Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 33, bloaz 2010

16/08/2010 — 22/08/2010

Skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha tregont eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Patrom

kemmañ

Ne gomprenan ket perak ne ya ket mat en-dro ar patrom er pennad Rodrigo y Gabriela. Marteze e c'hallo unan bennak diskoulmañ an afer. Trugarekaat.--Ex-Smith 16 Eos 2010 da 17:46 (UTC)[respont]

Renket, arabat disoñjal klozañ ar c'hrommelloù ;).--Gwendal 16 Eos 2010 da 17:48 (UTC)[respont]

A-hervez eo Emvod ar Gelted en Oriant anv brezhonek ofisiel ar Festival Interceltique de Lorient. Unan bennak a c'hallfe lavarout din hag-eñ e welan sklaer neuze pa lennan an anv e krec'h ar pajennoù ofisiel-mañ? Amañ: [[1]] hag amañ: [2]. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 18:54 (UTC)[respont]

N'eo ket bet troet anv ar bajenn, tra ken. Troet eo bet war ar skeudenn-mañ, avat... --Belvar 16 Eos 2010 da 19:03 (UTC)[respont]
Peurvuiañ e tiazezer pennadoù wikipedia war an anv ofisiel, hini implijet gant an aozadur e-unan, setu perak ez eus ur pennad Ouest-France, ha n'eo ket West-Torch. Poissonbouge n'eo ket un feunteun ken sirius evel hini ar FIL e-unan memestra!Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 19:09 (UTC)[respont]
A-du krenn. Met aze eo diskouezet gant ar skeudenn eo ivez implijet "Emvod ar Gelted" gant an aozerien. Ne welan abeg ebet da chom hep implij ar memes anv evit ar bajenn, dre m'emaomp war ar wiki Brezhoneg. Heñvel eo evit Gouel an Erer Kozh ha Festival des vieilles charrues... N'eus meneg ebet eus ur stumm brezhoneg evit anv Ouest-France, setu perak eo e galleg an anv war ar wiki. --Belvar 16 Eos 2010 da 19:19 (UTC)[respont]
Ma vefe war bajenn an aozerien e veje aesoc'h bezañ a-du ganit. Ur skeudenn e lec'hienn poissonbouge.com n'eo ket sirius, n'o ket ken ken sirius hag un titl ofisiel e lec'hienn ofisiel an aozerien.
Evit an erer kozh n'ouzon ket, ha n'in ket da welout, ne ran forzh gante.
An holl vrezhonegerien a gomzan gante a ra anv eus Westorch. Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 19:31 (UTC)[respont]

Ha war ar skritell ofisiel-mañ, petra a lenner? [3]. Met anat din e vo kavet kant digarez evit lavaret ne dalvez ket: n'eo ket skrivet ken bras, a-dreuz emañ ha n'eo ket a-blaen...--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 20:29 (UTC)[respont]

Goude lenn ar planedennoù, lenn er speredoù? A-benn ma vez lakaet da anv ofisiel un anv skrivet ken bihan e c'haller krediñ eo ofisiel ar brezhoneg e Breizh. Bianchi-Bihan 17 Eos 2010 da 08:01 (UTC)[respont]
poissonbouge.NET a zo ar servijer oc'h herberc'hiañ ar skeudenn, 'peus ken mont da gwiriekaat war al liamm bet lakaet ganit... Ha ma n'out ket dedennet gant an tabut (dre ma "ne res forzh" gant an arguzennoù), ne gendalc'hin ket pelloc'h kennebeut, vidon eo sklaer ez eo "Gouel ar Gelted" un anv ofisiel. --Belvar 16 Eos 2010 da 20:39 (UTC)[respont]
Nann, ne ran forzh ebet gant an erer kozh, hag abaoe pell zo. Nann , n'em eus ket c'hoant da genderc'hel gant an tabut (sellout ouzh ster ar ger). Met ma'z eo "Gouel ar Gelted" an anv ofisiel eo ret kemmañ anv ar pennad. Bianchi-Bihan 17 Eos 2010 da 08:01 (UTC)[respont]

Mat e vefe da dud all lenn ar pennad, n'ouzon ket hag-eñ eo aes da gompren. --Ex-Smith 18 Eos 2010 da 16:11 (UTC)[respont]

Din eo komprenus.--Gwendal 19 Eos 2010 da 12:53 (UTC)[respont]

Marteze e vefe gwelloc'h ober gant un anv all, n'eo ket?--Gwendal 18 Eos 2010 da 16:33 (UTC)[respont]