Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18, bloaz 2011

02/05/2011 — 08/05/2011

Skrivañ un dra bennak en triwec'hvet sizhun eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Multilingual Challenge

kemmañ
Please help: replace this red text with a translation of the English message below. Thank you!
Announcing the Derby Multilingual Challenge

This is the first multilingual Wikipedia collaboration. All Wikipedians can take part, in any Wikipedia language. The challenge runs from 1 May until 3 September 2011.
Sign up now!
Wikipedia is particularly pleased to see that Derby Museums are encouraging the creation of articles in languages other than English. (Jimmy Wales, 14 January 2011)

Andrew Dalby 2 Mae 2011 da 11:34 (UTC)[respont]

Kemennadenn : Kenstrivadeg Liesyezhek Derby

Ar c'hentañ kenlabour liesyezhek e Wikipedia eo. An holl Wikipediaourien a c'hall kemer perzh. Eus ar 1 a viz Mae betek an 3 a viz Gwengolo 2011 e vo dalc'het.
Laka da anv bremañ !
Plijet-bras eo Wikipedia o welet emañ Mirdioù Derby o harpañ ar skrivañ pennadoù e yezhoù estreget ar saozneg. (Jimmy Wales, 14 a viz Genver 20011)

VIGNERON 3 Mae 2011 da 16:12 (UTC)[respont]

Klasket em eus lakaat ma anv: n'on ket deuet a-benn. Bianchi-Bihan 7 Mae 2011 da 03:27 (UTC)[respont]
Mat eo en taol-mañ. Bianchi-Bihan 7 Mae 2011 da 04:02 (UTC)[respont]

Boestoù

kemmañ

Demat deoc'h,
Tu 'zo da dresañ ur voest "Arzour" (evel hini "Sonerezh (arzour)" pe hini "Srivagner") evit an arzourien all (broderien,...)?--Teñsor Jambou 2 Mae 2011 da 12:48 (UTC)[respont]

Arzour, ne welan ket petra eo, marteze peogwir e vank ur pennad da zisplegañ? Met broder, soner, poder, gitzarour, se a welan mat. Bianchi-Bihan 4 Mae 2011 da 15:48 (UTC)[respont]
Klask a ran ur voest "broder", ur voest "liorzhour" hag ivez ur voest "tud" (?) evit Kate Middleton neuze. --Teñsor Jambou 5 Mae 2011 da 11:34 (UTC)[respont]

Etrewiki

kemmañ

Lakaet e vez al liammoù war-du ar yezhoù all gant ur bot? Ret eo skrivañ anezho e pep pajennad?--Teñsor Jambou 2 Mae 2011 da 17:20 (UTC)[respont]

Klaskit ar pennad en ur yezh all, grit "kemmañ" ha "kopiañ". Kadbzh 2 Mae 2011 da 17:28 (UTC)[respont]
Mersi deoc'h. --Teñsor Jambou 2 Mae 2011 da 21:34 (UTC)[respont]
Ar botoù n'int ket kap da ouzhpenn liammoù nevez. Ar botoù ne gra netra ’met kopiañ ar liammoù a zo dija e wikipediaoù all.
Ma te zo un tamm feneant (eveldon ;) ) an hini aesañ ha effedusañ eo da ouzhpenn al liamm br e-barzh ar pennad en.
A galon, VIGNERON 3 Mae 2011 da 16:19 (UTC)[respont]
Mersi dit.--Teñsor Jambou 3 Mae 2011 da 19:33 (UTC)[respont]

E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù, omp tremenet eus an 68vet plas, ma oamp abaoe deroù ar bloavezh, d'an 69vet renk (sellit ouzh ar renkadur). War-gil ez eomp eta. Pennadoù berr a vez savet, e-leizh. Pennadoù hiroc'h, avat, n'eus ket kalz. Ha pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni. Taolit ur sell ouzh roll ar 1000 pennad a rankfed kaout war an holl wikipediaoù evit krouiñ ur gwir holloueziadur. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. --Llydawr 3 Mae 2011 da 15:02 (UTC)[respont]

