Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 34 bloaz 2009

17/08/2009 — 23/08/2009

skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Brezel bed

kemmañ

Mat e vefe kavout ur c'henemglev war an doare da skrivañ anv ar Brezelioù bed. Tu a lavar gant un tired etre brezel ha bed. Hag evit ar pennlizherennoù ?
Ez tipografel e ranker ober gant : Brezel bed (hep pennlizherenn evit bed) ha ne lakfer ket un tired etrezo.
Gwelet GeriaouEGI ( Ekonomiezh, Geografiezh, Istor) skrivet gant Pêr Drezen, embannet gant Tes hag adlennet gant Divi Kervella. (p.13, ahel Roma-Berlin, da skouer)
Petra soñjoc'h ? --Y-M D 18 Eos 2009 da 09:43 (UTC)[respont]

Mat eo din skrivañ brezel bed, e-lec'h brezel-bed evel Roparz Hemon, a skrive n'eus forzh penaos. Neuze e vo ret tennañ un toullad tiredoù eus ar yezh! Krogomp gant fest noz, kannerez noz, sach blev, tro vicher ! Ha perak un tired e-barzh ahel Roma-Berlin? Bianchi-Bihan 22 Eos 2009 da 07:52 (UTC)[respont]
Ma, neuze e voe ret degas kemmoù d'un toullad pennadoù [[1]]. Mod-all e skrivis "krouerez dilhad" (da lavaret eo "styliste") (s.o Vivienne Westwood). Gwelout a ran e kinnig an Ofis ar ger stilourez. Mat eo din cheñch ma n'eo ket reizh. --Ex-Smith 25 Eos 2009 da 12:46 (UTC)[respont]
Pelec'h eo dav goulenn ur votadeg pe un dra bennak evel-se da zivizout hag-eñ e vo Brezel-bed pe Brezel bed? Kalz(ik) e labouran wan an danvez-se, neuze e vefe mat din gouzout.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 15:21 (UTC)[respont]
Demat Ex-Smith, d'am soñj eo ret goulenn gant ur merour sevel ur bajenn votadeg. Met n'ouzon ket ma c'hello, er mare-mañ, diaes e oa dezhañ war a seblant. --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:27 (UTC)[respont]
Marteze e vefe mat goulenn gant un istorour e brezhoneg, pe meur a hini zoken. Hag ur reolenn a zisplegfe e vefe ezhomm lakaat un tired pe get ? --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:41 (UTC)[respont]
Ma, trugarez, renket ar gudenn neuze. Danke sehr a lavarfen a-walc'h.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 18:26 (UTC)[respont]
  • Evit kudenn ar varrennig stagañ e seblant reizhet, met ur bennlizherenn a zo da Brezel ha ket da bed : Brezel-bed. Eil Brezel-bed, Brezel-bed Kentañ a zo ar stummoù reizh. Goulennet em eus gant un embanner hag ul lezenn tipografel eo. Neuze evit ober un holloueziadur gwir e ranker doujañ d'ar reolennoù-se. --Y-M D 25 Eos 2009 da 20:58 (UTC)[respont]
Neuze eo Brezel-bed kentañ. 82.249.95.191 26 Eos 2009 da 00:37 (UTC)[respont]
Ket penn-da-benn, evidon ez eo Brezel-bed Kentañ (hag Eil Brezel-bed), d.l.e hep pennlizherenn evit bed hepken. Ret eo adurzhiañ an dakasoù neuze ha goude e vo reizhet peptra. Echu gant an afer. Me 'zo a-du ober war-dro ma n'eus den a-enep. A galon --Y-M D 27 Eos 2009 da 12:50 (UTC)[respont]
A-raok kregiñ d'ober kemmoù eo ret bezañ sur emaomp a-du : daoust ha sklaer eo an dibab(où) evit an holl ? Daou bennad ha daou rummad a zle bezañ. Poellek e vo ober heñvel evit ar pevar anv-se (implij ar varrennig-stagañ hag ar pennlizherennoù). Ne ran ket kalz a forzh gant ur varrennig etre "brezel" ha "bed", e gwirionez, ha dizunvan eo ar boaz e seurt degouezhioù e brezhoneg skrivet hervez a lenner e yezhadurioù Kervella ha Favereau. Met ret eo ober un dibab, rak bremañ eo dizunvan an traoù (ha daou rummad a gaver neuze evit ar memes tra) : Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-Bed, Rummad:Brezel bed kentañ, Rummad:Eil Brezel-bed ha Rummad:Eil Brezel Bed (hag ur Rummad:Brezelioù Bed ouzhpenn !). Mat eo din ober diouzh a gaver e geriadurioù Roparz Hemon (brezel-bed). Evit ar pennlizherennoù, n'ouzon ket re. --Llydawr 27 Eos 2009 da 21:23 (UTC)[respont]
N'em eus kavet nemet ur pennad anvet Eil Brezel-bed, hag emañ er rummad Eil Brezel bed hag er rummad-se e kaver ar pennad... Eil Brezel-bed.--Ex-Smith 27 Eos 2009 da 21:31 (UTC)[respont]
Er [[2]] n'eus nemet ar pennadoù am eus savet / emaon o sevel diwar-benn an dud a oa er Führerbunker e dibenn ar brezel.--Ex-Smith 27 Eos 2009 da 21:49 (UTC)[respont]

