Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32, bloaz 2012

06/08/2012 — 12/08/2012

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Skuizhus

kemmañ

Brav e vije paouez gant an tagadennoù boas:

Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Eos 2012 da 08:14 (UTC) Ouzhpenn liammoù un den zo talvoudus d'ar re a ra al labour. Trawalc'h gant ar rogoni.[respont]

Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Eos 2012 da 10:55 (UTC)[respont]

Fentus ...

kemmañ

... e teu da vezañ ar wikigeriadur gant ar c'hemmadurioù: [ziarc'henjomp] virvidikajed ... prestik e vo feurvirvidikajed ! C'hoari ar ger hirañ gant kemmadurioù! Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Eos 2012 da 18:57 (UTC)[respont]

Cross-country

kemmañ

Demat deoc'h, N'eus ket eus ar pennad-skrid-mañ e brezhoneg ma n'emaon ket o faziañ. Pehini e-touez an troidigezhioù da-heul

  • redek a-dreuz kartier
  • redek a-dreuz kontre
  • treuz-kontre,
  • treuzredadeg,
  • ?

a vefe reishoc'h ober ganti, d'ho soñj-c'hwi ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2012 da 12:38 (UTC)[respont]

Gant treuz kontre e ra an Ofis [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 16:14 (UTC)[respont]
Ne gredan ket e vefe memes tra "kontre" brezhonek ha "country" saoznek: tra walc'h lakaat Google da glask " ar c'hontre" evit gwelout eo "bro", ha netra ken.
Redek a-dreuz maezioù (pe a-dreuz parkoù) a vefe un droidigezh resisoc'h. Ha reishoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 16:39 (UTC)[respont]
Talvezout a ra country kement ha "bro"? Ac'hanta, trawalc'h eo sellet er geriadurioù brezhonek, ha petra 'weler? Geriadur Brezhoneg an Here a ro evit ar ster kentañ: «kontre 1. Bro» p.770; Geriadur Istorel ar Brezhoneg a ro: «kontre m. contrée, région, pays» p.1588. War ar marc'had e hini an Here e kaver: «4. Sport Redadeg treuz-kontre: redadeg war-droad e-maez an hentoù, gant skoilhoù alies. Ar gouel a echuas gant ur redadeg treuz-kontre. p. 770.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:22 (UTC)[respont]
N'eo ket ret bezañ saozneger bras evit gouzout e talv country kement ha maez ivez, enebet eus kêr, evel er gerioù "country music, country club, country house", etc.. Bremañ ma fell d'an Ofis hag an Ofisourien kompren un dra bennak all, ne ran forzh. Met n'omp ket en arme, ha me ne rin ket gant ur ger a gavan fall, evel amañ c'hoazh da skouer: http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-termofis.php?langue_id=fr&m=OGM&domaine_id= . Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:30 (UTC)[respont]
Spagnoliz zo ken sot ma kredont eo ur redadeg war ar maez: es:Campo a través, evel an Italianed: it:Corsa campestre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:37 (UTC)[respont]
Ouzhpenn war an Ofis eo ret dit lakaat an hu ivez war Geriadur Brezhoneg an Here ha war kement hini a lavar e talvez "kontre" kement ha "bro", ha ma n'eo ket mat "bro" en degouezh eo dav teuler ar bec'h ivez war kement hini a ra gant Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:40 (UTC)[respont]
Ouzhpenn war an Ofis eo ret dit lakaat an hu ... Gast! Lod a blij dezho lavarout d'an dud petra eo ret dezho ober, ur pleg fall d'am soñj ! Ne lakan hu ebet pa lavaran petra a gavan mat ha petra ne gavan ket. Ar frankiz da soñjal a zo d'an holl.
Ar frankiz da soñjal zo d'an holl, ar frankiz da gomz ivez, met n'a ket betek lavarout gaou evel an hini a skriv lakaat an hu ivez war ... kement hini a lavar e talvez "kontre" kement ha "bro". Ma'z out gouest da lenn kement-se em linennoù uheloc'h e paouezan gant ar gaoz, rak erru ur gont e vez ez aer skuizh gant ar feiz fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:18 (UTC)[respont]
Ma ouifec'h pegen KASAUS e teu da vezañ ar seurt kaoziou !--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:56 (UTC)[respont]
Tennet eo skouer Geriadur An Here (ur redadeg treuz-kontre) eus Pikou Mab e Dad, lakaet e brezhoneg gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 156. --Ben Herzog (kaozeal) 12 Eos 2012 da 19:08 (UTC)[respont]
Ober a ra ar gembraegerien gant traws gwlad (traws = treuz, gwlad = bro) [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 19:13 (UTC)[respont]
Feiz ya, "gwlad" a glot gant "country", evit lavarout "bro" koulz hag evit lavarout "maez/ioù"; yezhoù zo n'o deus nemet ur ger evit an eil hag egile. Byw yn y wlad = bevañ war ar maez. http://www.billboard.com/song/meic-stevens/byw-yn-y-wlad-living-in-the-country/8997903#/song/meic-stevens/byw-yn-y-wlad-living-in-the-country/8997903.
Jakez Konan en deus bet c'hoant da dostaat country/kontre abalamour d'ar son eta, diwar-goust ar ster neuze. Spagnoliz hag Italianed o deus dibabet ar ster. Kement ha treiñ, koulz treiñ gant ar ster. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 20:41 (UTC)[respont]
Ya, hag "in the country" a dalvez "war ar maez" ivez, evel m'eo displeget en Elementary English-Breton Dictionary Delaporte, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.--Llydawr (kaozeal) 29 Eos 2012 da 16:15 (UTC)[respont]
Sell 'ta! Un den a gompren saozneg amañ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Eos 2012 da 02:35 (UTC)[respont]
Jakez Konan a oa saozneger ampart. Bevet en deus dekvloaziadoù e Bro Ganada. Brezhoneger ampart e oa ivez, unan eus hor gwellañ skrivagnerien war an dachenn-se. Evit sterioù ar ger "kontre" e brezhoneg, e-keñver an diviz-mañ, gwelit ar ger-se e Geriadur Brezhoneg an Here, melladoù 2 & 3.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Eos 2012 da 07:55 (UTC)[respont]
N'eo ket eus perzhioù Jakez Konan ez eus anv amañ, arabat klask kammañ ar gaoz, met eus arguzennoù a-du pe a-enep ur ger. Un dibab gerioù zo, graet gant un den, hag a c'haller kavout abeg ennañ, evel e n'eus forzh pe hini, ha pa vijent meneget en ur geriadur. Ar ger kompoderez zo bet ijinet gant Jakez Konan ivez, ha ne vez ket implijet. Kement-se zo c'hoarvezet gant gerioù all ijinet gant Vallée, hag a c'hoarvezo c'hoazh. Ha n'eo ket marv mil den. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Eos 2012 da 10:40 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù d'an daou wikipedour o devoa peurechuet ar pennad-skrid Redek war ar maez, en ur genderc'hel gant o sachoù-blev mibilius. Ma'z eus ezhomm e vefe savet ur goulenn diwar-benn un danvez bennak evit ma vo krouet, ober a rin sof-kont hag a-benn nebeut e teuio ar brezhoneg da vezañ kentañ yezh ar Wikipedia, hep mar na marteze !--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2012 da 17:21 (UTC)[respont]

