eo ket. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 07:58 (UTC)
Pennadoù nevez
kemmañErru zo un toullad pennadoù, hag a vije da c'hwennat, ha n'eo ket un tamm. N'ouzon ket piv a ray. Klasket em eus, diaes e kavan ober, gwelout a ran n'eus ket bernioù tud war al labour. Ouzhpenn-se ne gomprenan ket ar yezh alies. Ur goulenn neuze: n'hallfed ket lakaat ar pennadoù-se en ur rummad :labour zo da c'hortoz? Bianchi-Bihan 9 Meu 2010 da 18:37 (UTC)
- D'am soñj eo poent d'ar re a gas ar pennadoù-se chom a-sav e-pad ur frapad da nebeutañ. Evel ma lavar Bianchi-Bihan n'ouzon ket piv en do amzer a-walc'h da reizhañ anezho. Ar yezh koulz hag an doare kinnig a zo da gemmañ, ha ramzel e hañval al labour bezañ. --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 19:08 (UTC)
- Kompren a ran hoc'h anken abalamour ma 'z eus deut tro 50 pennad nevez hag a zo alies dizampart. 6 den omp oc'h war-dro ha reizhet e vo koulz ar framm hag ar reizhskrivañ ganeomp. Dedennus eo ar c'hinnig da grouiñ ur rummad labour zo.--Lomigbad 9 Meu 2010 da 19:16 (UTC)
- Ur Rummad:raktres lise Diwan a c'heller krouiñ dre ar patrom {{Raktres Lise Diwan}}. Er rummad-se e c'hellimp kavout ar pennadoù-mañ. M'ho peus c'hoant e c'hellan ober war-dro.--Gwendal 9 Meu 2010 da 19:26 (UTC)
- Kemmet 'm eus ar patrom evit ma 'vefe lakaet ar pennadoù en ur rummad anvet Rummad:Raktres Lise Diwan. Ni 'zo kroget da gempenn un tamm. Reizh eo e vefe bet souezhus er pennkentañ. Met bremañ eo komprenet gant an dud ar mont en dro ha dre-se e vezont gouest d'ober traoù kentoc'h reizh. --Y-M D (kaozeal) 10 Meu 2010 da 17:06 (UTC)
- Un dra vat eo e vefe kenlabourerien nevez o sevel pennadoù war tachennoù nevez ha na oant ket bet pleustret kalz betek-henn. Evel Ex-Smith ha Bianchi-Bihan, avat, on spontet un tamm gant al labour a vo da ober evit reizhañ ar yezh. Kalz-kalz a fazioù yezh zo. Fazioù anat a c'hall bezañ reizhet aes (ha pa ne zlefent ket bezañ graet gant tud zo en ur skol vrezhonek, da'm soñj) : "ar genoù" ha n'eo ket
ar c'henou, "daou garr-nij" ha n'eo ketdaou c'harr-nij, met aliezik ne gomprenan ket petra a fell d'an aozer(ien) lavaret : "un neubeut diouzh an den" (Warhammer 40000) ? Ma, kalon vat d'an holl, saverien pennadoù ha reizherien ! --Llydawr 10 Meu 2010 da 17:58 (UTC)- Gwir-tre eo ez eus fazioù er pennadoù bet savet, met goulennet 'vo ganto adlenn an traoù pa 'vo echu gant ar raktres. Eus an tu all ne gav ket din eo ken mallus reizhañ an traoù, tu 'vo en ober war ur prantadig amzer (dreist-holl pa 'vez tu kavout ar pajennoù-se dre o rummad). Ouzhpenn-se taolo ivez Lomig ur sell. Onest e vin, kavout a ran me ivez ez eo chalus e vefe ul live eus ar seurt gant tud zo en ur skol vrezhonek (zoken ma vezan me e-barzh ivez). Kavout a ran ez eo neuze ur raktres evel an hini a vez sevenet hiziv talvoudus-tre, dre ma c'hellfe lakaat anezho da vont war-raok pe da brederiañ war an afer-se. Marteze e vefe talvoudus deoc'h sevel ul listennig eus ar fazioù grevusañ hag anatañ o peus gwelet, hag e-mod-se e vefe displeget dezho kement-mañ goude-se. Talvoudekaat a rafe muioc'h c'hoazh hor raktres. Trugarez deoc'h --Y-M D (kaozeal) 10 Meu 2010 da 20:02 (UTC)
