Kaozeal:Astureg
Astureg, asturieg, asturianeg
kemmañAn tri stumm a gaver er Wikipedia brezhonek. Penaos eo dibabet ar stumm-mañ (astureg) ? N'emañ ar yezh-mañ war ar roll embannet gant Ofis ar brehoneg met marteze e c'hellfe unan eus an Ofis reiñ e soñj. Evidon-me e kavan gwelloc'h an daou stumm all (asturieg hag asturianeg) eget an hini bet dibabet. Ha pa seller ouzh ar stumm orin asturianu e soñj din e vefe gwelloc'h dibab asturianeg.--Yun 19 Kzu 2006 da 16:59 (UTC)
- Ma n'eo ket a-du an dibaberien, chañs ebet da vezañ selaouet. Sur mat e vo kavet ur reolenn bennak kontrol dit. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2006 da 17:26 (UTC)
- trugarez evit da ginnigoù ken pozitivel all adarre. ya, pa vez savet ur penand e vez dibabet ur stumm gantañ/i - diazezet-kenañ eo sevel pennadoù hep titl ebet. gwelloc'h d'am soñj-me - hag ur c'hinnig n'eo ken - ober gant ar stumm "asturieg" diwar "Asturies" (daoust ha ma vez graet gant "astur-lleonés" ha neuze e c'hellfe ar wrizienn bezañ "astur-"). N'eus forzh penaos n'eus kudenn ebet evit kemmañ ar stumm. A-hendall, war a welan e oa bet krouet ar pennad-mañ gant Gwenael ha bet labouret warnañ da c'houde gant Implijer:Pokorny - dibaber ebet en o zouez me gav din! ha ma vefe dibabet ur stumm ganit e teufes ivez d'az trop da vezañ un "dibaber"?
--Neal 19 Kzu 2006 da 17:44 (UTC)
- Savet e vez anvioù ar yezhoù diwar an anvioù tud pe an adanvioù a zo enne al lostger -an pa vez unan :
- alaman -> alamaneg, ha neket Alamagn -> *alamagneg
- asturian -> asturianeg, ha neket Asturiez -> *asturi(ez)eg
- galian -> galianeg, ha neket Galia -> *gali(a)eg
- german -> germaneg, ha neket Germania -> *germani(a)eg
- gresian -> gresianeg, ha neket Gres -> *greseg
- kastilhan -> kastilhaneg, ha neket Kastilha -> *kastilh(a)eg
- katalan -> katalaneg, ha neket Katalonia -> *kataloni(a)eg
- italian -> italianeg, ha neket Italia -> *itali(a)eg
- okitan -> okitaneg, ha neket Okitania -> *okitani(a)eg
- rusian -> rusianeg, ha neket Rusia -> *rusi(a)eg
- ...
- Ne vern ar stummoù a gaver e Gwikipedia, rak un holloueziadur ne c'hell ket bezañ ur vammenn evitañ e-unan. Arveret eo ar ger asturianeg e Termofis, er gazetenn Ya !, pennadoù Spagn : Arabat komz asturianeg ouzh ar chas ! hag Ur barzhoneg en asturianeg a ro gwall skouer en Asturias, hag e-barzh ar blog-mañ. A-walc'h eo evit ober an dibab da 'm soñj. Baleer (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 14:26 (UTC)
- Savet e vez anvioù ar yezhoù diwar an anvioù tud pe an adanvioù a zo enne al lostger -an pa vez unan :
- Savet e oa ar pennad orin gant Gwenael, hag a oar astureg kenkoulz vel brezhoneg.
- Implijet e vez arabeg e-lec'h arabianeg, ha ruseg kenkoulz 'vel rusianeg : pa vez daou anv e c'haller implij ne vern pehini eus an daou, hep goulenn aotre ofiser ebet.
- Ar wikipedia n'eo ket savet gant parrezianiz Plouneblec'h na re Termofis, na tud aozadur ebet, met gant hiniennoù, dezho soñjoù disheñvel, hag o deus da zivizout kenetrezo evit en em glevout.
- An dibenn -an, er skouerioù roet ganit, a zeu eus al latin, met n'on ket sur eo memes tra er ger Alaman (n'eus ket eus ur ger "alam").
- Un toullad anvioù yezhoù zo diazezet war anvioù pobloù, anezho gerioù nannlatin a-wechoù, pe n'echuont ket gant an: slaveg, arabeg, brezhoneg, euskareg (pe basneg), edaleg, berbereg; tud zo a ra gant valañseg, a zo berroc'h ha skañvoc'h eget valansianeg; Paol ar Meur a implij norgeeg e-lec'h norvejianeg, ha n'eo ket e-unan.
- Gwelet em eus bet implij elzasianeg e-barzh Bremañ, ha kavet em eus e oa kalz gwelloc'h ober gant elzaseg.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 17:33 (UTC)
- Da gentañ-holl ne 'm eus gloulennet ali digant ofiser ebet, na gant aozadur all ebet, na gant den ebet. Ne 'm eus roet mammennoù nemet evit lakaat war-wel e oa testeniekaet ar ger asturianeg, ha da 'm soñj e komprenoc'h ned eo ket an hevelep tra.
