Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 33 bloaz 2007

13/08/2007 — 19/08/2007

skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

kemmañ

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Rann velestradurel (229 liamm)
  2. Rummouriezh (224 liamm)
  3. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (222 liamm)
  4. Chordata (217 liamm)
  5. Dz (lizherenn) (209 liamm)
  6. Anv skiantel (194 liamm)
  7. Labour-douar Henegipt (112 liamm)
  8. Arz Henegipt (112 liamm)
  9. Kowait (112 liamm)
  10. Moneiz (110 liamm)

Trugarez,  Benoni (Kaozeadenn) 13 Eos 2007 da 08:47 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun

kemmañ
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

N'omp ket aet kalz war-raok siwazh. Un dra pouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon,  Benoni (Kaozeadenn) 16 Eos 2007 da 20:08 (UTC)[respont]

Rummadoù dou dou

kemmañ

Rummad:Henc'hres pe Rummad:Hellaz kozh ? Klasket m'eus kemer perzh el labour kumuniezhel. Chom a ran bourd amañ. Un ali fur m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Eos 2007 da 16:41 (UTC)[respont]

Kenstêr eo an daou. Ar Rummad:Henc'hres a seblant implijetoc'h setu e kinnigfen e implij. Pa to dibabet ur furm pe eben e c'hellez goulenn diganin diverkañ an eil.  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 11:52 (UTC)[respont]

Degaset eo bet Hellaz kozh gant un den ha ne felle ket da reoù all e heuliañ pa oa kaoz eus Henc'hres keit ur frapad amzer. C'hoarveal 'ra alies. --Ch. Rogel 20 Eos 2007 da 23:40 (UTC)[respont]

Ret e vije da Venoni sellout a-dostoc'h: er rummad Hellaz kozh ez eus ur rumm (pe isrumm) mojennoù Hellaz gant 400 pennad bennak. N'eo ket un tamm implijetoc'h eta eget ar rumm all: pell implijetoc'h eo!
A-hend-all, ar rummad (pe isrummad ) Doueed Hellaz en em gav en daou rummad meneget gant Kadbzh. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 00:11 (UTC)[respont]

Pennadoù goullo

kemmañ

Peogwir ez eus tud fenoz o "krouiñ" pennadoù nevez goullo (Salvador, Nikaragwa, hag all), ha peogwir e teu ar skouer eus an uhel, eo anat e c'hall n'eus forzh piv krouiñ pennadoù nevez gant un titl hepken. Gouzout a ran dija penaos emaon o vont da grouiñ 1000 pennad nevez a-raok fin ar miz, ha pegen diskuizhus e vo lezel ar boan d'o c'hargañ gant ar re all. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 22:18 (UTC)[respont]

Na plijus eo kaout an Aotrou Bianchi Bihan en dro en hon zouesk!!! Evit respont d'e bismigadennoù diehan: n'am eus ket krouet pennadoù goullo, pajennoù adkas na laran ket.  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 22:23 (UTC)[respont]
N'on ket pismiger diehan, rak pa vez goullo ar pennadoù ne vez ket peadra da bismigañ.
Met ar wirionez zo ganit avat: ur pennad ennañ titl ur pennad goullo, ha netra ebet ouzhpenn, n'eo ket goullo penn da benn. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:20 (UTC)[respont]
Evel ma 'm eus bet respontet dit dija: ar pal a zo na vije ket savet div wech an hevelep pennad, evel ma c'hoarvezh reoliek. Unan eus kudennoù ar wikipedia brezhonek a zo na vez ket savet a-walc'h pajennoù adkas ganeomp (ar pezh a c'hell bezañ pouezus evit adkavout ur pennad). Setu ma 'm eus krouet amañ pennadoù adkas davet pennadoù broioù na z'eus ket c'hoazh anezho met hag a vo savet un devezh bennak.  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 23:25 (UTC)[respont]

Kavout a ran mat ma 'z eus pennadoù goullo evit ar re a vo krouet sur awalc'h, nemet ma vo skrivet ur frazenn enno d'an nebeutañ. --Ch. Rogel 20 Eos 2007 da 23:36 (UTC)[respont]

Blaz ar bismigadenn diehan a gavan gant da evezhiadenn! Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 00:03 (UTC)[respont]

Atav e lavaran an dra-se : n'eo ket pismigañ souten e savboent. "Lezel ar re d'o gargañ" : unan eus an doareoù leuniañ mat ar wiki eo dres. N'eus ket d'ober un dibab : me a sav pennadoù berr da vezañ klokaet koulz ha pennadoù hir. Leuniet e vo pennadoù berr ha diglok hervez froud ar re a zeuio. N'eo ket an deraouidi prest da gregiñ gant pennadoù lipet-mat diouzhtu. --Ch. Rogel 21 Eos 2007 da 21:59 (UTC)[respont]

Livourien italian

kemmañ

Demat! Kentoc'h eget sevel rummadoù resis-tre evel Rummad:Livourien italian ar XVvet kantved gant ur pennad pe zaou e barzh, e gav din e vije gwelloc'h lakaat daou rummad d'ar pennadoù: Rummad:Livourien italian ha Rummad:Livourien ar XVvet kantved. Ha tu vije sevel ur bajenn ouzhpenn, a-ratozh : Roll kronologel al livourien italian pe me oar me...  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 16:26 (UTC)[respont]

Pep rummad a vo karget ma vezan lezet da gargañ, ha ma ne deu den ebet da bismigañ kerkent ha kroget al labour. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 16:47 (UTC)[respont]