- Memestra e kavan chalus-tre gwelout bepred ar memes fazioù diazez : kemmadurioù, reizhskrivañ, ereadur ar frazennoù. Traoù' zo a zo bet displeget meur a wech evel eus/gant : gwelout roll ar filmoù er pennad gotegezh, hag istor ar pennad evit gwelout ar c'hemmoù.--Ex-Smith 11 Meu 2010 da 08:01 (UTC)
- Ne welan ket da betra sevel ur bajenn a-ratozh, an doare fazioù a vez graet gant forzh peseurt desker eo. Kemmadurioù a-dreuz, ereadurezh c'halleg pe gamm-digamm, ha fazioù reizhskrivañ a-bep-seurt. N'eo ket war Wiki e vo reizhet...Moran 13 Meu 2010 da 13:23 (UTC)
- Memestra e kavan chalus-tre gwelout bepred ar memes fazioù diazez : kemmadurioù, reizhskrivañ, ereadur ar frazennoù. Traoù' zo a zo bet displeget meur a wech evel eus/gant : gwelout roll ar filmoù er pennad gotegezh, hag istor ar pennad evit gwelout ar c'hemmoù.--Ex-Smith 11 Meu 2010 da 08:01 (UTC)
- Gwir-tre eo ez eus fazioù er pennadoù bet savet, met goulennet 'vo ganto adlenn an traoù pa 'vo echu gant ar raktres. Eus an tu all ne gav ket din eo ken mallus reizhañ an traoù, tu 'vo en ober war ur prantadig amzer (dreist-holl pa 'vez tu kavout ar pajennoù-se dre o rummad). Ouzhpenn-se taolo ivez Lomig ur sell. Onest e vin, kavout a ran me ivez ez eo chalus e vefe ul live eus ar seurt gant tud zo en ur skol vrezhonek (zoken ma vezan me e-barzh ivez). Kavout a ran ez eo neuze ur raktres evel an hini a vez sevenet hiziv talvoudus-tre, dre ma c'hellfe lakaat anezho da vont war-raok pe da brederiañ war an afer-se. Marteze e vefe talvoudus deoc'h sevel ul listennig eus ar fazioù grevusañ hag anatañ o peus gwelet, hag e-mod-se e vefe displeget dezho kement-mañ goude-se. Talvoudekaat a rafe muioc'h c'hoazh hor raktres. Trugarez deoc'h --Y-M D (kaozeal) 10 Meu 2010 da 20:02 (UTC)
- Un dra vat eo e vefe kenlabourerien nevez o sevel pennadoù war tachennoù nevez ha na oant ket bet pleustret kalz betek-henn. Evel Ex-Smith ha Bianchi-Bihan, avat, on spontet un tamm gant al labour a vo da ober evit reizhañ ar yezh. Kalz-kalz a fazioù yezh zo. Fazioù anat a c'hall bezañ reizhet aes (ha pa ne zlefent ket bezañ graet gant tud zo en ur skol vrezhonek, da'm soñj) : "ar genoù" ha n'eo ket
- Kemmet 'm eus ar patrom evit ma 'vefe lakaet ar pennadoù en ur rummad anvet Rummad:Raktres Lise Diwan. Ni 'zo kroget da gempenn un tamm. Reizh eo e vefe bet souezhus er pennkentañ. Met bremañ eo komprenet gant an dud ar mont en dro ha dre-se e vezont gouest d'ober traoù kentoc'h reizh. --Y-M D (kaozeal) 10 Meu 2010 da 17:06 (UTC)
- Ur Rummad:raktres lise Diwan a c'heller krouiñ dre ar patrom {{Raktres Lise Diwan}}. Er rummad-se e c'hellimp kavout ar pennadoù-mañ. M'ho peus c'hoant e c'hellan ober war-dro.--Gwendal 9 Meu 2010 da 19:26 (UTC)
- Kompren a ran hoc'h anken abalamour ma 'z eus deut tro 50 pennad nevez hag a zo alies dizampart. 6 den omp oc'h war-dro ha reizhet e vo koulz ar framm hag ar reizhskrivañ ganeomp. Dedennus eo ar c'hinnig da grouiñ ur rummad labour zo.--Lomigbad 9 Meu 2010 da 19:16 (UTC)
- Ur bajennad deskiñ diwar ar fazioù a oa bet savet evit sikour ar re a fell dezho bezañ sikouret. N'eus nemet implijout anezhi goude, pezh na vez ket graet gant kalz evel-just, met kavet e vez c'hoazh tud o c'houlenn pennadoù evel-se, neuze n'eo ket falloc'h kaout unan : setu un digarez eta ha ne dlefe ket bezañ lennet ken.