- Ne c'houlennan ket gant piv eo bet savet ar pennad-mañ-pennad, ha n'in ket da glask piv eo an implijerien o deus graet gant asturianeg araogon amañ kennebeut, rak evel ma 'm eus lavaret uheloc'h, Wikipedia n'eo ket ur vammenn, petore den bennak en defe skrivet ar pennadoù.
- Gwir eo em eus lakaet gerioù re e-barzh ar roll kent, evel Alaman ha German, met ar pezh a lavaren a chom gwir atav : graet e vez gant -aneg pa vez eus al lostger -an. Ha keñveriañ a c'haller gant : brezhon -> brezhoneg, ha neket *breizheg ; *spagnol -> spagnoleg, ha neket *spagneg.
- En degouezhioù all e vez staget -eg ouzh ar bennrann. A-wezhioù e klot ar bennrann gant anv an dud, evel evit arab ha ne gaver ket al lostger -an ennañ :
- Arab (-ed) -> arabeg
- Gall (Gallaoued) -> galleg
- Galloù (Gallaoued) -> gallaoueg
- Roman (-ed) -> romaneg (Roumania)
- Slovak (-ed) -> slovakeg (Slovakia)
- Sloven (-ed) -> sloveneg (Skovenia)
- Turk (-ed) -> turkeg (Turkia)
- Rus (-ed) -> ruseg (Rusi)
- Kavout a raer ruseg e-kichen rusianeg en askont ma kaver Rus (-ed) e-kichen Rusian (-ed), a soñj din (ha Rusi e-kichen Rusia, an holl c'herioù-se a gaver e-barzh geriadur glas Favereau). Evel-just e ranker degemer holl ar gerioù-se. Evit a sell ouzh ar gerioù a re am boa roet, evel Alaman ha German, ez int da lakaat ouzhpenn er roll nevez-mañ.
- A-wezhioù e klot ar bennrann gant anv ar vro, evel evit ar ger alzaseg (stumm nemetañ e geriadur Ménard).
- Elzas (-ad, -iz) -> elzaseg
- Gwened (-our, -ourien) -> gwenedeg
- Iwerzhon (-ad, -iz) -> iwerzhoneg
- Japan (-ad, -iz) -> japaneg
- Kerne(v) (-ad, -iz) -> kerneveg
- Leon (-ad, -iz) -> leoneg
- Portugal (-ad, -iz) -> portugaleg
- Preden -> predeneg
- Sina (-ad, -iz) -> sinaeg
- Ar ger norgeeg (diwar Norge) a c'hallfed lakaat er roll-mañ ivez, rak savet eo ar ger evel ar re all. Souezhus eo, neoazh, lakaat anv ar vro er yezh orin d'ober pennrann ar yezh ma ne zegemerer ket an anv-se evit ar vro ivez...
- A-wezhioù c'hoazh ne glot ar bennrann na gant anv an dud na gant anv ar vro : polon- (-ad, -iz) -> poloneg (Polonia). Evel-se eo evit galizeg ivez : galiz- (-ad, -iz) -> galizeg (Galiza).
- Da 'm soñj e c'haller gwelet elzasianeg ha valansianeg evel fazioù, nemet e vefe degemeret *Elzasian (-ed) ha *Valansian (-ed) ivez. Hag evit ar ger *arabianeg, ne 'm eus ket gwelet anezhañ biskoazh, met din-me ez eo ken douetus evel elzasianeg ha valansianeg.
- Reolennoù sklaer a-walc'h a hañval bezañ aze, pa laosker a-gostez un dornad nemedennoù : gregach, hebraeg (tud : Hebre), kembraeg (bro : Kembre), saozneg...