Ya, meur a strategiezh a vez da lakaat sevel pennadoù, met 'benn ar fin n'eus nemet un doare d'o sevel: lakaat danvez talvoudus e-barzh. Hag ouzh en lakaat, ne oa ket tri devezhour evit an eost-mañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2012 da 18:11 (UTC)[respont]
Me ivez a c'hallfe sevel muioc'h a bennadoù ma ne dremenfen amzer o reizhañ liammoù diabarzh distrujet, adkasoù foeltret, hag o tilemel ar marelloù spagnolek, portugalek, saoznek, h.a., a ro ur skeudenn lu eus wikipedia brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Eos 2012 da 19:15 (UTC)[respont]
Ha dao! " ...a ro ur skeudenn lu eus wikipedia brezhonek"! Atav ur ger faeüs da gomz eus labour ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Eos 2012 da 08:46 (UTC)[respont]

Evit ho kelaouiñ

kemmañ

Un dael evit gouzout m'eo a-bouez pe get an ABP, hag e rener, da gentañ holl. Sellit ouzh : http://fr.wikipedia.org/wiki/Discussion:Philippe_Argouarch/Suppression

Evit an eil gwech e lavar un nebeud a Wikipedourien c'hallek ne c'hell ket Philippe Argouarch bezañ gwelet evel un den illur, pa n'eus ket anv eus outañ e-barzh gwask Pariz.

Ouzhpenn ar pezh em eus skrivet war ar Bistro : http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikipédia:Le_Bistro/12_août_2012#Les_crit.C3.A8res_d.27admissibilit.C3.A9_du_WP_Fr_sont_bas.C3.A9s_sur_une_traduction_fausse_et_un_parisocentrisme_ringard

Fell free kas hoc'h alioù d'ar pajennoù is-meneget. Echu vo gant an dael d'an 13 en noz. --Ch. Rogel (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:29 (UTC)[respont]