Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 31 bloaz 2009

27/07/2009 — 2/08/2009

skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Alan Cochevelou-Stivell kemmañ

Quote :

"Tud zo ne blij ket dezho e vije breizhad Alan Stivell: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Alan_Stivell&diff=533795&oldid=533272. Bianchi-Bihan 22 Gou 2009 da 02:56 (UTC)

Piv a gav fentus ar c'hoari er pennad-se? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 13:13 (UTC)

Dipitus eo. Allaz, N'eus merour ebet ken o labourat war wikipedia e brezhoneg evit ober war-dro traoù seurt-se (o vakañsiñ emaint?). N'eus displegadenn ebet ouzhpenn-se gant an implijer dizanv.--Gwendal 24 Gou 2009 da 13:39 (UTC) Petore displegadenn a c'hallfe bezañ? Ur sorc'henn bersonel? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 18:05 (UTC) "

Gwarezet eo bet ganin ar pennad Alan Stivell a-enep d'an implijerien dizanv (an ip-où). An holl dud all a c'hell kenderc'hel da labourat war ar pennad. Tu zo din di-wareziñ ma z'eo sioul an traoù.  Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2009 da 20:13 (UTC)[respont]

Respont gant an hini a damallit, e gaou a gav din kemmañ

Fulub Cayenne zo amañ. Me eo hini eo en deus savet ar braz eus ar pennad "Alan Stivell" abaoe eizhtez, da'm soñj e oa bet gwellaet ha tevaet un tamm-mat. Pelec'h an diaoul hoc'h eus gwelet em boa vandalizet pennad? Gouzout a ran ne oan ket a-du gant an ao Bianci pa felle dezhañ lavaret e oa Alan Stivell ur Breizhad, rak un doare personel eo se da welet, un doare hag a c'hallan kompren, met ne gave ket din e oa se da vout lakaet en un holloueziadur. Nevez on war ar wikipedia ha n'eo ken met bremañ e welan penaos e c'haller kehentiñ (ha c'hoazh n'em eus ket komprenet tout), se zo kaoz e tennen "breizhat" bep tro ma veze adlakaet gant an ao Bianci. Met n'eo ket vandalerezh e oa se! Bremañ, war a seblant, n'on ket aotreet da beurechuiñ ar pennad. Na domaj eo!

Fulub Cayenne.

Salud deoc'h tavarnourien ha kenlabourerien,

Mont a ran da respont buan-ha-buan. Da gentañ, n'on na jakobin, na vandal, na sorc'hennet. Plijout a ra raktres ar wikipedia din, ha bamet on gant al labour ramzel a rit. Memes tra e vezan mantre alies o welet pegen dister, nann-objektivel ha skrivet fall e vez ar pennadoù brezhonek ennañ a-wezhioù. Ha se zo kaoz ez eus bet fellet din gwellikaat un tammig an traou gant ma zammig gouiziegezh. Gouzout a ran n'eo ket ar wikipedia gallek na saozneg na koran na katekiz. Met ho kwelidigezh eus breizhadelezh Alain Cochevelou n'eo ket kennebeut all, war se e vimp a-unan kredabl. Kuit da bolemikañ e vefe mat skarzhañ "breizhad" ha "gall" eus al linenn gentañ eta. "ur c'haner hag ur soner, ganet e Riom ha maget ha skoliet e Pariz". Lezet e vo an dud d'ober o soñj o-unan eta. Evidon n'eo ket Alan Stivell ur Breizhad, pas tre, Ur gall a orin breizhat ya (ha se a gavan dedennus-meurbet), evidoc'h ez eo Breizhad ha mat pell zo. Gant piv emañ ar sorc'henn, ganeoc'h-c'hwi pe ganin-me? N'aimp ket pell e-giz-se.

Gwellañ soñjoù.