- Evit asturianeg e welan ur ger testeniekaet ha poellek. Evidon-me ez eo a-walc'h da lakaat anezhañ da c'her diazez. Ha ne soñj ket din e talvez ar boan da ober gant re all, keit ha ma ne vint ket testeniekaet mat, rak n'emaomp ket amañ evit sevel gerioù nevez diezhomm. Bremañ, ma fell da Wenael pe da dud all reiñ o ali amañ, n'o deus ken nemet ober. Laouen e vefen o selaou ar pezh o deus da lavaret, met n'emaomp ket o vont da gomz en o lec'h, neketa ? Baleer (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 23:48 (UTC)
En niverenn 538 eus Ya!, er bajenn "Gant al lennerien", e c'haller lenn ur pennad dedennus-kenañ kaset gant Olier ar Mogn da rebech (gant gwir abeg) da genskriverien ar sizhunieg o dianaoudegezh e-keñver anv ar broioù koulz ha hini an annezidi anezho. Da vezañ lennet evit kompren an doare dereat da c'hoari gant ar seurt gerioù.--90.32.53.247 4 Ebr 2017 da 09:46 (UTC)
- Petra a fell deoc'h lavaret ? Ne 'm eus krouet ger ebet. An holl c'herioù am eus meneget am eus kavet « er geriadurioù » hag « e lec'hienn Ofis publik ar brezhoneg » evel ma ali Olier ar Mogn d'ober. Ha komz a ra-eñ eus an « anvioù lec'h » hag eus an « anvioù annezidi » ha neket eus an anvioù yezh, met graet em eus eveltañ : lakaet em eus war wel ur reolenn o reiñ skwerioù. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 11:00 (UTC)
- Ret e vije kompren mat ar pennad : n'eo ket souezhus e c'houlennfe ul lenner paouez da skrivañ n'eus forzh petra a-hed hag a-dreuz, evel ma c'hoarvez e kazetennoù zo. N'eo ket evit se e vije ret lonkañ ur c'hatekiz, pa n'eus anv nemet eus klask c'hoari gant furnezh. Ur gudenn all a sav pa fell da lod kompren n'eus furnezh nemet ganto o-unan. 193.49.222.23 4 Ebr 2017 da 13:14 (UTC)
- N'eus ster kuzh ebet : diskred a zo da gaout war ar pezh a gaver e kazetennoù 'zo (evel bet adlavaret uhelikoc'h), Ya! en o zouez. N'em eus ket roet da grediñ ho poa krouet ar ger-mañ-ger ; diskouezet ho peus pelec'h e oa bet kavet an hini "asturianeg" ganeoc'h ha ne gavan abeg ebet e se. Da c'hortoz pelec'h emañ testeniekaet "astureg" bremañ.--2.12.123.224 4 Ebr 2017 da 14:36 (UTC)
- An anvioù yezh am eus lakaet a gaver holl er geriadurioù, nemet asturianeg, kavet e Termofis ha bet implijet gant Fabien Lécuyer er gazetenn Ya ! e 2015 hag e 2016. Ar ger astureg a gaver en ur meneg « troet diwar an astureg » bet skrivet ugent vloaz zo n'ouzer ket resis gant piv : gant Gwenael Emelyanoff, pe kentoc'h gant an embanner, douetus (kazetenn Al Liamm, 1997, niv. 304). Ha moarvat emañ ar wirionez ganeoc'h : un tamm berr eo evit lavaret ez eo testeniekaet mat. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 22:54 (UTC)
- O koll hoc'h amzer emaoc'h, siwazh deoc'h : ne vo degaset prouenn ebet gant krouer ar ger astureg 'm eus aon. Marteze e c'hallo ar merour Fulup reiñ e ali war ar c'hraf-mañ ?--2.2.32.224 5 Ebr 2017 da 11:59 (UTC)
- An anvioù yezh am eus lakaet a gaver holl er geriadurioù, nemet asturianeg, kavet e Termofis ha bet implijet gant Fabien Lécuyer er gazetenn Ya ! e 2015 hag e 2016. Ar ger astureg a gaver en ur meneg « troet diwar an astureg » bet skrivet ugent vloaz zo n'ouzer ket resis gant piv : gant Gwenael Emelyanoff, pe kentoc'h gant an embanner, douetus (kazetenn Al Liamm, 1997, niv. 304). Ha moarvat emañ ar wirionez ganeoc'h : un tamm berr eo evit lavaret ez eo testeniekaet mat. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 22:54 (UTC)
- N'eus ster kuzh ebet : diskred a zo da gaout war ar pezh a gaver e kazetennoù 'zo (evel bet adlavaret uhelikoc'h), Ya! en o zouez. N'em eus ket roet da grediñ ho poa krouet ar ger-mañ-ger ; diskouezet ho peus pelec'h e oa bet kavet an hini "asturianeg" ganeoc'h ha ne gavan abeg ebet e se. Da c'hortoz pelec'h emañ testeniekaet "astureg" bremañ.--2.12.123.224 4 Ebr 2017 da 14:36 (UTC)
- Ret e vije kompren mat ar pennad : n'eo ket souezhus e c'houlennfe ul lenner paouez da skrivañ n'eus forzh petra a-hed hag a-dreuz, evel ma c'hoarvez e kazetennoù zo. N'eo ket evit se e vije ret lonkañ ur c'hatekiz, pa n'eus anv nemet eus klask c'hoari gant furnezh. Ur gudenn all a sav pa fell da lod kompren n'eus furnezh nemet ganto o-unan. 193.49.222.23 4 Ebr 2017 da 13:14 (UTC)
- Ali ur merour (war un dro rener an ofis) n'en defe ket muioc'h a bouez eget hini unan all.
