Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 36, bloaz 2020

31/08/2020 — 06/09/2020

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhunvezh ha tregont eus 2020 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Pegen pouezus eo skrivañ er Wikipedia brezhonek

kemmañ

E-barzh niverenn diwezhañ Ya ! (niv. 799, 2 Here 2020) ez eus ur pennad a-bouez skrivet gant Jean-Michel Sanner (aozer ar Redadeg hag arbennigour war an urzhiaterezh) Treiñ deus an eil yezh d'eben. Pouezañ a ra war an araokadennoù bras a zo bet graet evit sevel troidigezhioù emgefreek. "Treiñ un destenn a chomo un arz gant doareoù liesseurt a vo diaes-tre da dizhout gant ur meizad… Mont a ra ken buan an traou ma 'z eus bet digoret gant Google ur servij evit treiñ war ar prim ur brezegenn ! Hag an disoc'h n'eo ket fall tamm ebet !"
Displeg a ra e vez savet patromoù yezhoniel ar yezh a-drugarez "da gresk bras galloudoù jediñ an urzhiaterezhioù" ken "eo deuet war wel ar rouedadoù neuronoù ardaouel awenet bras gant mont-en-dro neuronoù an empenn."
"Ar patromoù zo jedet a-drugarez d'ar rouedadoù neuronoù ha dreist-holl da gorpusoù bras spontus eus ar yezh evel ar c'horpus Wikipedia da skouer."

Pa 'z eus er Wikipedia ur skouer eus ar yezh kempred e c'heller muzul hon tammig atebegezh. Pa vo un troer emgefreek mod-nevez evel just.

Ur pennad da sevel : naouegegezh alvezel (TermOfis), kalvezadel pe alvezel (Martial Ménard). Petra a vo dibabet ? --Ch. Rogel (kaozeal) 4 Her 2020 da 16:51 (UTC)[respont]

TermOfis evit intelligence artificielle : "naouegezh artifisiel" (studiet). Eus Geriadur ar stlenneg Preder e teu "naouegezh alvezel" (evel pa vefe k/ø alvezel). "Naouegezh kavezadel" a vefe mat. --109.218.130.48 4 Her 2020 da 17:06 (UTC)[respont]
Guy Etienne, 18/10/1992, KIS-433, Lavar 10, 1997 : Kinnig a ran ober gant ar stirann -naou- e sterva “arc'hwelioù meiz leuriadekaet d'an ijinennoù”. Seul naouekoc'h e ve lavaret un ijinenn ma ve stankoc'h enni an arc'hwelioù meiz leuriadekaet. Da heul e komzfed a ijinenn naouek (Gl. machine intelligente), a naouegezh kalvezadel pe, marteze gwell : alvezel (Gl. intelligence artificielle) — o c'houzout ervat emañ an adanv alvezel eno evit strishaat an erdal hep mui ha n'eo ket evit dec'han ur gwered divellekaat evel ma ra an adanv Gl. artificielle : naouegezh alvezel un ijinenn, an naouegezh vevedel en ul loen pe en un den zo an hevelep perzh furmel. (Lavar) 2.14.175.63 4 Her 2020 da 18:00 (UTC)[respont]
Naouegegezh kavezadel eta ? Gwell : naouegegegezh kavifisiel. 86.214.137.174 4 Her 2020 da 18:29 (UTC)[respont]
TermOfis e 2037 : iñtelijañs artifisiel (etudiet). 92.135.108.183 4 Her 2020 da 19:05 (UTC)[respont]