Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13, bloaz 2017

27/03/2017 — 02/04/2017

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en trizekvet sizhun eus 2017 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

N'em eus ali ebet war implij ar gerioù asturianeg pe astureg, met gwelet em eus ez eus un den a glask chom dianav a zisplij dezhañ ar ger astureg, hag a zo bet o tiverkañ anezhañ bep tro. Bravat wikipedia ma c'hall un dorn kuzh ober pezh a gar. Adlakaat a rin eta an traoù evel ma oant en a-raok, ma n'eus kaoz ebet na kenemglev ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 09:46 (UTC)[respont]

Amañ eo bet kemmet an anv : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Astureg&action=history Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 09:49 (UTC)[respont]
Ganin e oa bet kemmet ar bajenn-se. Mat e vefe lakaat un dave pa vez graet gant ur ger a zo disheñvel diouzh ar pezh a gaver er geriadurioù hag e load an Ofis, rak re a c'herioù savet a-dreuz ha n'eus ket dioute a gaver e Gwikipedia. Baleer (kaozeal) 17 Ebr 2017 da 16:40 (UTC)[respont]
Evel e geriadurioù zo ez eus gerioù ijinet amañ. Ma kavez abeg enne (ha peadra a vez a-wechoù moarvat) e c'hallez sevel ur roll anezhe. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2017 da 23:19 (UTC)[respont]

Un tamm ar memes tra er pennad-se : https://br.wikipedia.org/w/index.php? . Gaou eo an arguzenn implijet gant Baleer : "diwar un anv-gwan e vez savet an anvioù yezh" : marteze ne oar ket, met n'eus ket eus ar gerioù iwerzhonadeg, skosadeg, breizhadeg, kembreadeg e brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 09:55 (UTC)[respont]

Diwar pennrann an anvioù pobl evit bezañ resis. Peurvuiañ n'eus tamm diforc'h ebet etre an anvioù-kadarn-se hag an anvioù-gwan a glot gante, war-bouez ar mod da skrivañ al lost-ger -ad/-at e peurunvan. Baleer (kaozeal) 17 Ebr 2017 da 16:11 (UTC)[respont]
Diwar anvioù-kadarn bep tro a larfen-me evit bezañ resis : darn zo anvioù pobl, darn zo anvioù bro. A-hend-all, kement anv yezh a zo en eg (an darn vrasañ) zo anv-gwan ivez (skrivet ek neuze). Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2017 da 23:26 (UTC)[respont]
Ur gaozeadenn hir a-walc'h a zo bet amañ : Kaozeal:Astureg. N'eus bet meneget nemet tri anv yezh a zo savet diwar anvioù bro hep mar, hag ar re-se a zo nevez a-walc'h. Lakait ar c'hiz nevez-se da reolenn ma fell deoc'h. Baleer (kaozeal) 19 Ebr 2017 da 00:15 (UTC)[respont]

N'ouzon ket gant piv ' vez ar c'hiz da lakaat ar c'hiz da reolenn, ganin ne vez ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Ebr 2017 da 07:05 (UTC)[respont]