Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 34, bloaz 2010

23/08/2010 — 29/08/2010

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha tregont eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Afer ag ar patrom-mañ: piv a c'hello ma skoazellañ?

kemmañ

Patrom:Démographie2

Kod ar patrom-mañ a zo hir-tre hag e galleg ouzhpenn-se (gwelout:[1]). Gallout a rafen ober war-dro met dav 'vo gortoz un tammig a-raok gellet implijout anezhañ, amzer da dreiñ ha da gompren ar mont-en-dro. --Gwendal 25 Eos 2010 da 17:09 (UTC)[respont]

Hor wiki-ni

kemmañ

Ne blij ket hor wiki-ni d'an holl, war a lenner : [2]. --Ex-Smith 26 Eos 2010 da 05:45 (UTC)[respont]

Tud zo ha ne lennont ket ( tristat yaouankizoù eus an XXIvet kantved!) ha ne gomprenont ket an dud a skriv brezhoneg. Ret e vije kelenn ar yezh da dud ha ne lennont na ne skrivont ket. Bianchi-Bihan 26 Eos 2010 da 08:01 (UTC)[respont]
«Piv e-touez ar vrezhonegerien a implij Wikipedia brezhonek ? Nebeud nebeud 'meus aon. Me ma-hunan 'ran ket. Ha n'on ket direnket o implij Wikipedia gallek Pa weler live ar pennadoù diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg er Wikipedia gallek (maget gant ar jakobined hag al lipañse) zo peadra da vezañ nec'het un tamm.--Trec'hlid mitonet 26 Eos 2010 da 08:04 (UTC)[respont]
«N'eo ket war internet a vo derc'het ar brezhoneg en e sav.» Perak e sav ur blog e brezhoneg neuze? Me 'grede e oa «koll amzer»!?!--Gwendal 26 Eos 2010 da 08:12 (UTC)[respont]
«Piv e-touez ar vrezhonegerien a lenn brezhoneg ? », aze emañ an dalc'h. Anat eo n'eo ket evit tud eveltañ e vez skrivet brezhoneg, er wikipedia pe el levrioù. Peogwir e skriv e vlog moarvat evit gallegerien, n'eo ket dimp da lenn e brederiadennoù uhel. Bianchi-Bihan 26 Eos 2010 da 08:20 (UTC)[respont]
Nann, n'eo ket war internet e vo dalc'het ar brezhoneg en e sav. Na gant levrioù. Na gant ur skingomz (klevet e vez ar skingomz vrezhonek e Brest? en Oriant? e Lannuon? ). Na gant skolioù. Met gant an holl draoù-se. Ha gant TUD a ra war-dro an holl draoù-se ha gant ar yezh. Ma lenn galleg ar vrezhonegerien, ma skrivont galleg, ma komzont galleg, n'int ket brezhonegerien, met gallegerien a ra gant ar brezhoneg ur wech ar sizhun, pe ar miz, pe ar bloaz, evel gant saozneg pe ur yezh all ur wech an amzer: n'eo ket trawalc'h evit bezañ saoznegerien. Bianchi-Bihan 27 Eos 2010 da 08:39 (UTC)[respont]

Tizhet ar 35000 war-dro 10e 25. Ha bremañ, diskuizh. Bianchi-Bihan 27 Eos 2010 da 08:39 (UTC)[respont]

Nozvezh ar strink pe nozvezh strink (kinniget gant Bianchi-Bihan)? Er patrom Loskaberzh e kaver Nozvezh ar strink met mat eo din cheñch. --Ex-Smith 27 Eos 2010 da 16:58 (UTC)[respont]

Gant piv eo bet graet ar patrom, n'ouzon ket. Boulc'het em boa ar pennad 4 bloaz zo, ha n'em boa ket graet anv eus se. Petra eo an droienn er skolioù? Ma lavarer un daol goad hag ur vazh houarn e vo un nozvezh gwer-strink d'am meno. Hag er c'hlasoù istor? (Nozvezh ar strink : la nuit du cristal) Bianchi-Bihan 27 Eos 2010 da 17:06 (UTC)[respont]
Nozvezh ar gwer-strink e-barzh geriaouEGI (Ekonomiezh, Geografriezh, Istor) gant Pêr Drezen (TES 2007).--Trec'hlid mitonet 27 Eos 2010 da 20:09 (UTC)[respont]
Gwelloc'h e komprenan neuze: an nozvezh ma voe torret gwer (a c'hallfe bezañ evel nozvezh ar gwer torret) eta. Un droidigezh eus un droienn alamanek marteze? Un anv poellek ha komprenus eo. Goulenn a ran ma vo graet gantañ ma ne sav den ebet a-enep. Bianchi-Bihan 28 Eos 2010 da 07:31 (UTC)[respont]