N’on ket barrek-tre gant ar yezh.
Setu emaon o vont kentoc'h da gwellaat ar pennadoù a zo dija (da skouer : ouzhpenn skeudennoù, liammoù ha rummadoù).
D’am soñj, n'eo ke ur redadeg etre ar wiki. Brav-tre eo dija ar renk ar wikipedia e brezhoneg.
A galon, VIGNERON 3 Mae 2011 da 16:25 (UTC)[respont]
N'eo ket ur redadeg, sur. Met mont war-gil (50vet renk e miz Ebrel 2006 - 58vet renk e miz Ebrel 2011) a zo un dra drist, memes tra. --Teñsor Jambou 5 Mae 2011 da 08:37 (UTC)[respont]
Ya, trist eo. Met hep labourerien ne vo ket graet kalz a labour. Bianchi-Bihan 5 Mae 2011 da 10:02 (UTC)[respont]

Lamm/Taolenn

kemmañ

Demat deoc'h,

1. Penaos ober ul lamm/tresañ ur seurt taolenn en ur roll? Kemm ebet er roll daoust din bezañ skrivet Patrom:(

Patrom:) pe {{|}} | {{|}}.,

2. Mont a ra an teknik a-dreuz hiziv war ar wikipedia? Ur skrammad iskis a welan. --Teñsor Jambou 5 Mae 2011 da 08:37 (UTC)[respont]

2. Ya, mont a ra an traoù a-dreuz hiziv. Gwashoc'h e c'hall bezañ a-wechoù : devezhioù zo ne c'haller ket skrivañ pennadoù zoken. Met dre chañs ne c'hoarvez ket alies. N'eus nemet gortoz da ober.
1. Ret e vefe dit displegañ gwelloc'h petra a glaskez ober. Pa skriver traoù etre briataennoù ({), ne weler un efed nemet ma'z eus ur Patrom zo bet krouet er Wikipedia (sell ouzh Rummad:Patromoù).
A galon, --Llydawr 5 Mae 2011 da 09:59 (UTC)[respont]
2.Gortoz a raimp neuze.
1. Plijout a rafe din lakaat af filmoù evit Marie-France Pisier evel-se http://fr.wikipedia.org/w/index.php?title=Marie-France_Pisier&action=edit&section=7 en ur seurt taolenn, div rann enni.
--Teñsor Jambou 5 Mae 2011 da 11:39 (UTC)[respont]
Lakaet am eus e plas ar roll filmoù, met un tammig labour a chom d'ober c'hoazh.--Gwendal 8 Mae 2011 da 09:55 (UTC)[respont]
Trugarez dit.--Teñsor Jambou 8 Mae 2011 da 13:30 (UTC)[respont]

Skeudennoù

kemmañ

Demat deoc'h,
Penaos lakaat ur skeudenn bihanoc'h en daxobox Plant (pelec'h skrivañ 100px da skouer)?
Penaos skrivañ niver ha ment ar skeudennoù e pep linennad ar "gallery" (3 skeudenn a 200px e pep linennad da skouer)?

Labour evit ar verourien: a-hervez n'eus ket eus ar strollad. Distrujet er wiki saoznek. Bianchi-Bihan 7 Mae 2011 da 17:37 (UTC)[respont]

Konerioù a lavarez, evel boaz. Bez' ez eus eus La Voz de Atlán, siwazh, anezhañ ur strollad politikel chicano eus an dehoù-pellañ a venn adsevel ar Stad aztek evel ma oa kent México, Texas hag all. Gouennelourion, enep-yuzevion, hag all. Evel an FN, diaes sevel ur pennad diwar o fenn hep ober bruderezh evito. Hag un abeg eo evit na gomz anezho, evel pa ne vije ket anezho ?90.12.221.152 8 Mae 2011 da 20:57 (UTC)[respont]
@90.12.221.152 : Mar plij na grogit ket gant ar c'hunujennoù ! --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2011 da 21:37 (UTC)[respont]

Arabat respont d'ar re galonek a guzh evit letaat. Sed a zo bet distrujet e saozneg: http://en.wikipedia.org/wiki/Nation_of_Aztl%C3%A1n. Un abeg a oa marteze. Ne chom nemet ar pennad brezhonek er wikipedia. Bianchi-Bihan 9 Mae 2011 da 03:52 (UTC)[respont]