- A-hend-all e vez reizhet ar pennadoù gant al labourerien, hervez o amzer. Ha gallout a ran lavarout ez eus bet graet kalz a labour difaziañ abaoe bloavezhioù hag e vo c'hoazh. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 13:36 (UTC)
- N'ouzon ket da betra servij reizhañ peogwir e kendalc'h an dud da blantañ traoù hep kemer ar reizhañ e kont. S.o : luskad alternatif. Peadra zo da vezañ digalonekaet. --Ex-Smith 14 Meu 2010 da 10:01 (UTC)
- Ya merzet 'm eus ar memestra, padal em eus lavaret dezho bezañ war evezh ar sizhun dremenet. Komzet 'm boa gant va c'helenner brezhoneg ha lavaret en doa rik ar memestra : displegañ a ra an traoù d'an dud, met ne ra ket forzh ar re-se. N'am eus tamm mennozh ebet evit lakaat an traoù da cheñch, nemet kenderc'hel da lavaret dezho ha moarvat pa 'vint un tamm koshoc'h e komprenint. Tro 'm eus bet da welet kement-se el lise, a feur ma gresk al liseidi e komprenont ez eo ar brezhoneg ur binvidigezh. Hir an hent marteze, met ma talvez ar boan eo kerkoulz kenderc'hel ha mont betek penn. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 17:53 (UTC)
- Goulenn a ran digant ar verourien ma vo miret ar bajenn-mañ evit kaozioù db pennadoù ar wikipedia hag e vije lakaet ar c'haozioù-skol, a grog da vezañ un tamm hir, en ur c'horn all. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 14 Meu 2010 da 18:10 (UTC)
- Me gav eo liammet afer al lise diwan gant kudenn live yezh ar pennadoù liammet gant ar raktres. Ha n'eo ket ar sujed orin kudenn ar fazioù er pennadoù, met er pennadoù resis-se. Setu e kavan ez eus ul liamm. Ouzhpenn e c'hellfe bezañ talvoudus evit al lise, ma 'vefe kinnigoù. Penaos komz eus un dra hep komz eus ar pezh kenstaget ? Da welet... --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 18:56 (UTC)
- Goulenn a ran digant ar verourien ma vo miret ar bajenn-mañ evit kaozioù db pennadoù ar wikipedia hag e vije lakaet ar c'haozioù-skol, a grog da vezañ un tamm hir, en ur c'horn all. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 14 Meu 2010 da 18:10 (UTC)
Hag ar bajennad "wikipedia:fazioù stankañ"?
kemmañMar komprenan mat ne servij da netra ar pennad diwar-benn ar fazioù stankañ graet evit deskiñ ar pep retañ da sevel pennadoù er wikipedia. Kavet eo bet? lennet (ne gredan ket lavarout studiet)? Me 'gred n'eo ket bet kavet zoken pa lennan kement-mañ : Marteze e vefe talvoudus deoc'h sevel ul listennig eus ar fazioù grevusañ hag anatañ o peus gwelet. Met mar deo bet kavet, perak goulenn unan all? Ar re a ra al labour aoar a-walc'h e kaver atav ar memes traoù da reizhañ dizehan.
