Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35 bloaz 2009

23/08/2009 — 30/08/2009

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kemenerez

kemmañ
*Troet e vin da gaout disfiz atav ouzh kinnigoù un den (?) (amañ Ofis ar Brezhoneg, ur maskl evit meur a zen hervezon, pa n'ouzer ket piv int, na penaos e reont o dibaboù) hag a zo bet tapet e gaou ouzhpenn ur wech, un den ha n'en deus ket skrivet kement a bennadoù war an danvez evel kenlabourerien ar wikipedia brezhonek n'eus forzh penaos.
*Krouerez, hag a zo reizh ken ha ken, ha ne blij ket din (De gustibus), zo komprenus ouzhpenn. Met gwelloc'h e kavan kemenerez. Ur vicher gozh, goude ma n'eo ket an hini goshañ.
*Muioc'h a gred am bo atav e dibaboù graet gant tud hag a vo gouest da zisplegañ ar perag eus o dibaboù: ne gredan ket e vije da vont da-heul, evel deñved pe Yann ar Peul. Da-heul tud dizanv nebeutoc'h c'hoazh.
*N'eo nemet ma ali-me, met a-du on ganin.

Bianchi-Bihan 25 Eos 2009 da 13:48 (UTC)[respont]

N'ouzon ket petra vefe ar respont mat, met evidon kemenerez a zo an den a fard ha ket an hini a grou an dilhad. --Y-M D 25 Eos 2009 da 14:00 (UTC)[respont]

Klakennat, netra ken

kemmañ
  • N'ouzon ket ivez, ha klask a ran. Met arabat bezañ touellet gant ar gerioù (ma ne vijent ket binvioù-touellañ ne vijent ket implijet gant tud ar bruderezh nag ar politikerezh) : n'eus kaoz amañ nemet eus ober dilhad. Setu perak e laran eo ur vicher gozh. Ha n'eo ket lakaat un anv saoznek (pe saoznekaet stylist/stilour) e-lec'h ur ger brezhonek a gemm ar vicher. Un hairstylist n'eo nemet un troc'her-blev.
  • Displeg din an diforc'h etre fardañ dilhad ha krouiñ anezho.
  • Ur skrivagner hag a grou en e benn ha ne skriv morse ul linenn (tud all a skuizh o bizied en e lec'h) a vefe ret envel krouer ivez. Pe n'haller krouiñ nemet dilhad? Lod a grou bedoù, hag a zo doueoù. Paotred ar c'hoarioù video, moarvat. Bianchi-Bihan 25 Eos 2009 da 15:02 (UTC)[respont]

Evidon eo (lavar a ran e galleg digarez, n'ouzon ket penaos e bzg) :

  • fardañ dilhad : producteur, réalisateur
  • krouiñ : inventeur
  • d.l.e : Oberer/Ijiner

Marteze n'eo ket gwir evit peptra, met evit an dilhad (dreist-holl, evit ar fashion) ez eus tud a ijin ha tud a fard anezho. --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:18 (UTC)[respont]

Bez ez eus skrivagnerien ha ne gemeront kreion ebet, ha kemenerien nadoz ebet. Met ober a reont levrioù ha dilhad, evel gwechall. Bianchi-Bihan 25 Eos 2009 da 15:21 (UTC)[respont]
N'eus kudenn ebet evidon ma implijoc'h ar pezh o poa kinniget er pennkentañ, met c'hoant am boa just diskouez e oa tu kemeskañ an dalvoudegezhioù, met ma 'z eo sklaer ar pennadoù eo mat pep tra. A galon --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:30 (UTC)[respont]
Displeget em eus ma soñj, n'on ket kendrec'het gant an diforc'h, met n'in ket pelloc'h gant an afer. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 15:01 (UTC)[respont]

Alioù goulennet. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 15:01 (UTC)[respont]

Daoust din bezañ adlennet ez eo ken hir ar pennad ken ez eus riskloù e chomfe fazioù. Ma welan ar re graet gant ar re all ez eo diaesoc'h din gwelout ma re. Ma fell da unan bennak teurel ur sell neuze. Fentus (?) eo gwelout ez eo ar pennad gallek troet diwar an hini saoznek, nemet o deus disoñjet treiñ ar frazenn ma reer anv eus difennerien diwezhañ ar bunker... Trugarekaat.--Ex-Smith 26 Eos 2009 da 18:54 (UTC)[respont]

Heñvel gant an holl: a) ne welomp mat nemet fazioù ar re all; b) ezhomm hon eus eus ar re all evit gwelout hon fazioù. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 20:57 (UTC)[respont]

Porchedoù

kemmañ

Marteze e c'hallfemp sevel ur porched diwar-benn arzoù ar gweled hag unan all diwar-benn an Eil Brezel-bed? N'eo ket divalav an niver a bennadoù diwar-benn an traoù-se en hor wiki-ni. Petra eo ho soñj? --Ex-Smith 27 Eos 2009 da 18:49 (UTC)[respont]

Savet 'm eus ar pennad Al Gore hag ezhomm em befe sikour evit ma vefe rezizhet ar fazioù (diaes eo komz eus politikerezh e bzg pa ne vezer ket boaziet) hag evit treiñ an arroud. Mar plij, ne tle ket bezañ re hir. Trugarez --Y-M D 30 Eos 2009 da 15:35 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 17:23 (UTC)[respont]


Treiñ

kemmañ

Unan bennak a ouezfe penaos treiñ Sudètes e brezhoneg? Sudeten en alamaneg, ha Sudety e tchekeg. Sudetoù a skrivis er pennad [[1]], cheñch a rin m'eo dav.

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