Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 33 bloaz 2009
10/08/2009 — 16/08/2009
- skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Rummata
kemmañHo alioù mar-plij! Abaoe un nebeut amzer bremañ e glaskan lakaat un tamm urzh evit pezh a sell ouzh ar rummadoù (a vez kavet e traoñ ar bajennoù), ha labour 'zo... Dav eo kemer un diviz evit ar pezh a sell ouzh ar rummadoù, evit unvaniñ an traoù dreist-holl. N'am eus kavet reolenn "ofisiel" ebet diwar-benn kement-mañ: kavet e vez rummadoù evel: Rummad:C'hoarierien echedoù alaman pa 'vez reoù evel Rummad:Skrivagnerien Alamagn. (gwir eo evit ar vroioù all ha an dañvezioù all ivez). Goulenn a ran e vefe unvanet ar rummadoù: PE e reer gant da skouer ar Rummad:Livourien Breizh PE gant ar Rummad:Livourien vreizhat (hag a vo gwir evit ar vroioù all ha an dañvezioù pe micherioù all ivez). Aesoc'h e vo an traoù ur wech kemeret un diviz. Gant peseurt stumm rummad o peus c'hoant ober neuze, gant Breizh pe breizhat, Alamagn pe alaman...? Setu ar goulenn.--Gwendal 10 Eos 2009 da 10:24 (UTC)
- Ober gant Breizh, Alamagn... sklaeroc'h vo d'am soñj met n'em eus tamm arguzenn ebet da reiñ ! Trugarez dit evit ar c'hempenn, hollbouezus eo. A galon, --Gouerouz 10 Eos 2009 da 10:50 (UTC)
- Ma 'z eus un dibab d'ober e rafen ivez gant ar bro. Met ne vefe ket un difoc'h a dalvoudegezh etre un arzour a orin breizhat hag un arzour e Breizh ? --Y-M D 10 Eos 2009 da 13:16 (UTC)
- Trugarez da vezañ respontet ken prim! Aze emañ an dalc'h just a-walc'h, dav eo ober un difoc'h etre un arzour e Breizh hag un arzour breizhat. Ar fed ober rummadoù evel ur rummad:arzourien vreizhat e lak an traoù sklaer, ma tivizomp implijout ar rummad:arzourien Breizh e vo ret kompren neuze arzourien Breizh=arzourien vreizhat ha n'ouzon ket ma'z eo gwall sklaer, evidon eo sklaer met gwir eo e c'heller kompren ivez arzourien Breizh=arzourien o chom e Breizh ar pezh n'eo ket gant ur rummad:arzourien vreizhat. A-du on memestra ober gant kanerien Alamagn, skrivagnerien Breizh, matematikourien Spagn... Ret e vo neuze adenvel ar rummadoù a gaver er Rummad:C'hoarierien echedoù dre vro...--Gwendal 10 Eos 2009 da 15:12 (UTC)
- Ma 'z eus un dibab d'ober e rafen ivez gant ar bro. Met ne vefe ket un difoc'h a dalvoudegezh etre un arzour a orin breizhat hag un arzour e Breizh ? --Y-M D 10 Eos 2009 da 13:16 (UTC)
- Prederiet em eus un tamm hag ur mennozh a zo deuet din. Gwir eo evidon eo sklaer ivez arzourien Breizh=arzourien vreizhat, met gwir eo ne vo ket sklaer evit an holl. Neuze pe e reer gant ar rummadoù sklaer arzourien vreizhat pe e c'hellfer lakaet ur gerig e pennkentañ ar rummadoù a-stumm gant arzourien Breizh (sk: "Er rummad-mañ e kavoc'h an arzourien vreizhat ha ket ar re o chom e Breizh dre ret"). --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:27 (UTC)
- Me ne oarfen ket ober ar c'hemm, met ma lakit arzourien Vreizh n'eus ket d'ober kemm nemet etrear re zo er vro hag ar re all. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 11:27 (UTC)
- Ne rafez ket an difoc'h neuze etre un vreizhat hag un den o chom e Breizh?--Gwendal 14 Eos 2009 da 10:04 (UTC)
- Me gav ez eus un difoc'h memestra etre an 2. Setu perak e vo mat resisaat e pennkentañ ar rummad ar pezh a gaver e-barzh. --Y-M D 14 Eos 2009 da 13:52 (UTC)
- Ne rafez ket an difoc'h neuze etre un vreizhat hag un den o chom e Breizh?--Gwendal 14 Eos 2009 da 10:04 (UTC)