Respont a-berzh ur merour kemmañ

Marteze eo aet skuizh ar veriourion, piv 'oar? Pe c'hoazh traoù all d'ober... N'eus forzh penaos, ha goulennet eo bet graet ouzh ar merour mañ'r merour ober war-dro un dra bennak resis savet ur gudenn diwar he fenn war ar c'hraf-mañ? Pe sañset eo ar veriourion da evezhiañ pep tra a-hed ar wezh? Neal (Kaozeal) 28 Gou 2009 da 17:47 (UTC)[respont]

Gallout a ra ar verourien diskuizhañ kement ha ma karont. Met a-raok mont da ziskuizhañ ha ma soñjont e mad ar wiki brezhonek e rankfent reiñ o binvioù d'ar re a zo dihun hag a zo o sachañ ar c'harr war-raok. Goulenn sklaer graet war da bajenn. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 03:09 (UTC)[respont]
Ha penaos "reiñ" ar binvioù-se d'ar re all 'ta? Ha da biv? N'eus forzh penaos, n'eo ket ar verourion war-eeun ec'h eo a c'kello reiñ gwirioù merour da implijerion all, met burevidi nemetken da heul ur voadeg... Neal (Kaozeal) 28 Eost 2009 da 16:19 (UTC)

Evezhiadennoùigoù kemmañ

  1. Pennad tennet eus http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AAlan_Stivell&diff=536772&oldid=536669.
  2. Netra d'ober amañ
  3. Difennet diverkañ.
  4. Ne respontin nemet er bajenn Alan Stivell. Bianchi-Bihan 28 Gou 2009 da 07:31 (UTC)[respont]

Merzhin kemmañ

Klasket labourat war ar pennad Merzhin ha kollet ma labour dre ziv wech. Skuizhus. Bianchi-Bihan 28 Gou 2009 da 08:33 (UTC)[respont]

Afer eus banniel an Douar-Nevez evit ur bez en ur vered eus Flandrez Belgia. Gant an hini ruz (Red Ensign) m'eus kredet gober. Da wiriekaat... Trugarez en a-raok A galon. Klaod Kadbzh 29 Gou 2009 da 17:19 (UTC)[respont]

Hini ar vilourion implijet e 1914-1918, èl-rezon. Kadbzh 30 Gou 2009 da 09:38 (UTC)[respont]

Digant ur c'henlabourer nevez. kemmañ

Salud deoc'h holl, Ur gerig da lavaret pegen pljus e kavan kemer perzh er raktres-mañ, un draig vihan memes tra, souezhet on gant an degemer displijus a ra an Ao Bianchi-Bihan din (pehini a blij e labour din). N'omp ket a-unan war sujedoù zo, gwir eo, met reizh eo kement-se. Met daoust ha ret eo dezhañ komz eus 'ideologiezh', eus 'vandalerezh' pa gomz ac'hanon ? (?!?) . Ar pezh ne gomprenan ket e perak e fell dezhañ distrujañ pennadoù a gavan-me dedennus ha neuze perak ez eo deuet da lakaat ur sarkasm tre betek kreiz ar pennad "Alan Stivell". Gallout a rafen-me ober ar memes tra en e bennad diwar-benn ar politikour "Huet", na ne gavan unan bennak e-karg goulenn gantañ paouez gant e vrezelig dister, en un doare ket gwall sirius na kelaouet, met traoù all zo d'ober, sur. Ha gallout a rafe seven evel just?
Gwellañ sonjoù d'an holl.
Fulub Cayenne
Siwazh e seblant ar verourien bezañ dilezet hor wikipedia... un ehan pe erru poazh gant seurt brezelouigoù ?

Degemer mat deoc'h bepred --Gouerouz 30 Gou 2009 da 07:23 (UTC)[respont]
Fentus gwelet Fulub Cayenne (a c'hallo lakaat e anv un deiz pa garo evel an holl genlabourerien) komz eus brezelig, pa en deus graet brezel hardizh o tennañ 20 gwech eus ar pennad Alan Stivell, hep tamm displegadenn, eo Breizhad Stivell, war zigarez ma kav dezhañ, ha d'un toullad eus e gamaraded sonerien war a seblant, ne vije ket.
Ma vije bet merourien war-dro n'en dije ket gallet ober ar c'hoari-se dizamant. Ma n'eo ket ideologiezh e c'hallo marteze displegañ d'an dud petra eo. Ha ma ne oa ket ur brezelig graet gantañ , ma doue, petra oa?
Kavout a ra da sonerien zo n'eus ket eus ar "sonerezh keltiek", emezañ. Peogwir emaomp o klask sevel pennadoù sirius n'en deus nemet lakaat anvioù ha daveoù. E n'eus forzh petore wiki all e vije tennet un ali personel disol evel hennezh. Goulenn a ran digantañ resisaat, setu ar brezel am eus kredet ober.
Ma wel brezel seul wech ma klasko lakaat e ali personel ha ma vo kemmet e bennad n'eus d'ar verourien dihun nemet displegañ dezhañ mont en-dro ar wiki.
Pep hini (hag eñ ivez) en deus gwir da gemm pennad pe bennad, ha db breizhadelezh Stivell en deus gouvezet implij ar gwir-se.
Pep hini (hag eñ ivez) en deus gwir da c'houlenn distruj ur pennad pe ur rummad: ur bajennad zo leun gant ar seurt goulennoù, o c'hortoz ur merour diskuizh bennak.
Pelec'h em bije implijet ar ger vandalerezh? Me ne ran ket gant ar ger-se. Ne vije ket unan all, kentoc'h?
Ha bremañ, bec'h d'ar pennadoù, seder ha sichant.

Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 08:11 (UTC)[respont]

Bro-Voynet??? kemmañ

Bro Voynet a gaver stank ha bewech e taolenn kumunioù Breizh. Piv a c'hellhe lârit din petra eo ? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 30 Gou 2009 da 10:28 (UTC)[respont]

Mareze e vo gwelet sklaer gant unan bennak? 82.253.109.96 30 Gou 2009 da 11:00 (UTC)[respont]

Ao. Benoni (hag ao. Bianci) kemmañ

Fulub Cayenne zo amañ. Me eo hini eo en deus savet ar braz eus ar pennad "Alan Stivell" abaoe eizhtez, da'm soñj e oa bet gwellaet ha tevaet un tamm-mat. Pelec'h an diaoul hoc'h eus gwelet em boa vandalizet ar pennad? Gouzout a ran ne oan ket a-du gant an ao Bianci pa felle dezhañ lavaret e oa Alan Stivell ur Breizhad, rak un doare personel eo se da welet, un doare hag a c'hallan kompren, met ne gave ket din e oa se da vout lakaet en un holloueziadur. Nevez on war ar wikipedia ha n'eo ken met bremañ e welan penaos e c'haller kehentiñ (ha c'hoazh n'em eus ket komprenet tout), se zo kaoz e tennen "breizhat" bep tro ma veze adlakaet gant an ao Bianci. Met n'eo ket vandalerezh e oa se! Bremañ, war a seblant, n'on ket aotreet da beurechuiñ ar pennad. Na domaj eo! A galon. Fulub Cayenne.

Ma respont-me e-barzh: Kaozeal:Alan Stivell. Bianchi, mar plij. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 20:39 (UTC)[respont]
Ur goulenn am eus evit an aotrou Fulub Cayenne, ur gont o peus war ar wikipedia brezhoneg pe get ? Aesoc'h e vefe evidoc'h evit labourat hag evit eskemm ganeoc'h. --Y-M D 1 Eos 2009 da 09:36 (UTC)[respont]

Merourien kemmañ

Da heul goulenn Bianchi Bihan evit dont da vezañ Merour e profitan evit sevel ur c'hinnig :
Me gavfe dedennus e vefe digoret un tabut (pe ur votadeg) evit degemer merourien nevez (1 pe 2), dre ma 'z eus ul lodenn bras eus ar merourien a vremañ a n'int ket aktivel ken. Dre-se e vefe fonnusaet al labour war pajennoù evel Wikipedia:Pajennoù da nullañ pe evit ar c'has en dro. Ouzhpenn-se ma vefe meur a verourien ne vefe ket ret d'an holl anezho labourat war ar merañ hepken, pe rannañ al labour merañ. Setu ar c'hinnig a ran. --Y-M D 31 Gou 2009 da 11:59 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h ganit.--Gwendal 1 Eos 2009 da 20:48 (UTC)[respont]
A-du. Ay on skuizh-divi gant al labour meran. 195.6.84.1 3 Eos 2009 da 14:23 (UTC)[respont]

Goulenn adarre kemmañ

Adlakaat a ran amañ ur goulenn graet ganin ur pennadig zo: Kavet an dra-mañ ganin: Wikipedia:Dont da vezañ merour, ha lennet e-barzh: Ma fell dit lakaat da anv evit bezañ merour, goulenn digant ur merour sevel ur bajenn vot. Ha sede pezh a c'houlennan. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 04:40 (UTC) Setu. Bianchi-Bihan 10 Eos 2009 da 18:45 (UTC)[respont]