Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32 bloaz 2007

05/08/2007 — 12/08/2007

skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

kemmañ

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (221 liamm)
  2. Rummouriezh (221 liamm)
  3. Chordata (214 liamm)
  4. Anv skiantel (192 liamm)
  5. Rann velestradurel (179 liamm)
  6. Brunei (116 liamm)
  7. Labour-douar Henegipt (110 liamm)
  8. Arz Henegipt (110 liamm)
  9. Jordania (110 liamm)
  10. Kowait (109 liamm)

Trugarez,   Benoni (Kaozeadenn) 5 Eos 2007 da 22:16 (UTC)[respont]


skrivagnerien

kemmañ

http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_30_bloaz_2007#arabat_kuzhat_ar_ouiziegezh --MP 8 Eos 2007 da 12:11 (UTC)[respont]

N'eus afer ebet kuzhat ar ouiziegezh. Evit ar mare, marteze n'ez eus ket kement-se a skrivagnerien gant pennadoù diwar o fenn, met war greskiñ e yelo, hag ur ur rummad gant muioc'h eget 200 pennad na c'heller ket implijout ken. Ma fell dit, e c'heller krouiñ ur rummad Rummad:Meneger ar skrivagnerien, evel ma 'zo dija ur meneger evit yezhoù ar bed hag unan all evit ar pezh a denn da Henegipt. Ha derc'hel ar rummad skrivagnerien evit is-rummadoù nemetken (dre vro, dre prantad ha dre doare lennegezh). Evel-se e vo pevar rummad da bep skrivagner: bro, prantad, doare lennegezh ma 'z eo brudet evit un doare lennegez, ha meneger. Ha kalz sklaeroc'h pep tra... Ar pezh a lavaran amañ a dalv ivez evit ar rummad prederourien da skouer.   Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 14:35 (UTC)[respont]
Skrivañ a raen diwar-benn rummad ar skrivagnerien. Ur meneger zo ur soñj : ret eo ober war e dro, ha n'on ket sur e vezo graet. Ne skriven ket e oa ur youl gant unan bennak da guzhat pennadoù espres-kaer : dav eo kompren, e fin an abadenn, e vo lakaet pennadoù en teñval alies. Se eo ar fedoù (ne gomzan ket eus an amzer dazont pa vo 10000 pennad diwar-benn skrivagnerien). Evit ar poent ne ya ket ar rummad Skrivagnerien dreist 200 pennad...
Ar pezh a lavaran amañ a dalv ivez evit ar rummad prederourien da skouer. C'hwi zo o vont da lakaat ho polontez veur da ren di. Grit evel ho peus c'hoant. Met mar plij ganeoc'h : chom hep kaozeal dre de ouzhin. --MP 8 Eos 2007 da 15:53 (UTC)[respont]
Hopala, lorc'hus an den: gant "te" e vez graet ouzh an holl war ar wikipedia-mañ. N'ez eus noblañs ebet war ar wikipedia-mañ: an holl a zo kevatal!  Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 16:09 (UTC)[respont]
C'hwi ha c'hwi zo kevatal an eil ouzh egile. MP
Pezh zo bet displeget ganeoc'h zo bet displeget fall d'an hini na ouie ket e oa eus ur meneger dindan ur stumm a rummad : Rummad:Meneger_yezhoù_ar_bed. Bremañ e ouzon goude bezañ frifurchet ma-unan hag e intentan ho frazenn, Benoni. A-benn mont war-raok, daoust d'ar skoilhoù, gallout a rafemp lakaat :
Rummad:Skrivagnerien da vezañ anvet Rummad:Meneger skrivagnerien ar bed
ha krouiñ ur rummad nevez Rummad:Skrivagnerien : ennañ an is-rummadoù.
MP 8 Eos 2007 da 16:12 (UTC)[respont]
Ya, kement-mañ eo ar pezh a felle din lavar. Ma tigarezit ma ne oa ket sklaer a-walc'h.  Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 16:42 (UTC)[respont]
Gant ur robot bennak e ve graet seurt labour ma soñjan mat ? Neketa ? Benoni, gallout a rafec'h ober kement-se abalamour ma urzhiit da robotoù ? --MP 8 Eos 2007 da 17:26 (UTC)[respont]
Ya, kement-se a c'hellan ober gant ma robot.  Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 17:39 (UTC)[respont]
Gwell ha se. MP
 Graet.  Benoni (Kaozeadenn) 10 Eos 2007 da 22:16 (UTC)[respont]

Wikiversity e brezhoneg

kemmañ

Setu ur gemenadenn resevet ganin. Ma 'z eus unan ac'hanoc'h dedennet e c'hellit mont e darempred gant Vivelefrat:

Vivelefrat

Pour les langues régionales, sur la wikiversité fr, il serait meilleur qu'elles soient intégrées dans les wikipédias en langues régionales (même si elles n'ont pas la force de créer une Wikiversité en entier).

Kement hag ober (hep krouiñ ur Wiskolveur re abred evit ar yezhoù bihan) : gwell eo lakaat kentelioù (noz-ha-deiz) war ar yezhoù-se e-barzh pep a wikimedia. --MP 8 Eos 2007 da 18:28 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun

kemmañ
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp un tammig war-raok. Un dra pouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon,--  Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 21:23 (UTC)[respont]

200.000vet embannadur ar wiki brezhoneg

kemmañ

Hiziv ez eus bet tizhet ganeomp an 200.000vet edit, 8 miz nemetken war-lerc'h bezañ bet tizhet ar 100.000vet edit!!! Gourc'hemennoù d'an holl. D'ar 7 a viz Eost e oa bet savet an 30.000vet pajenn ha d'ar 1 a viz Eost ar 15.000vet pennad! Nag a draoù e ken nebeut a amzer!!! Gourc'hemennoù d'an holl!  Benoni (Kaozeadenn) 10 Eos 2007 da 21:27 (UTC)[respont]

Pajenn pouezus nevez

kemmañ

Setu ur bajenn nevez krouet ganin hag a ginnig a bep seurt labourioù kumuniezhel: Wikipedia:Labour kumuniezhel. Trugarez d'an holl kemer perzh!  Benoni (Kaozeadenn) 12 Eos 2007 da 17:54 (UTC)[respont]