Quizás, quizás, quizás
Quizás, quizás, quizás (Marteze, marteze, marteze) zo ur ganaouenn spagnolek savet gant ar soner kuban Osvaldo Farrés [1] e 1947.
KanerienAozañ
Kanet eo bet gant Nat King Cole, Doris Day, Los Panchos, Trini López, Bobby Capo, Omara Portuondo, Sonora Matancera, Xavier Cugat, Celia Cruz, Ibrahim Ferrer, Pérez Prado, Gloria Lasso, Dario Moreno, Julio Iglesias, Arielle Dombasle, Irakere, Roberto Alagna, Guy Marchand ha Florent Pagny[2], Andrea Bocelli, Jennifer Lopez, Halie Loren.
- Anvet Quizá, quizá, quizá ha sonet eo bet gant Eliades Ochoa ha Manu Dibongo[3] er bladenn CubAfrica e 1998.
E saoznegAozañ
Troet eo bet e saozneg gant Joe Davis (hag anvet Perhaps, Perhaps, Perhaps) ha kanet gant e-leizh a dud. Brudet eo bet gant Nat King Cole (1958) ha Doris Day (1964). Kanet eo bet ivez gant ar strollad-sonerien Cake (1998), hag Halie Loren.
E yezhoù allAozañ
- Kanet eo bet e galleg (Qui sait, qui sait, qui sait an titl) gant Luis Mariano hag Henri Salvador, les Sœurs Étienne.
- Doareoù arabek zo ivez.
E brezhonegAozañ
Un doare brezhonek zo ivez, embannet el levr Parkadoù Sivi Da Viken (Sav-Heol, 2016).
Er filmoùAozañ
Klevet e vez ar ganaouenn spagnolek e meur a film.
- Er film In the Mood for Love graet er bloaz 2000 gant Wong Kar-wai , kanet gant Nat King Cole.
- Er film La Mala Educación, gant Pedro Almodóvar.
Liammoù diavaezAozañ
- Quizás, quizás, quizás - Ar ganaouenn e spagnoleg, an droidigezh anezhi e saozneg, hag ar ganaouenn e saozneg.
- [2] Kanet gant Bobby Capo
- [3] Kanet gant Celia Cruz.
- [4] Kanet gant Andrea Bocelli ha Jennifer Lopez
-kanet e saozneg
- [5] Kanet gant Doris Day
- [6] Kanet gant Halie Loren
NotennoùAozañ
- ↑ Osvaldo Farrés biografía
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=q3ft-6UCd4I
- ↑ Sonet gant Eliades Ochoa ha Manu Dibongo: [[1]].