Eveljust e c'hortozin e vefe ur c'henemglev evit cheñch traoù. War a seblant ez eo mat evit an holl evit ar varrenig-stagañ. Bremañ eo ret gwelet evit ar pennlizherennoù. Goulennet em eus gant un embanner, e vicher eo neuze lakaat seurt traoù en ur stumm reizh, hervezañ eo ret lakaat pennlizherennoù e pep lec'h war bouez war bed. Reizh e seblant ar stumm-se, dre ma vez c'hoant lakaat pouez war ar fed e vefe ur Brezel-bed hag ivez war an niver (evit diskouez ez eus bet meur a wech brezelioù a seurt-se), Kentañ - Eil. Hervez ar preder-se e vefe neuze Brezel-bed Kentañ ha Eil Brezel-bed. Bremañ e c'hortozan ali an dud war ar stumm-se. --Y-M D 28 Eos 2009 da 10:05 (UTC)[respont]

Ne sav ar gudenn nemet abalamour d'ar rummad, a-hend-all e vije diskoulmet aes gant an adkasoù. Evit Brezel-bed kentañ/Kentañ on souezhet e vije lakaet ur bennlizherenn d'an anv-gwan. Met n'em eus ket studiet an afer. Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 10:20 (UTC)[respont]
Evit ar rummadoù ez eus tu ober adkasoù ivez. Pe cheñch er pennadoù. Gwir eo n'em boa ket soñjet evit an anv-gwan. Gortozomp alioù all. --Y-M D 28 Eos 2009 da 10:38 (UTC)[respont]
Sklaer eo e vo skrivet kentañ, gwelout izeloc'h. Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 12:27 (UTC)[respont]

Daoust ha da gallegerien ar wiki amezek eo d'ober al lezenn war pennadoù hor wiki-ni? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Breizh&diff=551548&oldid=517045 82.249.80.14 21 Eos 2009 da 18:10 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h ganit. --Y-M D 25 Eos 2009 da 13:18 (UTC)[respont]
N'eo ket.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 20:59 (UTC)[respont]

Kemmañ a ra reolennoù al lizherennañ hervez ar yezhoù, pe ar broioù, ha marteze hervez an embannerien (pe an amzer, pe me 'oar), diouzh a welan (pa glaskan kompren un dra bennak). Ne gomzan ket eus al levrioù ma vez skrivet an titl penn-da-benn gant lizherennoù bras, evel-se ne vez kudenn ebet.

  • Setu pezh a welan em levrioù gallek:
    • Le Diable boiteux, Le Sage, Gallimard (kentañ ger ha kentañ anv-kadarn nemetken)
    • Dictionnaire des personnages de la Bible, François Bonfils, Librio
    • Les quatre vérités, David Lodge, Rivages
    • Grammaire bretonne, Pierre Trépos, Ouest-France
  • Em levrioù all:
    • La bruja y el maestro, Mariasun Landa (kentañ ger hepken e spagnoleg, el levr-se evel en un toullad levrioù spagnolek all ganin).
    • Coming up for Air, gant George Orwell (levr saoz, kentañ ger ha kentañ anv)
    • The Complete Short Stories of Erskine Caldwell, Signet (levr stadunanat, kentañ ger hag an anvioù-gwan hag an anvioù-kadarn)

Bremañ, peseurt reolennoù a zo implijet e brezhoneg, ha gant piv int bet savet? Gant embannerien, me 'ba'i.
Ha penaos e reont: evel e galleg, pe e saozneg, pe e spagnoleg? An daou, ma haotr!
Sed a zo skrivet war ar goloioù:

