Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2013

15/04/2013 — 21/04/2013

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Daoust hag ober a reer e brezhoneg gant ar stumm "Kontelezh-Frank", adlakaet e-lec'h "France-Comté" gant an implijer P'tit frappé d'an 18 a viz Ebrel ? --Llydawr (kaozeal) 18 Ebr 2013 da 15:43 (UTC)[respont]

Ma ne reer ket, ha ne gredan ket e rafed, e vo gwell adlakaat an titl orin evit an teir fajenn Franche-Comté, Franche-Comté (rannvro) ha Franche-Comté (proviñs). --Llydawr (kaozeal) 21 Ebr 2013 da 21:09 (UTC)[respont]
Graet vez "Frank-Kontelezh" gant GeoBreizh met n'on ket sur eo gwall vat an anv-se. --Lekemok (kaozeal) 23 Ebr 2013 da 12:32 (UTC)[respont]
Trugarez d'hor c'henlabourer Lekemok. Betek-henn avat ne'm eus ket kavet skouerioù eus ur gwir implij eus "Frank-Kontelezh" e testennoù brezhonek na kennebeut eus anvioù souezhus a gaver er roll meneget gant Lekemok, evel "Limouzen", "Lionez" pe "Aovernia". Gwell e vefe adlakaat an titl Franche-Comté evel ma oa da gentañ. Ur wech dija e oa bet klasket cheñch anezhañ, gant ar memes implijer "P'tit frappé". Da'm soñj n'eus nemet merourien a c'hall ober se en ur virout istor ar pennadoù. --Llydawr (kaozeal) 23 Ebr 2013 da 15:59 (UTC)[respont]
A-du. N'eus ket da lakaat en douaroniezh traoù ijinet evel Frank-Kontelezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2013 da 18:48 (UTC)[respont]
A-du ivez. --Lekemok (kaozeal) 23 Ebr 2013 da 21:26 (UTC)[respont]