Goude pa welan 'hag e-mod-se e vefe displeget dezho kement-mañ goude-se n'ouzon ket petra soñjal. Anaout a ran skolioù ma vez graet al labour displegañ gant ar gelennerien. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 08:21 (UTC)
- Penaos e c'hellez lavarOUT an dra-se. Gouzout a rez mat-tre ec'h anavezan ar pennad-se dre ma 'peus displeget meur a dra din drezhi DREZAN. Ar pezh a ginnigen a oa ur roll bihan (pe bras ma vez ezhomm) eus ar fazioù anat hag eeun, gwir eo ez eus danvez er pennad a venegezh, met un tamm re evit un displegadenn-verr.
- Me 'zo dipitet un tamm peogwir VERB DISPLEGET GOUDE PEOGWIR alies mat e savez a-enep d'ar c'hinnigoù a ra an dud (pe e pismigez), padal e soñj din eo arabat enebiñ ouzh an dud a vez youlek d'ober traoù ha da vont war-raok.
- Kazi sur hon ez eo anavezet kudenn al live yezh a vez du-mañ gant an holl. Hag e lec'h bezañ fuloret e c'hellfer pellgomz d'al Lise evit kemenn d'ar renerien ho tipit en afer-se. Ha m'Ho PEUS kinnigoù d'ober evit sikour anezho, grit 'ta... A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Meu 2010 da 19:30 (UTC)
- Kaer zo lavarout, ez eo ur vezh ruz al live yezh. Sellout ouzh Ikea ha side car (sidecar e saozneg), klasket em eus difaziañ ar pezh a gomprenen. --Ex-Smith 12 Meu 2010 da 10:21 (UTC)
- Ya evel-just hon a-du ganeoc'h war ar poent-se, me ivez a vez o lavaret-se dezho (ha emskiant int). Me 'zo bet o komz gant hor kelenerien hiziv evit kemenn dezho ar pezh o peus lavaret, ha reiñ a rin dezho ur skouerenn eus "wikipedia:fazioù stankañ". Evel 'm eus lavaret a-us pellgomzit (pe skrivit) dezho evit displegañ ho sav poent. Dedennus 'vefe klask lakaat an traoù da vont war-raok neuze. Goulenn a rin ar sizhun o tont gant al liseidi evit reizhañ ar pennadoù Ikea ha Sidecar. Lomigbad en deus lavaret din e raio war-dro reizhañ an traoù ha ni (me, Belvar, Ifig, Skeudwenn...) war-dro ar frammañ. --Y-M D (kaozeal) 12 Meu 2010 da 12:11 (UTC)
- Ma ne gaver ket er pennad (wikipedia:fazioù stankañ) ur "roll eus ar fazioù", evel ma'z eo merket mat en titl, n'ouzon ket petra zo e-barzh. Met peogwir ez eo difennet d'an den a labour lavarout e soñj (pismigañ, sevel a-enep d'ar c'hinnigoù, bezañ fuloret, torfedoù euzhus na petra!), n'eus nemet leuskel ar verourien da verañ an traoù-se etrezo. Ha peoc'h. Bianchi-Bihan 12 Meu 2010 da 14:21 (UTC)
- A-hend-all, oc'h adlenn al linennoù uheloc'h, em eus kavet fentus gwelout penaos e veze degemeret aesoc'h ar memes evezhiadennoù, goude ma vijent graet rustoc'h, pa zeuent digant merourien
all. Abeg ouzhpenn da vont da beuriñ da lec'h all. Bianchi-Bihan 12 Meu 2010 da 14:29 (UTC)- Arabat eo treuzfurmiñ ar pezh a lavaran kennebeut mar plij. Ne zifennan ket ouzh den ebet da gomz evel-just, met merzhet H ebet e-barzh merzout 'm eus e oas techet da sevel an a-enep ur bern traoù alies ha soñjal a ran e vefe kalz talvoudusoc'h ober kinnigoù pleustrek a-benn sikour, re aes eo bezañ fuloret hepken. Ur wech c'hoazh OUZHPENN ha n'eo ket C'hoazh n'eus ket afer eus bezañ merour pe get a gav din.
