Se questo è un uomo

romant
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.

Se questo è un uomo a zo un danevell hir, savet gant Primo Levi, skrivet etre miz Kerdu 1945 ha miz Genver 1947, diwar-benn e vuhez e kamp-labour Auschwitz III-Monowitz betek e zieubidigezh. Troet eo bet e brezhoneg gant Serj Richard e-giz Hag un den ez eus anezhañ, Mouladurioù Hor Yezh, 2015.

Danvez

kemmañ

Karget e oa bet Primo Levi e 1945, hag ur prizoniad all gantañ, da sevel un danevell deknikel diwar-benn mont en-dro kamp-diouennañ Auschwitz evit ar Re Unanet. Al labour-se eo a voe diazez e levr Se questo è un uomo.

Poan en doe o kavout un embanner italian, nac'het e voe gant Einaudi, embanner meur Torino. A-benn ar fin e teuas al levr er-maez e miz Du 1947, e ti un embanner bihan, moullet 2500 skouerenn anezhañ hep sachañ nemeur a evezh warnañ. 1500 skouerenn a voe gwerzhet, ar peurrest a voe distrujet e liñvadeg Firenze e 1960.

Pa voe embannet e eil levr La Tregua ("An Dreverz") e 1963, e teuas un tamm brud d’ar skrivagner hag e voe taolet muioc’h a evezh ouzh e Se questo è un uomo, a voe troet neuze e meur a yezh.

Se questo è un uomo a gont ar vuhez e kampoù-diouennañ ar Yuzevien, evel ma oa bet bevet gant an oberour e-pad an Eil Brezel bed, gant ar stourm a zeiz da zeiz evit chom bev. Diskouez a ra a-hed al levr pegen euzhus e oa ar c’hampoù, ha pegen izel e veze lakaet an dud gant o bourevien.
Unan eus ar gwellañ testenioù savet diwar ar Shoah eo al levr.
Ur pennad-dilost a zo bet lakaet e 1976 d’al levr, ma klask Primo Levi respont d’ar goulennoù a vez graet outañ dalc’hmat goude e brezegennoù.

Barzhoneg

kemmañ

Setu amañ ar varzhoneg a deu war-lerc'h ar rakskrid, e penn kentañ an danevell.

C’hwi hag a vev dinec'h
En ho tiez blot,
C’hwi hag a gav en-dro pa zistroit d'ar gêr da noz
Boued tomm ha dremmoù karet,
Sellit pizh hag un den ez eus anezhañ
A boagn er fank
Na anavez ket an diskuizh
A stourm evit ur c'horn bara
A varv diwar ya pe nann.
Sellit pizh hag ur vaouez ez eus anezhi,
Deuet divlev ha dizanv
Hep nerzh ebet ken da zerc'hel soñj
Divuhez he daoulagad ha yen he bronn
Evel ur ranig er goañv.
Magit preder ez eus bet eus se:
Deoc'h e c'hourc'hemenn ar c'homzoù-se.
Engravit anezho en ho kalon.
Soñjit enno er gêr, en ur vont gant ar straed,
En ur vont da gousket, en ur sevel;
Distagit anezho en-dro d'ho pugale.
Peotramant, ra gouezho ho ti en e boull,
Ra voc'h brevet gant ar c'hleñved,
Ra droio ho pugale diwarnoc’h.

Savet eo bet ar varzhoneg diwar patrom ar Chema Israel, pedenn veur ar Yuzevien a zo da wir un arrouden eus levr an Adlezenn, VI, 4-9 ; ar gwerzennoù 6-7 a gaver amañ ger evit ger pe dost.

Pezh-c'hoari

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Da selaou

kemmañ