Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 33, bloaz 2014
11/08/2014 — 17/08/2014
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha tregont eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Help for translate
kemmañHello and sorry for writing in English. Can anyone help me translate a small article (2 paragraphs) from English to your language? Please, fell free to answer in my talk page in your wiki. Thanks! Xaris333 (kaozeal) 12 Eos 2014 da 00:53 (UTC)
Un nebeud goulennoù
kemmañ- Nec'het on gant an doare da lakaat er pennadoù anvioù evel CELIB, CGT, EDF... Ali on gant Yezhadur Chalm, deuet in da vezañ gerioù brezhonek. Kinnig : ober gant ar berradur "gall", lakaat ar stumm "ledan" e galleg hag e brezhoneg diouzh ret (mat vefe kaout ul listenn eus an doare degemeret ganimp holl (kinnigoù an Ofis da skouer) evit a re a zeu alies
- Daoust hag-eñ e talv ar boan treiñ traoù evel anvioù ar medelannoù e brezhoneg ? Légion d'honneur, ONM, Pames académiques, Mérite agricole ha... Kinnig lakaat e galleg gant"" rak gall-kenañ int, ha kinnig un droidigezh diouzh ret (mat vefe en em glevet war an droidigezh...)
- Souezhet on bet a-wechoù gant an daore da gas d'ur pennad d'egile. Gellet a reer krediñ n'eus pennad ebet peogwir ne vez ket skrivet e memes stumm (erruout a ra evit ar sent, evit tud'zo (stumm ofisiel en ul lec'h, stumm brezhonekaet e lec'h all...) ha zoken evit tud vrudet istor Breizh (ur skouer : e-pad pell em eus kredet ne oa pennad ebet a-zivout Pêr Iañ (bet e-karg eus an dugelezh pa oa minor e vab) peogwir e oa skrivet "Pêr kentañ brizhkolareg" eu ur pennad (dont a rae e ruz, o tiskouez e oa ar pennad da vezañ savet...) pa oa "Pêr Iañ" titl ar pennad a oa bet savet...) Ha gellet a reer kaout un diskoulm evit klask tremen hep seurt degouezhioù ? N'eo ket plijus evit Yann implijer ha riskl zo da sevel ur pennad a zo dija...
Trugarez. --Herve Latimier (kaozeal) 12 Eos 2014 da 13:55 (UTC)
- Evit ar c'hinnig kentañ hag an eil on a-du a-walc'h. Evit al levrioù/filmoù... ez eus un doare "dibab" di-ofisiel a ra ec'h implijer an anv er yezh orin keit ha ma n'eus ket eus ur stumm vrezhonek eus an oberenn, nemet e vefe ur stumm vrezhonek "boaz" daoust ne vefe ket a droidigezh eus an oberenn. Din-me eo tamm pe damm ar memes tra a ranker ober en degouezhioù-mañ.
- Evit al liammoù ruz eo mat furchal en a-raok ha n'eus ket eus ar bajenn gant ur stumm all eus an anv. Er skouer meneget a-us : klask "Pêr Iañ", "Pêr kentañ", "Pêr kentañ brizhkolareg", "Pêr brizhkolareg", "Brizhkolareg", "Pêr Iañ brizhkolareg"... evit gwelet ha ne gaver ket tra pe dra. Ha pa grouer/gemmer ur pennad eo mat soñjal krouiñ adkasoù (er skouer e c'hellfe bezañ "Pêr kentañ brizhkolareg", "Pêr brizhkolareg", "Pêr Iañ brizhkolareg" pajennoù adkas war-zu "Pêr Iañ").
- A galon, --Y-M D (kaozeal) 13 Eos 2014 da 16:37 (UTC)
Demat, Ne savan ket a-du, tamm ebet, gant ar c'hinnigoù graet uheloc'hik gant an implijer Herve Latimier. Gallout a c'hell pep hini soñjal ar pezh a gar diwar-benn al labour kaset da benn gant OPaB dre dTermbret, met graet eo bet al labour. Ha biken ne vo disi, evel an darn vrasañ eus hon mammennoù e brezhoneg, siwazh dimp. Ha diboell e vefe chom hep ober gantañ pe, d'an nebeutañ, en em c'houlenn hag-eñ e c'hell bezañ plantet amañ. Ne gomprenan ket mat abalamour da betra ne c'hellfed ket degemer Lejion a enor tra m'eo bet troet Ehrenlegion, Legión de Honor ha Legion of Honour e yezhoù all ?! Ha neuze, perak e vefe talvoudus ober fae war Urzh Broadel an Dellezegezh ("Nationale Orde van Verdienste (Frankrijk)" e Nederlands !) pe Poellgor Studiañ ha Liammañ Interestoù Breizh ("Comité d'Estudi i de Relació dels Interessos Bretons" e Català !) ? A-hend-all, pe dalvoudegezh eo OPaB 'ta ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2014 da 07:02 (UTC)
CRBC pe KEBK ?