- Da gentañ ne blije ket ar ger da lod peogwir ne oa ket bet implijet, bremañ p'eo bet implijet n'eo ket mat peogwir eo kozh, goude peogwir n'eo ket bet dibabet gant ar geriadurourien ("a case of censorship"), ha bremañ peogwir e vije bet "krouet": an holl c'herioù a vez krouet un deiz. Un aotre ispisial digant ar pab a ranker kaout evit bout krouer? Dre chañs n'eo ket evel-se e labour ar gwir grouerien, barzhed ha skrivagnerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 13:23 (UTC)
- "ar geriadurourien" (sic), un "dibab" ivez a-berzh Bianchi-Bihan ?--2.2.190.67 5 Ebr 2017 da 13:39 (UTC)
Ur fazi dibardon, a c'hoarvez din evel da re all, betek d'ar re a glask chom kuzh.Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 18:09 (UTC)
- Kozh eo moarvat, ha n'ouzer ket re vat piv eo an aozer ivez. Gouzout a rit ervat n'eo ket trawalc'h d'un dra bezañ bet embannet ur wezh evit ma vefe ret d'al lennerien degemer anezhañ. N'eus nemet sellet ouzh an niver a fazioù a zo bet embannet betek-henn. Evit gouzout hag-eñ ez eo ar pezh a lenner ur fazi pe get, e ve dav studiañ un tamm. Ha ne zeskan netra deoc'h aze. Klasket em eus an daou dra abaoe ar penn-kentañ : c'hoant em boa da c'houzout ha testeniekaet-mat eo ar ger ha gouzout ha poellek eo. Evel-just ne servij ket kalz klask gouzout ha poellek eo ur ger ha n'eus ket dioutañ ma ne fell ket d'an den sevel gerioù nevez. Baleer (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 14:53 (UTC)
- N'eo ket ret da lenner ebet degemer tra ebet. Met posubl eo kompren e vez dibabet gant tud all gerioù hag a vez savet gant un tamm skiant vat a-wechoù, hep ober ur groaziadeg evit ur banniel pe ul lostger muioc'h karet. Ar ger astureg zo mat, komprenus, mat pell zo. Ar peurrest zo spazherezh-laou, ha spazherien-laou a vicher a vez a-wechoù dre amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 18:09 (UTC)
- Ne zifennan lostger ebet. Da skarzhañ e vez al lostgerioù pa vezont implijet a-dreuz, evel er gerioù elzasianeg ha valansianeg ho peus meneget. Moarvat e soñj da lod e vez troet al lostger gallek -ien a gaver en anvioù yezh zo gant -ianeg, pa n'anavezont ket a-walc'h a anvioù yezh e brezhoneg ha pa n'ouzont ket mat penaos e vezont savet. Ne welan si ebet, neoazh, el lostgerioù brezhonek pa vezont implijet mat, ha pa vefe an hevelep re, ha ne welan abeg ebet er ger asturianeg. Lavaret ez eo «mat» pe «fall» ur ger n'eo nemet ur savboent, met drol e c'haller kavout un anv yezh savet diwar anv ur bobl na gomze nag ar yezh-se, nag ur yezh vamm anezhi alkent. Ha pa zivi an arguzennoù e ve gwell chom a sav a-raok ma tispakfe kunujennoù. Plijout a ra deoc'h klask poell, met betek ur serten poent hepken, war a gomprenan. Ho tigarez, me ho ped, ma 'm eus soñjet re bell evidoc'h. Gouzout a-walc'h a rit ne 'm eus ket lavaret e oa dav skarzhañ astureg hag am eus adlakaet er pennad kerkent ha ma oa bet roet ur brouenn eus e implij (dre fazi em boa lakaet un i re). Kavout a rae din e tegouezhe gwelloc'h da c'her diazez ar ger asturianeg, hag a zo ivez an hini bet dibabet e Termofis, ha netra ken. Ho tigarez, ur wezh ouzhpenn, evit bezañ lakaet ar gaoz war an Ofis, ma tisplij deoc'h ar yezhoniourien hag an droourien a-vicher hag a c'hall studiañ an traoù re bizh a-wezhioù. Evidon-me ez eo gwell e ve gouizieien o priziañ ar gerioù nevez eget ma ve sanket er yezh gerioù savet ne vern pe vod. Ar re-se a c'hall en em vankout ivez evel-just, met komz a c'haller gante bepred ha lavaret dezhe pa vez un dra bennak a-dreuz. Setu m'eo bet graet tro ar c'hraf-mañ, da 'm soñj. Ne gomzin ket eus an dibab-se ken neuze, rak ar santimant displijus am eus bet e vez kemeret an divizoù ganeoc'h-c'hwi hoc'h-unan amañ. Marteze e vankfe merourien war Wikipedia hag a vefe deuet da vezañ seurt janglenn… Baleer (kaozeal) 6 Ebr 2017 da 00:34 (UTC)
Janglenn
kemmañLavaret ez eo «mat» pe «fall» ur ger n'eo nemet ur savboent,
- A-du a-grenn. Rak meur a savboent a zo.
- Ar brouenn 'teus roet amañ : Kavout a rae din e tegouezhe gwelloc'h da c'her diazez ar ger asturianeg'... Ur savboent eo, e-touez re all.
- ... ma tisplij deoc'h ar yezhoniourien hag an droourien a-vicher hag a c'hall studiañ an traoù re bizh a-wezhioù. Se zo ur varnadenn bersonel. N'anavezan ket ar "yezhoniourien", "an droourien a vicher" a venegez pa ne roez anv ebet : ma oarez hiroc'h, e c'hallez bezañ sklaeroc'h. Brav eo laret "gouizieien", met ma n'eus anv ebet, na labour "gouiziek" ebet da ginnig, n'haller bezañ nag a-enep nag a-du.