- Kentañ tra, n'eus ket mall, ha ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h. Goude-se, din-me, an dud zo o chom e Breizh zo Breizhiz. Lod ne oa ket Breizhiz o zud-kozh marteze, met se ne gemm netra evite. Nann, ne ran diforc'h ebet etre daou zen o chom e Breizh, ne vern pelec'h e vijent ganet. Ma rez te, lavar deomp pehini, ha penaos e rez. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 17:10 (UTC)
- Soñjal a raen d'ar re a zo o chom e Breizh (pe en ur vro all) ha n'en em lavaront ket breizhat pe evit da skouer ur japanat o chom hag o labourat e Breizh (hag en em lavar japanat). Hag-eñ e vo lakaet eñ er rummad:... Japan pe ar rummad:... Breizh? Ma 'vez lakaet anezhañ er rummad:... Breizh ne vo ket gwir kement ha lakaat anezhañ er rummad:... Japan nann? --Gwendal 14 Eos 2009 da 22:34 (UTC)
- Me ne oarfen ket ober ar c'hemm, met ma lakit arzourien Vreizh n'eus ket d'ober kemm nemet etrear re zo er vro hag ar re all. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 11:27 (UTC)
- Prederiet em eus un tamm hag ur mennozh a zo deuet din. Gwir eo evidon eo sklaer ivez arzourien Breizh=arzourien vreizhat, met gwir eo ne vo ket sklaer evit an holl. Neuze pe e reer gant ar rummadoù sklaer arzourien vreizhat pe e c'hellfer lakaet ur gerig e pennkentañ ar rummadoù a-stumm gant arzourien Breizh (sk: "Er rummad-mañ e kavoc'h an arzourien vreizhat ha ket ar re o chom e Breizh dre ret"). --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:27 (UTC)
Klasket em boa kempenn ha kreskiñ ar pennad, ha setu:http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lauburu&diff=535636&oldid=534557. Bianchi-Bihan 10 Eos 2009 da 21:48 (UTC)
Un dra da reizhañ
kemmañSalud deoc'h, tudoù,
Emaon o tihan gwelet ur frazenn savet fall, met war ur bajenn lec'h n'on ket evit chañch sort ebet (ar bajenn ma tegouezer pa ne vez ket kavet pennad ebet). Set' amañ ar frazenn :
"N'eus disoc'h ebet o klotañ gant ho koulenn."
ar pezh a zo "brezhoneg saout".
"N'eus disoc'h ebet hag a glot gant ho koulenn."
a vefe da skrivañ.
Hag unan bennaket a ve kat d'en ober ?
Ken ar c'hentañ
- A-du ganit. Meur a dra zo evel-se da reizhañ. N'ouzon ket piv zo gouest d'ober. An hini en deus savet ar pajennoù moarvat. Me 'gred e vije ret digeriñ ur bajennad evit listennañ an holl draoù-se, evel ma'z eus ur bajenn da listennañ ar pennadoù da ziverkañ. Bianchi-Bihan 12 Eos 2009 da 13:48 (UTC)
Ezhomm ag ur patrom
kemmañDemat,
ezhomm a 'm be skoazell da sevel ur patrom 'Pennad munudet' evel er WikiGl. 'article détaillé'. Ha skoazell a c'hellfen kaout ?
--Malo 14 Eos 2009 da 20:41 (UTC)
- Kinnig a ran dit goulenn gant Belvar labouret en deus war ur patrom albumoù dija, marteze c'hello sikour ac'hanout evit ar patrom-se. Me 'zo prest ivez da reiñ un taol sikour met n'on ket barrek tamm ebet war ar programiñ, met evit displegadenn ar patrom, ar brezhoneg pe ar c'hinnig... marteze ? Evel peus c'hoant, dit da welet. A galon. --Y-M D 15 Eos 2009 da 08:52 (UTC)
- Trugarez vras dit. Emaon o vont da c'houlenn digant Belvar evit sevel va fatromoù ; gant plijadur e tegemerin da evezhiadennoù.
A galon ganit--Malo 15 Eos 2009 da 22:12 (UTC)
Moyen Orient
kemmañNe teuan ket a-benn da dreiñ Moyen Orient e brezhoneg, ar re a oar a c'helfe lavaret din. Trugarez bras. --Y-M D 16 Eos 2009 da 14:38 (UTC)
- Reter-Kreiz.--Ex-Smith 16 Eos 2009 da 15:16 (UTC)
- Trugarez bras Ex-Smith, war ar prim ne teuen ket a-benn da gaout soñj. A galon --Y-M D 16 Eos 2009 da 15:28 (UTC)