  • Ar Pennoù Koltar war an enez, An Here
  • Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here
  • A-berzh mamm-gozh, YF Jacq, KVB

Sklaer eo deoc'h?
Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 12:27 (UTC)[respont]

Setu ar pezh a oa bet desket ganin gwezhall: e saozneg e reer gant pennlizherennoù evit an holl c'herioù estreget araogennoù ha gerioù-mell; hag e galleg ec'h implijer pennlizherennoù nemet evit ar ger kentañ hag ivez evit anvioù divoutin. Gwir eo avat ne dalv ket ar reolenn-se atav hervez giz pep embanner 'michañs... Neal (Kaozeal) 28 Eos 2009 da 13:06 (UTC)[respont]
Kelennerien istor-douaroniezh Diwan ar ra gant Eil Brezel Bed, met n'em eus bet displegadenn all ebet.--Ex-Smith 28 Eos 2009 da 15:02 (UTC)[respont]
Peogwir ne c'hallo den ebet displegañ un dibab graet gant un den all ma ne oar ket peseurt reolennoù zo bet implijet. Pe ec'h int reolennoù d'an oberour, pe d'an difazier(ien), pe d'an embanner. Bremañ, pere eo ar reolennoù-se sed a vije da c'houzout: re ar galleg pe ur yezh all, pe re savet gant un den evitañ e-unan.
Pa soñjan: pere eo reolennoù an Here hervez an div sker-mañ:
  • Ar Pennoù Koltar war an enez, An Here
  • Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here

Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 15:56 (UTC)[respont]

Ha c'hoazh : golo al levr : Ar gañfated hag al louarn kamm. Golo-kein : ar Gañfarted. Troc'had : Ar Gañfarted hag al Louarn Kamm. (An Here)

Hag ivez : golo : Pilhaouer ha Boned Ruz, troc'had : Pilhaouer ha boned ruz. (An Here) Gant Al Lanv : Ar Vosenn Skarlek (marteze diwar skouer an destenn orin?) met Avel draezh. Gant An Alarc'h : ar gariadez vaen (golo), met Ar gariadez vaen (diabarzh al levr).--Ex-Smith 28 Eos 2009 da 16:26 (UTC)[respont]

Evit a sell ouzh ar saozneg sellit ouzh ar pennad-mañ: [3].

Neal (Kaozeal) 28 Eos 2009 da 16:34 (UTC)[respont]

Hervez a lennan, ma komprenan un dra bennak, e vez lakaet pennlizherennoù da bep gerpeurvuiañ, met gallout a ra ar reolenn kemmañ hervez an embannerien. Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 03:32 (UTC)[respont]

Lennadurezh ha galleg

kemmañ

Skouer c'hallek all, fentus:

  • La Plus Mignonne des petites Souris, Les Mini Classiques du Père Castor. E kein al levr, listennad al levrioù, un daouzek bennak holl evel La plus mignonne des petites souris, pennlizherenn d'ar ger kentañ hepken.
  • Kentel: reolenn en un tu, reolenn all en tu all. 82.64.15.75 29 Eos 2009 da 02:28 (UTC)[respont]

Italianeg ha saozneg

kemmañ

Brezelioù ha reolennoù

kemmañ

D'am soñj hon eus da zibab etre daou zoare eeun:

Ne garfen ket ober gant un doare all (diaesoc'h da gompren ar perag anezhañ) evel Eil Brezel-bed , ha nebeutoc'h c'hoazh gant Brezel-bed Kentañ. Alioù all? Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 03:46 (UTC)[respont]

Brezel hag embann

kemmañ

Un draig all: an dibab a reomp amañ a c'hall derc'hel kont eus pezh a vez graet gant an embannerien, lakaomp e vije emglev etrezo (en em vodañ a reont moarvat evit komz eus traoù evel-se, kouda?) met gwelloc'h eo gouzout n'eo ket se a lakay an embannerien (lakaomp e sellfent ouzh hor wiki-ni ur wechig bennak) da heuliañ hon ali-ni n'eus forzh penaos. Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 04:02 (UTC)[respont]