- Er wikipedia, ar verourien a rank bezañ neptu.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 13:19 (UTC)
- Evel-just e roan ur savboent pa lavaran «kavout a ran». Edon oc'h embann ma soñj hag o lavaret ne c'houlennin ket votadeg ebet, rak a-walc'h eo ar gaozeadenn-mañ evidon. Gouzout a ran e rank ar verourien chom neptu. Ne 'm eus ket lavaret em boa c'hoant e vefe divizet titl ar bajenn gante. Bet em eus ar respontoù am boa c'hoant da gaout : testeniekaet eo ar ger asturieg, implijet eo bet gant Gwenael Emelyanoff, ha diwar Astur e hañval bezañ savet. Ne 'm eus netra da c'hortoz ken amañ. Marteze em eus treuzkomprenet hoc'h istorioù laou ha tud a-vicher, met ne vern p'emaomp o treiñ diwar ar gaoz hag a vefe poent echuiñ bremañ. Baleer (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 22:08 (UTC)
Diwar petra?
kemmañIwerzhon (bro) → iwerzhoneg, met gall (anv-gwan) → galleg evel skos (a-g) → skoseg n'int ket anvioù pobloù.
[…] --90.32.167.212 3 Ebr 2017 da 17:39 (UTC)
- E-barzh Geriadur brezoneg An Here (2001) e kaver […] Skos (Skosed) e-kichen Skosad (Skosiz) [p. 1436]. E-barzh geriadur glas Favereau ha geriadur Ménard, pennger français, e kaver ar furm unan Gall e-kichen ar furm lies Gallaoued (hag ar skouer ur C'hallez oa-hi a zo roet gant Favereau). Peurvuiañ e talvez furm unan an anvioù tud da anv-gwan ivez. Evit a sell ouzh an anvioù yezh e lavarfen : iwerzhon[ad] -> iwerzhoneg, gall -> galleg, skos pe skos[ad] -> skoseg, diwar pennrann an anvioù tud atav. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 02:29 (UTC)
- Hag astureg eta, diwar ar bobl astur, evel brezhon /brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 04:37 (UTC)
Amañ ( https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AAstureg&type=revision&diff=1744716&oldid=329800 ) e lennan : diwar anvioù-gwan e vez savet an anvioù yezhoù, s. o. Termofis. Uheloc'hik e lennan ar c'hontrol meur a wech. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 05:27 (UTC)
- Sed aze ar pezh a soñjen pa 'm boa graet ar cheñchamant-se. Aet on pelloc'h gant ma studiadenn, evel m'ho peus gwelet uheloc'hik, koulz ha war ho pajenn kaozeal. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 08:53 (UTC)
- Kentel : savet e vez an anvioù yezhoù e meur a zoare, ha n'eus ket da gondaoniñ hini anezho diwar ar gador-sarmon, evel ma karfe ober beleien-veur zo. 193.49.222.23 4 Ebr 2017 da 13:07 (UTC)
- Eus peseurt doareoù emaoc'h o komz ? Ha savet gant piv ? Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 18:01 (UTC) G.S. Evit bezañ sklaer : lakaet em boa « s. o. Termofis » peogwir ez eo ar ger asturianeg a gaver e Termofis, ne felle ket din lavaret ez eus bet displeget gante penaos e vez savet an anvioù yezh. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 18:35 (UTC)
Gwelet a ran anvioù yezh savet diwar pennrann an anvioù tud dre vras : arab -> arabed, brezhon -> brezhoneg, gall -> galleg, gresian -> gresianeg, iwerzhon[ad] -> iwerzhoneg, galiz[ad] -> galizeg, kastillhan -> kastilhaneg, leon[ad] -> leoneg, spagnol -> spagnoleg, turk -> turkeg, hag all hag all. A-wezhioù e klot ar bennrann-se gant anv ar vro, evel iwerzhon- ha leon-, met ne dalvez ket ez eo savet anv ar yezh diwarnañ evit kelo. Da grediñ ez eus n'eo ket e gwirionez :
- pa vez disheñvel pennrann anv ar bobl diouzh hini ar vro ez eo war hini ar bobl ez eo savet anv ar yezh : euskar[ad] -> euskareg (Euskadi), Roman (-ed) -> romaneg (Roumania) ;
- pa vez ur [j], glebiadur ar bennrann, e hañval bezañ degaset gant al lostger -ad avat, da sk. berber -> berbereg, hogen : tregeri[ad] -> tregerieg (ha neket Treger -> *tregereg).
Dibaot eo an nemedennoù 'm eus aon. Baleer (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 11:09 (UTC)
- N'eus reolenn ebet, n'eus nemet boazioù, ha boazioù kozh.
