Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32, bloaz 2013

05/08/2013 — 11/08/2013

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kevredigezh Selaouerion ar Radio

kemmañ

Demat,

Emaon o klask war-lerc'h ditour diwar-benn ar gevredigezh-mañ, bet disklêriet e kazetenn ofisiel Republik Frañs (d'an dek a viz Here 1956). Ma n'emaon ket o faziañ en devoa Yves Moreau, levrier e Landreger d'an ampoent, graet war he zro.

A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Eos 2013 da 09:20 (UTC)[respont]

Boulc'hañ ar pennad diwar-benn Bertrand d'Argentré

kemmañ

Demat,

Lezel an anv gallek evel m'emañ pe e dreiñ e brezhoneg ?

A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Eos 2013 da 13:34 (UTC)[respont]

N'anavezan-me stumm all ebet (ha n'eo ket ar boaz treiñ amañ anvioù gant stummoù ha n'int testeniet e lec'h all). Da c'hortoz e c'hallez kregiñ ar pennad gant an anv evel m'emañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Eos 2013 da 14:27 (UTC)[respont]

War ar gelaouenn Emsav e oa bet ur pennad diwar e benn : Ar C'hwezekvet kantved ha Beltram an Arc'hantreg.

Demat ha trugarez ! Pa ne glever nemet ur son N'heller klevet nemet un ton ! evel ma vez lâret :-) Petra 'vo gwelloc'h ober : leuskel ar pennad evel m'emañ evit poent pe adenvel anezhañ 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2013 da 13:30 (UTC)[respont]
Ur stumm all a gaver amañ Beltram Argantred [1] (er skouerioù diwezhañ). Ar stumm-se a gaver er wikipedia brezhonek ivez (pennad brezhonegva). Un draen a zo moarvat gant ar stumm "B. an Arc'hantreg". Un anv-lec'h eo, neuze ne weler ket mat an abeg eus ar ger-mell "an" en anv.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2013 da 13:42 (UTC)[respont]