Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35, bloaz 2010
30/08/2010 — 05/09/2010
- Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha tregont eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Un ali am eus roet, mat e vo kaout re all. Bianchi-Bihan 31 Eos 2010 da 14:39 (UTC)
Kumunioù Nafarroa
kemmañ- N'ouzon ket petra 'talvez "ofisiel" evit Bianchi-Bihan. Hiziv end-eeun on en em gavet gant ar rummad pennadoù bet savet gantañ diwar-benn "kumunioù" Nafarroa ma ro ar stummoù "ofisiel" a-hervez... ha n'int ket ofisiel (e spagnoleg zoken), trawalc'h oa klikañ war Wikipedia spagnolek evit gouzout. Setu un trevell reizhañ a vije bet gallet diouerout.--Trec'hlid mitonet 31 Eos 2010 da 15:39 (UTC)
- Ouzhpenn 40 pennad am eus krouet en deiz all, fazi a c'hall bezañ en unan bennak. N'eo ket fall kemer perzh er gwiriañ. Met ma vez ret dont da ziskuliañ amañ kement si pe fazi a gavi e 35 000 pennad ar wikipedia e c'hall dont da vezañ un tamm borodus. Bianchi-Bihan 31 Eos 2010 da 15:47 (UTC)
- Ma fell dimp e vije un tamm kred er Wikipedia brezhonek eo ret e vije talvoudus hag eus ar reishañ an traoù a gaver e-barzh. Evit ar "c'humunioù" eus Nafarroa (un 250 bennak), mard eo ret bremañ mont da wiriañ ha reizhañ ar frazenn nemeti a gaver e pep pennad, kement-se a gemer 3-4 mn evit pep hini (da vihanañ). Koulz e vije bet ober an traoù eus ar reishañ adal ar penn-kentañ, ur gounid e vije bet evit an holl.--Trec'hlid mitonet 31 Eos 2010 da 18:43 (UTC)