Klask sklaeraat an traoù

kemmañ

D'am soñj-me, n'eo ket gwall sklaer diwar-benn petra resis emeur o komz, rak war a welan emeur o koazeal diwar-benn traoù disheñvel-mik an eil re diouzh ar re all war un dro, da lâret eo: diouzh un tu, implij ar pennlizherennoù e titloù levrioù h.a. all embannet er vro-mañ'r-vro ha; diouzh an tu all, implij ar pennlizherennoù e titloù pennadoù ar wikipedia. Kenglotaat a c'hellont an eil gant egile, evel-just, met n'eo ket dav. E saozneg, da skouer, e reer gant meur a doare lizherennañ evit titloù levrioù hervez an tier-embann, hag implijout a c'heller un doare all (pe get) war ar wikipedia, herevz dibab an implijerion/ezed. N'eus forzh penaos, pa denn ur pennad d'ul levr bet embannet, e ranker implijout doare lizherennañ orin al levr-se pa saver ur pennad diwar e benn war ar wikipedia zoken pa ne glota ket gant doare lizherennañ boutin ar wikipedia-se. Neal (Kaozeal) 29 Eos 2009 da 07:33 (UTC)[respont]

An orin a oa penaos skrivañ evit ar Brezelioù-bed. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:42 (UTC)[respont]

Tri mil c'hast! kollet ma zamm pennad adarre! Ma, re hir e oa marteze, ne rin ket en-dro. E galleg hag e saozneg hag e spagnoleg e reer gant lizherennoù bras evit pep ger en anvioù ar brezelioù. First World War, hag all. Kinnig a ran evit eeunaat, evit ar rummadoù,ober gant: Rummad: Kentañ Brezel-Bed, ha Rummad:Eil Brezel-Bed. Hag echu ganin. Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 07:43 (UTC)[respont]


Dibab evit ar Brezelioù-bed

kemmañ

Krouiñ a ran an is-rummad mañ evit kemer un dibab. A-us e kavoc'h peadra da gaout un ali. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:51 (UTC)[respont]

  • Setu kinnig Y-M D :
    • Ur bennlizherenn evit ar gêr a gaver da gentañ eveljust, ket a bennlizherenn evit bed dre ma 'z eo staget da Brezel, Brezel-bed a zo un hollad, hag evit echuiñ ket a bennlizherenn evit kentañ dre ma 'z eo un anv-gwan.

Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed.
Me gav eo un doare poellek d'ober, dre ma 'z eus ur reolenn a vez heuliet. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:51 (UTC)[respont]

  1. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din, met mat e vefe kaout alioù all. --Ex-Smith 29 Eos 2009 da 09:04 (UTC)[respont]
  2. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din ivez. Gwendal 30 Eos 2009 da 10:55 (UTC)[respont]
  3. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din ivez. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 13:25 (UTC)[respont]
  4. Memes mod. Klaod Kadbzh 30 Eos 2009 da 16:46 (UTC)[respont]
  5. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din. --Llydawr 31 Eos 2009 da 20:04 (UTC)[respont]
War a welan eo bet dibabet ober gant ur stumm resis gant an darn vrasañ eus an dud, nemet ma teufe ker buan all implijerion/ezed all da reiñ ur soñj kontrol. Un dibab sklaer a zo bet graet neuze ha rankout a raio pep hini doujañ outañ, poellek pe get... Gortozet e vo un tammig muioc'h memestra evit gallout klevout ali implijerion/ezed all ha na deufe ket ken alies all da deurel ur sell war ar wikipedia-mañ. Gortoz gwell, gortoz pell - rak ne fell ket din kemmañ ur bern traoù ha neuze rankout o adlakaat en-dro en un doare all. A galon, Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 10:37 (UTC)[respont]
Ya evel just, a-du on ganit, gortozomp. Ne varvimp ket ma gortozomp un nebeut devezioù ouzhpenn. Ha gwir eo e vefe sot ha displijus kaout da cheñch an traoù mil gwech. A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 11:21 (UTC)[respont]

Poell ha poell

kemmañ
  • Ne ran forzh penaos e vo skrivet an daou anv rummad-se, met ne fell ket din e vije lavaret ez eo poellekoc'h an doare (a seblant bout) dibabet eget ar re all. Meur a zoare poellek zo ha n'emañ ket an holl boell nag en un doare nag en ur penn nag en ur yezh hepken.
  • Pa vez lakaet Kentañ Brezel-Bed e vez heuliet ur reolenn ivez, hag unan eeun ken ec'h eo eeun, ha poellek ken ec'h eo poellek (ar memes hini evel an hini zo e-barzh UDB, UNO, UMP, IRA): pennlizherenn evit pep ger, evel e-barzh fr:Première Guerre Mondiale ( met e galleg e reer ivez gant fr:Première Guerre mondiale met ur yezh poellekoc'h eget ar re all eo ar galleg gant div reolenn moarvat) pe en:First World War; ma n'eo ket poellek n'eo ket poellek ivez doareoù un toullad mat a yezhoù diboell ;
  • Breizh-Veur an hini a vez skrivet, ha Breizh-Izel, Zeland-Nevez, ha n'eo ket Breizh-veur! Ha ma n'eo ket se un "hollad", n'eus hollad ebet war an tamm douar patatez -mañ! ... An hini poellek a skriv Brezel-bed a ranko bezañ poellek hed an neudenn ha skrivañ Breizh-izel da virviken. Pe neuze, evel-just , e vo kondaonet da vout diboell. Sklaer evel lagad an naer, an Naer-Vor kement hag o'r.
  • En holl yezhoù keltiek, evit ur wech, e kaver emglev: pennlizherenn e pep ger
    • E kembraeg (me 'gred e teu an droienn vrezhonek eus an hini gembraek) e lakaer pennlizherenn d'ar ger byd, ken dinec'h ha tra.

Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 00:54 (UTC)[respont]

Un nebeud yezhoù diboell

kemmañ
  • Pennlizherennoù e pep ger

af:Eerste Wêreldoorlog als:Erster Weltkrieg an:Primera Guerra Mundial ang:Fyrst Ƿoruldgūþ bar:Erster Wödkriag bcl:Enot na Gyerang Pankinaban ca:Primera Guerra Mundial cy:Y Rhyfel Byd Cyntaf de:Erster Weltkrieg en:World War I es:Primera Guerra Mundial eu:Lehen Mundu Gerra ext:I Guerra Mundial fy:Earste Wrâldkriich ga:An Chéad Chogadh Domhanda gd:An Cogadh Mòr gl:Primeira Guerra Mundial gn:Peteĩha Ñorairõ Guasu gv:Yn Chied Chaggey Dowanagh hif:World War I ia:Prime Guerra Mundial id:Perang Dunia I ksh:Eezte Weltkreech la:Bellum Orbis Terrarum I lb:Éischte Weltkrich li:Örsjte Waeltkreeg mg:Ady Lehibe Voalohany ms:Perang Dunia Pertama mwl:Purmeira Guerra Mundial nah:Īyāōyo in Cemānāhuac Inic Cē nds:Eerste Weltkrieg nds-nl:Eerste Wealdkrieg nl:Eerste Wereldoorlog nrm:Preunmié Dgèrre Mondiale oc:Primièra Guèrra Mondiala om:Warrana Adunya 1 pap:Prome Guera Mundial Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 00:54 (UTC)[respont]

A-du gant Bianchi-Bihan: n'eo ket amañ un afer dibab etre un dra poelloc'h evit egile. Poellek eo an daou ginnig d'am soñj, dre ma'z eus bet roet arguzenn a-leizh evit o sousten. Bremañ e ranker dibab etreze hervez c'hoant pep hini. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:47 (UTC)[respont]
Marteze evez heuliet skouer ar saozneg en degouezh-mañ, piv 'oar? Alies e c'hoarvez evel-hen war ar wikipedia... N'ues forzh penaos, eo diaes goût hg-eñ eo bet skrivet ar ger "kentañ" gant ur bennlizherenn peogwir eo anezhañ kentañ ger ar frazennig e meur a yezh pe a-hendall peogiwr e vez skrivet pep ger gant ur bennlizherenn... Aet on da deurel ur sell ouzh un toullad pennadoù er yezhoù-mañ (ha n'eo ket an holl anezhe avat) ha war a welan e vez skrivet gant pennlizherennoù pep ger pa vez e penn-kentañ ur frazenn pe get. Ar gwir a zo gant B-B nueze evit ar skouerioù-mañ. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:31 (UTC)[respont]

Dipitet on un tamm o welet ar respontoù-mañ. Un tabut hir ha klok tre a zo bet dija (e-pad 10 devez d'an nebeutañ) ha kinnigoù a zo bet graet gant Bianchi-Bihan ha gant tud all. Ur c'hinnig am boa graet ivez o tisplegañ va doare da welet an traoù. Poellek e kaven va doare, met morse n' am eus lavaret ne oa ket ar re all, keit a ma vez un doare hollek da brederiañ ez eo poellek. Gellout a rafen displegañ va ali war an difoc'h etre Brezel-bed ha Breizh-Veur, met ne rin ket dre ma ne tegaso netra frouezhus d'am soñj.
Ar pezh a gavan dipitus un tamm eo e oamp erruet d'un dibab d'ober etre kinnigoù tabutet a-raok ha setu adkroget un tabut all (a gavan n'eo ket re liammet gant ar sujed orin ha ne tegaso ket kalz tra, met bon, neus forzh). Ma reer e-mod-se ne vo fin ebet ha dibab ebet, ha neuze e chomo sac'het wikipedia.
Digor tre on d'an tabutoù, eskemmoù ha d'ar mennozhioù all, met d'ur mare eo ret dibab. Fiziañs am eus e vo reizhet ar gudenn buan-tre hag e vin komprenet gant an holl (prest on da zisplegañ gwelloc'h ma 'zo ezhomm). A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 10:09 (UTC)[respont]