- Ar glebiadur n'eus reolenn bet anezhañ. Dre vras e c'hoarvez alies da "r" bezañ "glebiet" : met alies n'eo ket bep taol, ha laret e vez revrioù ha revrad. Ma vefe ur reolenn e ve ret ober gant euskarieg, evel tregerieg. Met tregerieg n'eo nemet ur boaz, ha tregereg ne vefe ket "falloc"h : divoasoc'h, netra ken. Kleñved ar reoliañ zo ur vosenn, gwriziennet don e skolioù gall ar reolierien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 12:52 (UTC)
- Kavout a raer : euskar[ad] -> euskareg. N'eus nemedenn ebet aze. Komz a ran eus ar mod ma vez savet an anvioù yezh ha neket eus reolenn ar glebiadur a-raok al lostger -ad. Sur a-walc'h n'eus nemet boazioù evit ar glebiadur-se evel ma lavarit. Tremenet eo an amzer ma kreded ne oa reolenn ebet er yezhoù ha ma soñjed ne oa nemet boazioù dre vras. Evit gouzout hag-eñ ez eus ur reolenn n'eus nemet dastum skouerioù, ha keñveriañ. Arabat kemmeskañ kevadegezh ha treadegezh. Dav eo gouzout eus petra e tever ar ger. Da skouer, e kaver deveret peogwir e tever eus deverañ hag a ro ar bennrann dever, hogen oberiet peogwir e tever eus oberiañ hag a ro ar bennrann oberi. Lavaret n'eus nemet boazioù a vefe tremen e-kichen ar reolenn. Ha n'eus ket anv eus reoliañ aze… Baleer (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 14:34 (UTC)
- Ar reolennoù zo savet gant tud, ha lod zo prest da ijinañ reolennoù e-lec'h ma n'eus ket. N'eus reolenn ebet e levr ebet db ar glebiadur, din da c'houzout, ha revrek ha revriek, zo er geriadurioù, peogwir e larer an daou, goude ma ne vez ket gant ar memes tud marteze. Den ebet n'en deus kavet reolenn ebet ivez el liester brezhonekkomzoù ha kaozioù, keloù ha kentelioù. Er studi emañ ar furnezh, ha n'eo ket er reoliañ. Met n'eus ken 'met reiñ un tamm galloud d'un teknokrat bennak hag e vo savet reolennoù e-leizh, kontrol d'ar gomzerien zoken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 19:01 (UTC)
- Ar ger Galizad zo deuet diwar Galiza, un dibab all a oa : Galisia. Me ne vefen ket nec'het ma vefe graet gant an daou, ha galizeg ha galisieg keit ha ma karer. Ha galisianeg marteze ouzhpenn hervez da gamaraded eus Ya. Met dre abegoù relijiel n'eo ket eno ez in da glask ar Wirionez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 19:06 (UTC)
- Ur ger a zo ur ger, hag ur bennrann a zo ur bennrann. Sellit mat ouzh ar skouer am eus roet, ha diskouezit din penaos n'eus reolenn ebet aze. Baleer (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 20:41 (UTC)
- N'eo ket an holl lostgerioù a c'hall degas ur glebiadur : da 'm soñj ne c'hoarvez ket glebiadur ebet gant -ez da skouer, met n'eo ket eus an dra-se e felle din komz. Komz a raen-me eus ha pennrannoù nad eont ket d'ober gerioù o-unan. En degouezh-se ne 'm eus ket kavet na glebiadur na dic'hlebiadur gwezh ebet, met m'ho peus-c'hwi skouerioù, roit anezhe din… Eus tregeriad e teu ar bennrann (diglok) tregeri- hag anezhañ e teu tregerieg. Eus euskarad e teu ar bennrann (diglok) euskar- hag anezhañ e teu euskareg, dres evel a c'hoarvez e displegadur ar verboù. Er skouerioù a roit-hu e tever ar gerioù eus pennrannoù a zo gerioù ivez : revr, komz, kaoz, kentel, ha neket eus ur bennrann deuet eus ur ger lostgeriet. Baleer (kaozeal) 6 Ebr 2017 da 10:42 (UTC)
- Iskisat doare da soñjal: Eus tregeriad e teu ar bennrann (diglok) tregeri- hag anezhañ e teu tregerieg'. Ha neuze ... eus revriek e teu revri- hag a ro revrioù'?
