Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2011
25/04/2011 — 01/05/2011
Merourien
kemmañEvel ma lavar VIGNERON n'eo ket perzh ar verourien ober an dibaboù, met hentañ an eskemmoù, frammañ an divizoù, hag all, hag all ne lavaran ket.
Evit ar pezh a sell deus bezañs ar verourien eo gwir ne vezomp ket gwelet alies. Ez personel e talc'han da heulhiañ ha d'ober war-dro an traoù mallus pa vez ezhomm pe pa vez goulennet ganin, met alas ma ne c'hellan ket ober muioc'h n'eo ket ur dre dister a youl met un afer amzer. Gwelet 'm eus e oa deuet Ex-Smith d'ober un tammig kempenn ivez er pajennoù da nullañ, ha spi 'm eus kaout amzer en devezhioù o tont evit ober kement.
Gwelet 'm eus e oa deuet implijerien nevez da labourat amañ ha distroet implijerien all, pa gendalc'h ar re staliet mat da labourat, ha c'hoant am boa neuze trugarekaat an holl evit ar pezh a ra pep hini. A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Ebr 2011 da 21:55 (UTC)
- Saludomp distro ar verourien hiziv. Abaoe eizhtez ne oa ket bet gwelet liv unan. Ya, un toulladig pennadoù a vez savet bemdez. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2011 da 22:22 (UTC)
- “eizhtez” ? S.o. : Dibar:Marilh.
- Meur a wikipediaoù bevañ mat hep merourien. N’eo ket a gwall affer ! N’eus ket liamm etre sevel pennadoù ha bezañs merourien.
- P’emaon amzer, mont vont da aozañ ur votadeg evit diskouloumañ an danvez-se.
- A galon, VIGNERON 27 Ebr 2011 da 21:36 (UTC)
Gouzout a walc'h a ran, hag abaoe pell, n'eus liamm ebet etre sevel pennadoù ha merourien. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 03:18 (UTC)
- Labour (ouzhpenn) ar verourien a seblant din bezañ ober war-dro ar pajennoù da ziverkañ, ar vandalerezh, diskoulmañ ar reuz pe ar c'hudennoù... Ha klask a ran derc'hel d'ober al labour-se dre ma n'am eus ket amzer evit sevel pennadoù (evit poent da nebeutañ). A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Ebr 2011 da 21:36 (UTC)
Wikimedia France
kemmañEtre ma daouarn ul levrig embannet gant Wikimedia France. kaoz e-barzh eus wikipedia evel-just. Ger ebet avat eus ar wikipediaoù n'int ket e galleg hag a zo graet e yezhoù eus Bro-C'hall koulskoude: ar re ananavezan : e brezhoneg, euskareg, okitaneg, korseg, normaneg, katalaneg, ... Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 03:29 (UTC)
- Holl labour deomp ni e vefe bountañ warno (pe goulenn ganto) evit ma vefe un tammig plas evidomp en o raktresoù ivez. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Ebr 2011 da 21:30 (UTC)
- Wikimédia France est une association de bénévoles (uniquement pour le moment). Ces bénévoles sont de bonnes volontés mais ne peuvent pas toujours penser à tout. De plus, il n’y a pas de véritables brittophones.
- Si vous voulez améliorez le matériel de communication, vos idées, propositions, traductions, etc. sont les bienvenus (les dépliants actuelles étant bientôt épuisés, une nouvelle série devrait sortir bientôt donc c’est le moment de vous exprimez).
- De quel livret parles-tu exactement ? (le dernier en date ne parle effectivement pas des langues régionales, il ne parle quasiment pas du français non plus d’ailleurs).
- Cdlt, VIGNERON 1 Mae 2011 da 12:54 (UTC)
Goulennet e oa bet meur a vloaz zo eus pelec'h e teue an anv Neizhan roet d'ur blanedenn. Ma oar unan bennak ar respont... Evel ma oa bet diskoachet ar blanedenn e 1846 ne vo ket kavet er geriadurioù koshoc'h. Nevyon e kerneveureg, Neifion e kembraeg, anv an doue latin Neptunus. Dont a ra marteze eus govel Ofis ar brezhoneg. Etre Nevion ha Neptun e oa re ziaes an dibab. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 03:51 (UTC)
- Tud 'zo a oar randoniñ ha chom hep delc'her kont eus ar respontoù a oa bet er mare-hont. [1] Evit ma c'heloù em eus daveennoù gant Berthou & M. Mordiern.--Trec'hlid mitonet 28 Ebr 2011 da 09:43 (UTC)
Ha gant ur vi-koukoug brav amañ [2].--Trec'hlid mitonet 28 Ebr 2011 da 09:48 (UTC)
- Div evezhiadenn :
- kollet e vez danvez holloueziadurel pa ne vez ket lakaet el lec'h mat.
- n'eo ket awalc'h kavout ur ger ijinet gant Mordiern (pe unan all) evit chom da vamiñ dirakañ : lod zo bet taolet e puñs an ankoun, re all a c'hall mont d'o heul. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 11:21 (UTC)
- Eus pelec’h resis n’ouzon ket met e-barzh meur a geriadur zo Neizhan (da neubeutan daou geriadur : Geriadur divyhezek Mouladurioù hor yezh ha Vocabulaire du breton d'aujourd'hui, H. J. Gouélian). Kavet vet ivez e lec’h all (Aux sources de la mythologie celtique, Philippe Jouët, Yoran Embanner, 2007 ha kalz lec’hienn : bretagne.fr, drouizig, blog, blog).