- N'eo ket gwir eil lodenn da respont. N'eo ket ar memes evezhiadenn ha te DA HINI a zo bet graet goude ar pezh 'poa lavaret. Ouzhpenn-se e vezan a-du ganeoc'h adalek ar penn-kentañ pa lavaroc'h ez eus traoù da wellaat el live yezh, nemet e kinnigen deoc'h kemenn d'ar re a ra war-dro al Lise hoC'H evezhiadennoù muioc'h KENTOC'H evit en davarn. Ouzhpenn-se em eus bet tro DA GELAOUIN kelaouiñ anezho eus an evezhiadennoù Ho peus graet (hag e rin c'hoazh ma 'vez ezhomm) dre ma gavan KAVAN e c'hellont bezañ talvoudus.
- Ar c'henlabour hag ar c'hinnigoù a gavan gwelloc'h eget klemm hepken. --Y-M D (kaozeal) 12 Meu 2010 da 21:37 (UTC)
- A-hend-all, oc'h adlenn al linennoù uheloc'h, em eus kavet fentus gwelout penaos e veze degemeret aesoc'h ar memes evezhiadennoù, goude ma vijent graet rustoc'h, pa zeuent digant merourien
- Ma ne gaver ket er pennad (wikipedia:fazioù stankañ) ur "roll eus ar fazioù", evel ma'z eo merket mat en titl, n'ouzon ket petra zo e-barzh. Met peogwir ez eo difennet d'an den a labour lavarout e soñj (pismigañ, sevel a-enep d'ar c'hinnigoù, bezañ fuloret, torfedoù euzhus na petra!), n'eus nemet leuskel ar verourien da verañ an traoù-se etrezo. Ha peoc'h. Bianchi-Bihan 12 Meu 2010 da 14:21 (UTC)
- Ya evel-just hon a-du ganeoc'h war ar poent-se, me ivez a vez o lavaret-se dezho (ha emskiant int). Me 'zo bet o komz gant hor kelenerien hiziv evit kemenn dezho ar pezh o peus lavaret, ha reiñ a rin dezho ur skouerenn eus "wikipedia:fazioù stankañ". Evel 'm eus lavaret a-us pellgomzit (pe skrivit) dezho evit displegañ ho sav poent. Dedennus 'vefe klask lakaat an traoù da vont war-raok neuze. Goulenn a rin ar sizhun o tont gant al liseidi evit reizhañ ar pennadoù Ikea ha Sidecar. Lomigbad en deus lavaret din e raio war-dro reizhañ an traoù ha ni (me, Belvar, Ifig, Skeudwenn...) war-dro ar frammañ. --Y-M D (kaozeal) 12 Meu 2010 da 12:11 (UTC)
- Kaer zo lavarout, ez eo ur vezh ruz al live yezh. Sellout ouzh Ikea ha side car (sidecar e saozneg), klasket em eus difaziañ ar pezh a gomprenen. --Ex-Smith 12 Meu 2010 da 10:21 (UTC)
- Amañ emañ al lec'h evit aferioù ar wikipedia, burev ar c'hlemmoù db skol pe skol n'emañ ket. A bep seurt kinnigoù zo, re vat ha re fall. Unan a oa skrivet : Hag e lec'h bezañ fuloret e c'hellfer pellgomz d'al Lise evit kemenn d'ar renerien ho tipit en afer-se.. Ne gomprenan ket petra an diaoul e teu an dra-se d'ober amañ. Abaoe bloavezhioù e vezomp o reizhañ pennadoù a bep seurt. Pa skuizhomp oc'h ober e paouezomp, buhez bemdez Yann Difazier, evel ma oar an holl dud a labour war-dro wikipedia, pe e rankje an holl gouzout. Neuze e kavan hek lenn gevier evel e-lec'h bezañ fuloret. Ha goulenn a ran digant an hini en deus skrivet kement-se en em zigareziñ.