- Peurvuiañ e kemerer ar gerioù Treger ha revr (ha re all loer, foer, douar, c'hoar ha me oar), ha goude e seller penaos e vez glebiet lod atav (Tregeriad), lod a-wechoù (revrioù/revrad), ha lod all (loeroù, douaroù) ne vezont ket . Ha ne groger ket da sevel ur reolenn a-raok sellout. 193.49.222.18 6 Ebr 2017 da 10:56 (UTC)
- Ya, iskisat martezeadenn : revr -> revrioù ; revr -> revriek, ha mat pell zo. Perak e teufe liester revr, da lavaret eo revrioù, eus an anv-gwan revriek ? Evit an anvioù yezh ne welan nemet un displegadenn : galizad -> galiz- -> galizeg ; polonad -> polon- -> poloneg. Keñveriañ gant : deverañ -> dever- -> deveret ; oberiañ -> oberi- -> oberiet. Hoc'h aliañ a ran da adlenn aketusoc'h ar pezh am eus skrivet a-zivout ar glebiadur. Baleer (kaozeal) 6 Ebr 2017 da 23:11 (UTC)
revr -> revrioù ; revr -> revriek, ha mat pell zo. Fentus. Revrek a vez laret en droienn daoubennek-daourevrek. Ar reolenn nemeti eo homañ : a-wechoù e vez glebiet hag a-wechoù ne vez ket. Un adreolenn zo neuze : a-wechoù e vez glebiet [r], hag a-wechoù ne vez ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 08:25 (UTC)
- An div furm a zo bet meneget ganeoc'h, neuze : revr -> revrek, pe revr -> revriek, evel a garoc'h. Sellit mat ouzh displegadur ar verboù ha lavarit din hag-eñ ne vez ket adkavet ar glebiadur er furmoù displeget pa vez ur glebiadur en anv-verb, ha lavarit din hag-eñ e vez ur glebiadur er furmoù displeget pa ne vez glebiadur ebet en anv-verb ivez. Ne vefe reolenn ebet ? Roit anvioù yezh a gaver enne ur glebiadur ha ne gaver ket en anv ar bobl hag anvioù yezh ha ne gaver ket enne ar glebiadur a gaver en anv ar bobl ivez. Emaon o c'hortoz ho skouerioù. Pe respontit a-gostez ma faot deoc'h, met n'aimp ket gwall bell evel-se. Baleer (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 12:27 (UTC)
- Mat eo, lakit reolennoù e-lec'h 'peus c'hoant, met na c'hortozit ket kement brezhoneger zo da heulier ho reolennoù personel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 13:02 (UTC)
- Sellit mat ouzh displegadurioù ar verboù er geriadurioù hag er yezhadurioù a-raok lavaret n'eus reolenn ebet ivez. Nemet ma kavit gwelloc'h na sellet nemet ouzh an degouezhioù ma n'eus reolenn ebet. Baleer (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 13:31 (UTC)
Ma'z int merket n'eus ket anv anezho : ne roez dave ebet. N'eo ket a-walc'h lavarout emaint "er geriadurioù hag er yezhadurioù". E geriadurioù zo e kaver Latvia ha latveg, lavaroù ha lavarioù, lizheroù (hep lizherioù), paneroù ha panerioù ... e yezhadurioù zo e lenner sturin ha sturiin... temptus eo sevel reolennoù, met furnez e vefe chom hep kouezhañ en temptadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2017 da 13:50 (UTC)
- Er geriadur bet embannet gant Al Liamm e 2014, lakaomp. N'emañ ket an distagadur er geriadur-se, siwazh. Diaes eo gouzout hag un [i] eo pe ur [j] hervezo neuze (un [i] eo a gaver e Rusian e Geriadur brezhoneg An Here, 2001). Un nemedenn eo bepred. E Termofis e kaver latviad ha latvieg, dalc'het ar poell gante aze c'hoazh.
- Mat e vefe delc'her soñj ez eus kaoz eus ur ger nevez amañ : leton (ha neket letviad) eo ar ger kozh
(roet gant Gregor Rostren, ma 'm eus soñj mat eus ar pezh a gaver e Geriadur istorel ar brezhoneg), ha kavout a raer letonc'hoazh,ha letoneg, pe yezh leton, e Favereau. Ar gerioù nevez evel letviad ha letveg, pe letvieg, a vez savet gant tud gouiziek pe gouiziekoc'h. Ha lennet em eus ho mantra meur a wezh dija, met skrivit anezhañ en-dro ma ra plijadur deoc'h, pe ma soñjit e vo kendrec'husoc'h evel-se. - Evit sturin ha sturiin n'eo nemet un afer a (reizh)skrivadur kentoc'h, emichañs, ha neket a fonologiezh, rak ne vez ket skrivet ar glebiadur dirak al lizherenn i atav. Sellit ivez ouzh ar glebiadur ha ne vez ket skrivet e trede gour unan amzer-vremañ an doare-disklêriañ hag en eil gour unan an doare-divizout er skrivadur peurunvan, hogen : sturi ha na ruzi ket (p. 233), na fizi ket ennañ (p. 266), ne fizi ket ha me a fizi (p. 270) er skrivadur skolveuriek e yezhadur Trépos (2009).