- Goude-se, gallout a rez cheñch an anv, n’eo ket marv mil den. Adkasoù zo great evit traoù ’vel-se. Cdlt, VIGNERON 28 Ebr 2011 da 20:49 (UTC)
- Neptun(us), Neizhan, Nevion, ne ran forzh: pezh a garfen gwelout eo orin an anvioù er pennad holloueziadurel (ha n'eo ket e-kichen), ha pelec'h int bet implijet. Ma ne fell ket d'ar re a oar ober, gant piv e vo graet ? Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 21:43 (UTC)
- Komz eus Neizhan (ijinet en XXvet kantved) da gomz eus orin Nizon n'eo nemet ur farsite. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 21:45 (UTC)
- Perak respont da'z koulennoù? Pa vez graet (evel e 2007) pe amañ, ne zalc'hez ket kont hag e kendalc'hez war da gemend-all gant da rendaeloù didermen.--Trec'hlid mitonet 29 Ebr 2011 da 08:15 (UTC)
- Neptun(us), Neizhan, Nevion, ne ran forzh: pezh a garfen gwelout eo orin an anvioù er pennad holloueziadurel (ha n'eo ket e-kichen), ha pelec'h int bet implijet. Ma ne fell ket d'ar re a oar ober, gant piv e vo graet ? Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 21:43 (UTC)
Ar respont n'em boa ket gwelet e 2007. Skuizhus e vez lavarout e rank pezh a denn d'ur pennad bezañ lakaet er bajenn stag ouzh ar pennad. Ma c'hall bezañ neptuekaat ha lakaet er pennad, gwelloc'h c'hoazh. Brav eo ober anv eus Berthou & M. Mordiern, met n'hon eusket gwelet an davennoù c'hoazh. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2011 da 10:48 (UTC)
- «Ar respont n'em boa ket gwelet e 2007.» Ha kredet e vi? Gwelet e vez da sinadur 4 gwech en diviz.--Trec'hlid mitonet 29 Ebr 2011 da 11:12 (UTC)
- Difennet ankouaat un draig pevar bloaz goude, war-lerc'h nouspet mil pennad, ur 4000 pennad bennak a gredan. Trugarez ivez da vezañ roet ur respont fraezh d'ur goulenn holloueziadurel. Klask a rin derc'hel soñj anezhañ a-benn pevar bloaz ma vez ma fenn ganin c'hoazh. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2011 da 13:10 (UTC)
Demat deoc'h, Emaon o vont da grouiñ ur bajenn: "Beuz (disheñvelout): Beuz a c'hall bezañ:
- anv ur seurt gwez: gwelout Beuz (gwez)
- anv koad ar Beuz (gwez)
- anv ur benveg-seniñ: gwelout Beuz (benveg-seniñ)
- un anv-gwan.
1- Daoust hag ez eo un dra vat skrivañ * un anv-gwan er wikipedia ha lakaat ul liamm a gas d'ar wiktionary marteze? Ha penaos lakaat beuz hag a dalv kement ha "goloet gant dour"?
2- Dindan peseurt titloù lakaat "Sul ar Beuz" ha "beuz-bleiz" ha "beuz-an-diaoul" er pennadig "Beuz (gwez)" ?
3- Ur bajenn "Dour-beuz" a gaver war ar wikipedia. Penaos liammañ ar pennad-se war-du ar pajennoù "beuz" all?
--Teñsor Jambou 28 Ebr 2011 da 08:16 (UTC)
- Beuz (disheñvelout) oa dijà, adanvet ’moa ar bajenn. Gallout a rez gwellaat ar bajenn (liammoù etre raktresoù Wikimedia zo ur soñj mat).
- N’eus ket ur patrom evel fr:Modèle:Voir homonymes e brezhoneg ?
- A galon, VIGNERON 28 Ebr 2011 da 20:57 (UTC)
- Mersi dit. --Teñsor Jambou 30 Ebr 2011 da 12:32 (UTC)
Patromoù ar boestoù
kemmañSalud deoc'h, Pelec'h kavout an holl batromoù boestoù (infobox, taxobox,...) ar wikipedia brezhonek, mar plij? --Teñsor Jambou 30 Ebr 2011 da 12:35 (UTC)
- Amañ 'teus traoù [3].--Trec'hlid mitonet 30 Ebr 2011 da 13:09 (UTC)
- Mersi dit.--Teñsor Jambou 30 Ebr 2011 da 19:21 (UTC)
Ment
kemmañD'am soñj eo difennet lakaat lizherennoù bras d'an titloù. Hag e-barzh Hellfest eo bet skrivet an titloù rannbennadoù gant lizherennoù bras. Bianchi-Bihan 1 Mae 2011 da 06:09 (UTC)
- N’eo ket difennet met n’eo ket brav. Cheñchet ’moa al lizherennerezh/lizherennañ (penoas troet typographie ha orthotypographie e brezhoneg ?. A galon, VIGNERON 1 Mae 2011 da 12:44 (UTC)
- Typographie = lizherennerezh (Ofis ar brezhonneg), lizherennañ (F. Favereau), tipografiez (A. ar Merser) --Teñsor Jambou 5 Mae 2011 da 11:43 (UTC)