Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 24 bloaz 2007

11/06/2007 — 18/06/2007

skrivañ un dra bennak er pevare sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

kemmañ

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Wikipedia:Digejañ (290 liamm)
  2. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (218 liamm)
  3. Rummouriezh (201 liamm)
  4. Chordata (195 liamm)
  5. Anv skiantel (176 liamm)
  6. Rann velestradurel (175 liamm)
  7. Bangladesh (115 liamm)
  8. Oman (110 liamm)
  9. Togo (109 liamm)
  10. Brunei (107 liamm)

Trugarez,   Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 23:47 (UTC)[respont]

Rummadoù

kemmañ

Ar blijadur 'm eus kemenn deoc'h ez eo echuet ganin, din da c'hoût, lakaat an holl rummadoù el liester (ar re a oa da lakaat el liester evel-just). Ma wellit c'hoazh kudenn pe gudenn (liester, reizhskrivañ hag all), lavarit din. Aes tre eo din kemm ar rummadoù gant ma robot. Ma 'z eus nebeutoc'h eget pemp pajenn er rummad avat, grit o unan marplij  ,   Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 11:01 (UTC)[respont]

Taol esae

kemmañ

Ha pennet eo an davarn? N'eo ket. Savet am eus an tael-esae-mañ gant ma c'hont hep gwirioù merañ staget outañ - da lârete eo ur gont implijer boutin. Kudenn ebet. --  Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:36 (UTC)[respont]

Tavarn digor

kemmañ

Kavet ganin skoazell da zigeriñ an nor digant ur c'henlabourer pa ne oa ket tu da gaout digant ur merour. Trugarez dezhañ.

Displeget zo bet dit kant gwech gant ar verourien. Met n'eus forzh penaos e raes van atav eus ar pezh vez lavaret dit gant ar verourien... ...  Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 21:05 (UTC)[respont]
Kompren a ran ar frazenn gentañ. An eil a vije da adstummañ evit bout komprenus. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:14 (UTC)[respont]

Skrid ar pajennoù digejañ

kemmañ

Ne gredan ket e vije komprenus ar yezh da vrezhonegerien ordinal.

  • e galleg: Cette page d’homonymie répertorie les différents sujets et articles partageant un même nom.
  • e brezhoneg: Ur bajenn digejañ eo homañ : ur roll pennadoù kar dre o zitl. Ma'z oc'h deuet d'ar bajenn-mañ dre ul liamm diabarzh e c'hallit cheñch al liamm er pennad-se evit bukañ war-eeun war ar bajenn a oa bet c'hoant tizhout (sic).

Kinnig a ran ober gant ur yezh eeunoc'h, evit al lennerien a ziavaez hag a bep oad, ha n'eo ket evit re an diabarzh hepken. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:01 (UTC)[respont]

E saosneg zo kement-mañ: This disambiguation page lists articles associated with the same human name. If an article link led you here, you may wish to change the link to point directly to the intended article. Kavout a ran sklaer ar pezh zo e brezhoneg.  Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 21:07 (UTC)[respont]

Setu ar pezh a ginnigan: Er bajenn-mañ e vo kavet pennadoù a zo heñvel o anvioù nemet a zo disheñvel o sterioù. Kavout a ran sklaeroc'h. Marteze peogwir eo berroc'h. Ha sklaer d'al lenn kentañ. N'eus nemet amprouiñ an div frazenn war ur lisead da welout un tammig. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:11 (UTC)[respont]

Hiroc'h e vije er fin, peogwir e gav din pouezus derc'hel an eil frazenn : "Ma'z oc'h deuet d'ar bajenn-mañ dre ul liamm diabarzh e c'hallit cheñch al liamm er pennad-se evit bukañ war-eeun war ar bajenn a oa bet c'hoant tizhout".  Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 21:13 (UTC)[respont]
Diezhomm ha digomprenus.
Graet eo ar wikipedia evit an niver brasañ? Lennerien int, ha n'int ket holl kenlabourerien ar wikipedia brezhonek (un 10 pe 20 bennak). Me 'gave din e oa sklaer evel lagad an naer. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:16 (UTC)[respont]

Sotoni

kemmañ
Wikipedia a zo graet gant an holl. Al lennerien a c'hell dont da vezañ kenlabourerien. Ha sotoc'h eget ar saoznegerien e vije ar vrezhonegerien?  Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 21:25 (UTC)[respont]

Un tamm kunujennus ober anv eus "sotoni" amañ a gredan. Ne raen nemet soñjal, ma n'eo ket torfed, e live deskadurezh damvrezhonegerien ha n'o deus ket bet skol vrezhoneg (un toullad zo e Breizh) ha n'int ket kustum da lenn brezhoneg. Ma fell deomp ober ur benveg deskiñ ha kelenn gant wikipedia e vije ret sellout pelloc'h eget ar begel, pegen meur bennak e vije, ha labourat evit ar re a vo kentañ implijerien wikipedia, skolidi an eil derez (n'on ket sur e vo stank an dud er skolioù meur). Met ma'z eo graet wikipedia evit ober plijadur d'ur merour hepken, ne laran mui netra. Gouzout a raen dija piv a vije lammet kerkent a-enep ma c'hinnig. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:50 (UTC)[respont]

Vot evit ur merour nevez

kemmañ

Kemenn a ran d'ar re n'o deus ket votet c'hoazh en deus Kadwalan lakaet e anv evit bezañ merour. Tu zo deoc'h votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez,   Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 23:44 (UTC)[respont]

Skuizhus ar ragach diwar-benn al labour graet gant ar re all

kemmañ

Skuizhus eo an daou verour Neal ha Benoni pa embannont o c'hoant da zistruj ma fennadoù a-boan kroget:

Ha krouet gantañ ur bajenn dimezell nann-holloueziadurel!!! Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 21:22 (UTC) Ya, gwelet am boa. Gwelet 'vo evit ar pennad-se - ra ma vo astennet ha kemmet evit e lakaat da vezañ ur penand holloueziadurel pe a-hend-all e vo diverket goude bezañ bet embannet war ar penand-se n'eo ket ar wikipedia ur geriadur. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 05:03 (UTC)

Eus ar pennad dimezell ez eus kaoz ganto. Gallout a ra pep hini mont da welout petra eo, reiñ un ali, ha kemm evel just. Hep freuzañ evel just.

Goulenn a ran skoazell merourien neptu da vont da lavarout dezho paouez gant o freuz. A-hend-all e savin klemm. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 14:12 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun

kemmañ
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp un tammig war-raok, met pas kalz siwazh. Ma vez muioc'h a dud o kenlabourat e vo tu da lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ buanoc'h! Re a dud a zisoñj c'hoazh lakaat rummadoù ha liammoù etrewiki pa savont ur bajenn. A galon,  Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 23:34 (UTC)[respont]

Klasket em eus implij ar patrom: un dra a vank e-barzh: ar gêr. Ha marteze ar vro? Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 06:50 (UTC)[respont]

Ha piv a vefe a-du da sikour ac'hanon da sevel ur pennad war Pablo Picasso ?

Stagomp ganti. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 04:16 (UTC)[respont]