Tabut n'eus ket, diviz zo. Arguzennoù zo ivez. Bremañ, votet gant an dud, echu din. Nann ne welan ket peseurt kemm zo da lakaat etre Kentañ Brezel-Bed, un anv divoutin, tre evel Breizh-Veur. Met n'omp ket war-bouez un dislavar er wikipedia. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 10:32 (UTC)[respont]

Pa 'm eus implijet ar ger Tabut e oan o soñjal er mennozh diviz kentoc'h, evel ma peus lavaret a-us, trugarez dit evit bezañ diskouezet din talvoudegezh gwir ar ger tabut. Ma peus c'hoant e c'hellan displegañ va mennozh war ar an diforc'h-se, met ne gav ket din e vefe talvoudus, prest on d'en ober memestra ma peus c'hoant. D'am soñj eo mat ha n'eus ket ezhomm mont pelloc'h gant an diviz-se ha laoskomp ar re all da zibab. Ma 'z out a-du evel just (n' am eus ket c'hoant rediañ den). Trugarez, A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)[respont]
Ya, karout a rafen gouzout petra eo an arguzennoù. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 13:23 (UTC)[respont]
A-du, ma peus c'hoant. Evidon Brezel-bed a zo ur mennozh, un hollad, un dra. Tu 'zo e gontañ Ur Brezel-bed. Padal eo implijet Izel evit termeniñ Breizh, Breizh hag a zo Izel. Marteze ne vi ket kendrec'het, met bon. Setu va sell war ar sujed-se. A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 16:07 (UTC)[respont]
Gallout a reer kontañ ar brezelioù-bed, gwir eo, ha buanoc'h eget ar rouaned Loeiz e Bro-C'hall, dre chañs. Ne larin ket eveldout eo ur mennozh: fetisoc'h eo eget ur vro zoken, a zo ur mennozh ivez, ha luc'hskeudennoù kriz zo eus an daou vrezel-bed. Poan am eus o kompren e vije war un do ur mennozh hag un dra, met ur vro zo un dra ivez: ret e vije gouzout pe eus yezhadur pe eus prederouriezh ez eus kaoz amañ. Ne welan ket ivez e vije izel Breizh (na nevez Zeland-Nevez, na meur Kerne-Veur). A-hend-all, un dra zo sklaer din: e kembraeg, ar yezh tostañ, e skriver rhyfel byd ha cy:Rhyfel Byd Cyntaf. Ha ne gredan ket e vije disheñvel ar mennozh. Kendrec'het gant an displegadenn, n'on ket tamm ebet eta. Met ne vern ken ken. A galon. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 16:43 (UTC)[respont]
Ma, ne dabutin ket, divizout ne lavaran ket. Goulennet ouzh kelennerien istor-douaroniezh Diwan : ne reont ket gant ar varrennig-stagañ, met gant pennlizherennoù (skouer : Eil Brezel Bed). Neuze marteze e rankomp votiñ en-dro? Ha just a-walc'h ma'z eus unan ac'hanoc'h dedennet gant an danvez e chom un nebeud tud d'ober war o zro, gwelout : [[4]]. --Ex-Smith 1 Gwe 2009 da 17:12 (UTC)[respont]
Ma peus c'hoant e c'hellomp advotiñ (ma talvez ar boan ?), met mat e vefe ober un dra da vat neuze. Arabat eo e krogfe en-dro an diviz bep pemzektez. Me 'zo prest da sikour ac'hanout ma peus ezhomm, ur wech an amzer e klaskin ober tra pe dra. A galon. --Y-M D 1 Gwe 2009 da 17:55 (UTC) (PS : an distro eo neuze ne vin ket kalz amañ er sizhun-mañ)[respont]
Afer ag an anvioù-mañ alies: kenkoulz gober gant "brezel Bed kentañ" hag [[Eil Brezel Bed" (eeunoc'h da skrivañ, a-benn ar fin). Klaod. Kadbzh 9 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)[respont]