kemmañDemat, Teiryezhek — brezhonek, gallek ha saoznek — eo lec'hienn Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek : http://www.univ-brest.fr/crbc/?languageId=5. Nag un druez ma vije savet ur pennad diwar-benn ar Greizenn-se oc'h ober gant "Centre de Recherche Bretonne et Celtique" memestra ! Ul lec'hienn savet e brezhoneg eo hon hini pe get ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2014 da 17:11 (UTC)
- Setu rik ur skouer a glot gant ar pezh a lavaren a-us nemet e vefe ur stumm vrezhonek "boaz" ha d'ar c'houlz-se e reer gantañ.
- Ur skouer all da zisplegañ va soñj : ar gevredigezh Ecologistas en Acción a rankfe derc'hel an anv-se e brezhoneg ha n'eo ket ober evel ar galleg hag a ra gant Écologistes en action pe ar saozneg gant Ecologists in Action rak n'eo ket anv ofisiel ar framm. Met va soñj n'eo ken --Y-M D (kaozeal) 14 Eos 2014 da 09:47 (UTC)
Poellek ken ez eo 'vat !--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2014 da 14:11 (UTC)
Chom a ran diasur evit an anvioù estren. Disfiz am eus diouzh an diskolmoù re sistematek. Evit ar CRBC da skouer e kaver an anv e brezhoneg met ar stumm "berr" a chom CRBC war al lec'hienn. Pa gaoze an dud e lâront CRBC, CGT,CELIB EDF (so Chalm L 8.4). Ma skriver ez eo ivez evit bezañ komprenet. Ma aozer un deiz ur pennad dwb ar CELIB e vo ret kavout CELIB en titl.
Evit ar medalennoù (kudenn vihan) ec'heller kavout skouerioù enep evel-just... Anat ne vo ket an hevelep diskoulm gant yezhoù nann-indo-europeek. Remerket em eus e vez lakaet alies anv ar vro pa vez troet en ur yezh all estreget he hini. Ha hend-all e krouer meskailhez. Un afer a zoujañs evit ar sevenadurioù all.
Gwelet a ran e tegemerer tost e-pep lec'h Barcelona evit anv kêr-benn Katalonia . Kudenn ebet evidon met lakaat a ra war wel afer an anvioù arallvro tremenet e brezhoneg gant lizhernnoù na gaver ket er yezh...
Kenkoulz eo chom gwevn hag uvel eta ha soñjal el lennerien da gentañ.
A galon.--Herve Latimier (kaozeal) 15 Eos 2014 da 15:33 (UTC)
- Sur hag anat eo e vo kendalc'het d'ober gant ar gwreskanv gallek "CRBC" keit ha na vo ket klasket ober gant an hini brezhonek ! Ur wech ouzhpenn, labouret o deus tud OPaB da sevel gerioù evit ma c'hello Yann Vrezhoneger ober gante an aliesañ ar gwellañ, pa ve dre gomz pe dre skrid. N'emaon o lâret ez eo peurvat kement tra hag a zo bet krouet gant OPaB, met pelec'h e vo implijet ar c'heriaoueg-mañ ma ne vez ket graet amañ ! N'hon eus ket da lezel plas d'ar galleg el-lec'h ma n'eus ket ezhomm, memestra ! N'haller ket, war un dro, gouelañ dourek pa vez anv eus diskar hon yezh ha chom hep ober ar strivoù pa vez ret, fidamdoue ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Eos 2014 da 16:52 (UTC)
- Ha degemeret laouen ar ger "cowboy" e brezhoneg ivez daoust d'al lizherennoù "c" pe "ç" bezañ er-maez eus hon lizherenneg, hep kaozeal eus Ceuta, Cincinnati pe Alençon c'hoazh...--Prieladkozh (kaozeal) 15 Eos 2014 da 17:07 (UTC)