- Goude-se, peogwir ez eus tud o kinnig pellgomz da n'ouzon ket piv, hag evit plijout ivez d'ar re a skriv Ar c'henlabour hag ar c'hinnigoù a gavan gwelloc'h eget klemm hepken, e kinnigan dezho ober evel ma lavaront, ha hastañ pellgomz ma karont, da lavarout pezh a garont, me ne ran forzh ebet. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 04:09 (UTC)
En urzh, mar plij
kemmañAdlakaet em eus ma linennoù evel ma oant: ne garan ket pa vez troc'het ma skrid sinet hep ma aotre. Bianchi-Bihan 14 Meu 2010 da 09:17 (UTC)
- En em zigareziñ a rafen ma 'm befe lavaret traoù drouk pe direizh, met aze ne welan ket tamm ebet evit petra e rankfen en em zigareziñ, n'eus netra tagus... Me 'zo souezhet un tamm gant da respont peogwir e vez da frazenn gentañ kontrol rik d'un dra all a peus lavaret a-raok (Anaout a ran skolioù ma vez graet al labour displegañ gant ar gelennerien). A-du on ganit e Wiki e komzer eus wiki hag evit ar c'hudennoù skol (ha live yezh tud ur skol) e raer war-eeun ganto (d.l.e pellgomz). Aes eo bezañ fuloret, met kalz talvoudusoc'h eo ober kinnigoù evit ma yafe an traoù war-raok, ha n'eus netra hek pa 'vez lavaret kement-mañ. --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 21:39 (UTC)
- Moarvat eo evidon c'hoazh e lavarez kement-mañ, he neuze n'e peus ket kement-se ar gwir ganit. Da gentañ penn ar fet e vefemp amañ ni hon daou o komz a zo dija ur sin a genlabour, pa reizhez din va fazioù hag e tisplegez anezho a zo ivez kenlabour. Kenlabourat a reer ur bern pa raer war-dro ur raktres evel an hini a vez kaset ganeomp el Lise, ha skouerioù all forzh pegement a c'hellfen reiñ dit evit skeudennaouiñ va c'henlabour (ha va c'hoant da genlabourat gant an holl)... --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 21:39 (UTC)
Ur wech adarre e c'houlennan diganit paouez gant da dagadennnoù ha paouez da bersonelaat ha da washaat kement dizemglevig a welez, a zo a-enep spered wikipedia. Frankiz da lavarout e soñj en deus pep kenlabourer, neuze da vezañ a-du pe a-enep kement kinnig a zo, da re evel ar re all. Ne ya ket ar frankiz-se betek ober martezeadennoù diboell : n'eo ket peogwir ne vez ket ar re all a-du gant da ginnigoù fur (pellgomz da n'ouzon ket piv) e vezont e fulor, pe o klemm, hervezout. Mat e vije paouez gant ar boaz-se amañ. Ne garfen ket rankout kontañ pet gwech ec'h ez dreist al linenn. Goude-se, e karfen e lennfes mat al linennoù a-us, hag ez afes da glemm, ma kredez ober, ouzh an hini a gomz eus mezh ruz: n'eo ket me an hini e oa. Bianchi-Bihan 14 Meu 2010 da 09:17 (UTC)
- Tagadennoù ? Marteze en em santez taget, met n'eo ket ar pal tamm ebet ha n'eo morse bet ar pal (ha ne vo ket). Ha penaos 'ta e vefen o washaat kement dizemglevig a welan ? Evel ne baouezan ket da respont dit em eus graet va evezhiadenn orin evit klask mont war-raok, ha morse n'am eus nac'het dit komz (ha lavaret 'm eus se meur a-wech). Kregiñ a ran da skuizhañ gant ar gaoz-se, ne ya tra ebet war-raok. Goude ma ne gomprenez ket ar pezh a lavaran n'eo ket mui va faot. Perak e komzez eus ar fet em befe c'hoant klemm, n'eo ket-se tem va respont, arabat eo klask luziañ an traoù. Eeun-tre e respontan d'ar sujed orin, evel m'eo bet merzet e oa fazioù e labour al liseidi ha ne gav ket din e vefe bet gwall efedus klemm, setu e kinnigen deoc'h klask ober traoù evit ma 'zafe an traoù war-raok. Ha tra ken, evit klask ober traoù eo em eus lavaret kement-mañ.
