Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2017
26/06/2017 — 02/07/2017
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun warn-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Piv oar...?
kemmañPiv gompren ar pezh a c'hoarvez er pennad https://br.wikipedia.org/wiki/Parkadoù_Sivi_Da_Viken. Pe abeg poellek zo da skrivañ :
- Piv oar? Piv oar? Piv oar?, diwar Quizás, quizás, quizás (talvezout a ra kement ha Marteze, marteze, marteze e spagnoleg), ? (gant ur fazi, rak marteze n'eo ket spagnoleg)
- an holl a oar (pe dostik) ne vez ket troet ger ha ger ar c'hanaouennoù, ha roet eo an droidigezh resis (abaoe pell) er pennad ad hoc ;
- ma vefe poell tu bennak, e vefe graet kemend-all neuze evit holl ditloù ar pennad, da skouer e-lec'h
- Ostiz, diwar No Milk Today, e lennfemp Ostiz, diwar No Milk Today (talvezout a ra kement ha " Takenn ebet a laezh e saozneg (gant ur fazi all evel-just) ...
Un displegadur zo? martezeoù? Roit-i, mar plij.
Roll ar martezeoù
kemmañBianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mez 2017 da 07:18 (UTC)
Krouiñ ur rummad all
kemmañDemat, Daoust ha ne vije ket talvoudus sevel ur rummad nevez ma vije renket ar c'hanaouennoù bet graet gante er film-mañ-film ? "Kanaouennoù film", "Sonerezhioù film", titloù all ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 11:48 (UTC)
- Ha dereat e vije [[Rummad:Roudennoù-son]] pe [[Rummad:Lurelloù-son]] (2 x Geriadur Al Liamm 2014), evit sonioù ha sonerezh ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:14 (UTC)
- Kentañ tro din lenn ar ger "lurell" : daoust ha ne dalvezje kentoc'h da envel ar skor e-unan ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:22 (UTC)
- Gwir eo evit an daou anv, 'm eus aon. Siwazh, ne'm eus kavet testeni ebet evit *filmsonerezh (sonerezh) pe *filmson (kanaouennoù) ; "Kanaouennoù filmoù" ha "Sonerezhioù filmoù" a zereje gwelloc'h marteze. — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:30 (UTC)
- Gortozomp un tammig, ma vo kinnigoù all.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:39 (UTC)
- Gwir eo evit an daou anv, 'm eus aon. Siwazh, ne'm eus kavet testeni ebet evit *filmsonerezh (sonerezh) pe *filmson (kanaouennoù) ; "Kanaouennoù filmoù" ha "Sonerezhioù filmoù" a zereje gwelloc'h marteze. — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:30 (UTC)
- Kentañ tro din lenn ar ger "lurell" : daoust ha ne dalvezje kentoc'h da envel ar skor e-unan ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:22 (UTC)
Din-me, ez eo ret soñjal en holl oberennoù a c'hell bezañ kavet :
- sonerezhioù krouet evit ur film a-ratozh-kaer,
- sonerezhioù (kozh pe get) (Bolero Ravel implijet evit Les Uns et les Autres da skouer) implijet e-barzh ur film,
- kanaouennoù orin (La Complainte des infidèles evit La Maison Bonnadieu da skouer) krouet evit ur film a-ratozh-kaer,
- kanaouennoù (kozh pe get) (Guilty da skouer) implijet e-barzh ur film, hag all...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 16:13 (UTC)
Hopala ! Gwall ledan an dachenn... Setu amañ kinnigoùigoù :
[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar sinema]] |
[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar skinwel]] |
[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar skingomz]] |
[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar c'hoarioù video]] |
... Renabliñ ar sonerezhioù, kanouennoù, filmoù, stiradoù skinwel, etc, zo d'ober ivez... — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 16:44 (UTC)
- Demat, Emañ ar gwir ganeoc'h : n'em boa ket soñjet er skinwel tamm ebet nag en tachennoù all (skingomz, c'hoarioù video).--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2017 da 07:50 (UTC)
N'on ket sur e vefe kavet an holl rummadoù -se er wikioù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2017 da 12:10 (UTC)
Lizherennoù tev
kemmañ- Abaoe ur pennad e weler gerioù zo, e pennadoù zo, skrivet gant lizherennoù bras. Kemmet eo politikerezh wikipedia? A-raok ne vezent ket aotreet. Ha pa veze skrivet evel-se e veze laret : ARABAT HUCHAL!
- Goude teurel ur sell er wikipediaoù arall : n'eus nemet e brezhoneg e vez graet gant lizherennoù bras.
- E pep lec'h e vez skrivet wikipedia er pennadoù : koulskoude eo WIKIPEDIA eo a zo skribet e korn krec'h kleiz pep pajenn.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2017 da 12:10 (UTC)
- http://parlonsmajuscules.com Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2017 da 16:55 (UTC)
- Skouer: terriñ al liamm evit lakaat lizherennoù bras : difennet er wikipedia :https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Imprimatur&type=revision&diff=1753176&oldid=1753174. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 06:08 (UTC)
Terriñ liammoù
kemmañDifennet eo terriñ al liammoù :
Ar sorc'henn nevez eo skrivañ gant lizherennoù bras ar gerioù hervez ar froudenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 07:08 (UTC)
Ravoderezh
kemmañ- Ar ger kourtizanez a zisplij. Amañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AKourtizanez&type=revision&diff=1754220&oldid=1354533. Da bep hini e vlaz, hervez ar c'hrennlavar.
Hag ar geriadurour meur da c'houlenn :Ar ger kourtizanez zo testeniekaet e brezhoneg. > Pelec'h ?.
- Neuze e teu din da soñj al loustoni savet gantañ diwar ma fenn, ha ma micher, amañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3APrieladkozh&type=revision&diff=1752080&oldid=1752065. Le style c'est l'homme.
- Bremañ ma teufe d'en em zigareziñ ha da lavarout ne skoo ket e fank ganin ken e respontfen d'e c'houlenn.
- Da c'hortoz an deiz-se, pe ar c'hantved-se, n'em eus respont ebet d'ober da hini ebet eus e c'houlennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Gou 2017 da 18:21 (UTC)