- Sellit ivez ouzh ar verboù e -liañ hag e -niañ : treiñ a ra dibenn o fennrann (-li ha -ni) e -ilh hag e -gn en degouezhioù-se ha dirak ur gensonenn, evit ma vefe aesoc'h d'al lenner lakaat kemm etre [j] ha [i], ha dirak un i, kuit da lakaat daou i stok-ouzh-stok. Baleer (kaozeal) 8 Ebr 2017 da 08:20 (UTC)
- Trugarez eus ar gentel rak ne ouien ket displegañ ar verboù. 2.2.247.206 8 Ebr 2017 da 08:40 (UTC)
- N'edon e soñj degas studi ha furnez nemet da vBianchi-Bihan. Hag evit echuiñ, n'eo ket er verboù hepken ne vez ket skrivet glebiadur ar bennrann dirak an i : e-kichen ar skouer treuziñ ha ne vez ket skrivet treuziiñ e ro Kervella § 198 ar skouer neizhi (liester neizh) ha ne vez ket skrivet neizhii. Baleer (kaozeal) 8 Ebr 2017 da 20:46 (UTC)
- Trugarez eus ar gentel rak ne ouien ket displegañ ar verboù. 2.2.247.206 8 Ebr 2017 da 08:40 (UTC)
- Perak e vije? Skrivet e vez bleiz> bleizi, neizh> neizhi, ha neizhioù, deiz>deizioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Ebr 2017 da 12:48 (UTC)
- Ha perak ne c'hellfe ket al lostger -i a verk al liester glebiañ ar bennrann ? Reolennoù all ho peus kavet bremañ ? Ma komzit eus ar mod ma vez skrivet hepken, kenkoulz e vefe neizhii evel ar furm sturiin bet meneget ganeoc'h ma vez glebiet an div bennrann. Evit ar verboù e lenner er mellad am eus meneget eus yezhadur Kervella ez eo «an i kensonenn-se», da lavaret eo ar glebiadur, «un darn eus pennrann ar verb». Setu an dave ho poa goulennet ma kavoc'h ar reolenn hag a zo koshoc'h evidon. Baleer (kaozeal) 9 Ebr 2017 da 22:42 (UTC)
Astureg
kemmañSavet eo ar ger astureg diwar Astur (ls. Astured) war a seblant. Hogen kelted e oa an Astured hervez ar pezh a zo displeget war ar bajenn Astur, met ur yezh romanek eo an asturianeg. Reishoc'h e vefe ar ger astureg evit komz eus yezh an Astured da 'm soñj. Kavout a ran gwelloc'h an anv pajenn asturianeg atav, rak ne welan si ebet er ger-se. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 09:46 (UTC)
- N'eo ket sur e oant Kelted hepken. Ur wech c'hoazh ne gredfen ket implij ar gerioù reizhañ ha reizhadenn evel pa vije ur reizhkredenn hag ur fals hini.193.49.222.23 4 Ebr 2017 da 13:14 (UTC)
- Kelted hag Ibered, kentoc'h. An ibereg n'en deus netra da welet gant ar yezhoù romanek ivez. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 17:57 (UTC)
Kavet em eus kataloneg en daou c'heriadur unyezhek embannet gant An Here (1995, 2001). Er skouer-se ne c'hell dont anv ar yezh nemet eus anv ar vro Katalonia, pa gaver Katalan (ls -ed) evit ar bobl en hevelep geriadurioù. An dibennoù -ia hag -iez a hañval bezañ lostgerioù aze. Moarvat e vefe :
- Asturiez -> astur- -> astureg
- Katalonia -> katalon- -> kataloneg
- Latvia -> latv- -> latveg
Sur a-walc'h ez int gerioù nevez : da skouer e kaver katalaneg e 1963, kelaouenn Al Liamm (p. 205), meneget gant Le Gléaut en e c'heriadur (levrenn II, 1984), ha katalaneg ivez e geriadur Favereau ; letoneg eo a gaver e geriadur Favereau ha neket latveg pe latvieg. Hogen, evit ar yezhoù-se e welan muioc'h-mui :
- Asturian (ls -ed) -> asturian- -> asturianeg (Asturiez)
- Katalan (ls -ed) -> katalan- -> katalaneg (Katalonia)
- Latviad (ls -iz) -> latvi- -> latvieg (Latvia)
Erlerc'hiet e vez tamm ha tamm an anvioù yezh savet diwar an anvioù pobl ouzh ar re savet diwar an anvioù bro : ne gaver nemet asturianeg e Termofis ; kavout a raer katalaneg ha kataloneg e Termofis, daoust ma ne gaver nemet katalaneg e Yezhoù – Langues – Languages (Termbret) e 2005, ne gaver nemet katalaneg e 2012 e geriadur Ménard ; kavout a raer lavieg (latveg) e 2005 e Yezhoù – Langues – Languages (Termbret), met ne gaver nemet latvieg e Termofis bremañ. Baleer (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 10:20 (UTC)
- Dedennus. Chom a ra da c'hout piv a ra an dibaboù evit Termofis.
- Pa soñjan: kelt > keltieg, er geriadurioù. Fleuriot a rae gant kelteg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 20:35 (UTC)
- N'ouzon ket resis piv a zo e skipailh Termbret. Ne 'm eus bet tro da genskrivañ nemet gant unan dioute (ha n'eo ket war ar c'hraf-mañ). M'ho peus c'hoant da c'houzout, ar gwellañ tra d'ober a vefe goulenn digante. Da 'm soñj ez eus un doare henvoaziel da sevel an anvioù yezh hag a gavont gwelloc'h mirout. Klevet em eus lavaret e oa bet savet ar ger «keltieg» a-dreuz ivez. Ar gerioù evel hemañ ne blijent ket da Albert Boché; e glevet a reoc'h oc'h ober gant ar ger «keltek» amañ (13:00 ha 13:55). Baleer (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 23:12 (UTC)
Geriadurioù
kemmañAsturian (Asturianed) e Geriadur brezhoneg An Here, pajenn 1435.--2.12.162.207 6 Ebr 2017 da 10:19 (UTC)
Niver komzerien ar mirandeg
kemmañ300 000? Dre fazi eo bet roet ar sifr-mañ, moarvat. Er pennad "mirandeg" e komzer eus 5000. Da vezañ gwiriekaet ha reizhet, neuze.