- Un diverradennig a ran eus va mennozhioù :
- Pep hini a c'hell komz, ha laoskel a ran anezho (te an hini gentañ da skouer)
- N'eo nemet kinnigoù a ran, ha pa respontez din eo ral a-wech diwar-benn ar c'hinnigoù-se
- Ne dagan den, dre ma ouezan mat ne zegaso tra ebet nemet reuz
- Marteze ne gomprenan ket ar pezh a lavarez, met marteze eo te a na gompren ket ar pezh a lavaran (mat eo soñjal en daou du)
- Perak mont da glemm ouzh an hini a gomz eus mezh ruz dre ma 'vez ar wirionez gantañ, ul live izel ha dipitus a zo, hag abaoe ar pennkentañ emaomp a-du gant-se. Er fin e kav din emaomp a-du war ar pep brasañ, ha n'ouzon ket perak e rebechez traoù din, ne oan nemet o kinnig traoù ha respontet 'peus din e oa eus ar bajenn-se dija ha ne implijen ket anezhi (ar pezh a zo faos). --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 19:02 (UTC)
Evel just ne gomprenan ket pezh a skrivez, n'ouzon ket lenn. Marteze n'on ket kustum da lenn pajennadoù bugale ar skolioù. Pa damallez d'an dud bezañ e fulor pa ne vezont ket a-du ganit (n'eus nemet lenn uheloc'h) ha klemm pa ne gavont ket kaer da ginnigoù (pellgomz) e komprenan fall? Koulskoude pa adlennan eo sklaer : en un tu Ael ar Mad hag e ginnigoù, en tu all ar glemmerien vil na stlakont ket o daouarn da bep kinnig. Ma n'eo ket se ar pezh a felle dit reiñ da gompren e c'hallfes soñjal a-raok penaos skrivañ berroc'h ha sklaeroc'h, ha n'az pije ket ezhomm d'ober un diverrañ re alies goude ouzhpenn: er vachelouriezh e vo notennet pezh a zo skrivet, ha n'eo ket pezh en doa c'hoant ar skoliad da lavarout. Me gav eo gwelloc'h skrivañ muioc'h a bennadoù ha nebeutoc'h er bajenn-mañ, a dlefe bezañ miret evit gwir aferioù ar wiki. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 10:19 (UTC)
Me grede e oa binioù ar ger, met poan am eus gant ar gizioù nevez. Peogwir ez eus ur pennad biniou kozh e-lec'h binioù kozh, e vo marteze unan a vo biniou bras, pe binioù bras. N'ouzon ket ken. Ur banne dour dre Eferalgan, mar plij. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 18:27 (UTC)
- War a seblant e oa bet krouet ar pennad biniou ganin, hag ankouaet kemm. Graet eo bet ur vunutenn zo. Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 18:30 (UTC)
Yezhoù all
kemmañSelli ouzh [2] hag ar pennad brezhonek liammet outañ. D'am soñj ez eus ur gudenn. Heñvel eo ma seller ouzh castle er wiki saoznek pe ouzh Burg en hini alamanek. --Ex-Smith 11 Meu 2010 da 21:27 (UTC)
- Traoù hañval a c'hoarvez gant treust, ha re all c'hoazh. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 12:20 (UTC)
Infobox v2
kemmañEmaon o labourat war ar boestoù kelaouiñ (infobox). Bravaet e vint hag aesoc'h e vo sevel anezho hag ober ganto. An arnod kentañ a zo bet graet gant an {{Infobox Sonerezh (arzour)}}. Daoust hag-eñ e wel an holl notennoù sonerezh e talbenn ar boestoù-se e krec'h a-zehou ? Sellit ouzh ar boestoù er pajennoù savet gant al liseidi : Jim Morrison ha Bob Sinclar. Trugarez. --Yun (kaozeal) 13 Meu 2010 da 18:40 (UTC)
- Nag ur mennozh brav eo klask bravaat hor boestoù kelaouiñ. Ma 'pefe ezhomm sikour e c'hellfen klask ober tra pe dra, mod all ez eus Implijer:Belvar hag a zo barrek mat war an dachenn-se. Bet on o welet ar pezh a ginnigez hag alas n'am eus ket gwelet an notennoù. --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 19:01 (UTC)
- O gwelet a ran, me, hag eus ar bravañ eo ! Moran 13 Meu 2010 da 21:59 (UTC)
- Bremañ e welan anezho, ha mat int. --Y-M D (kaozeal) 17 Meu 2010 da 16:36 (UTC)
- O gwelet a ran, me, hag eus ar bravañ eo ! Moran 13 Meu 2010 da 21:59 (UTC)