Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 36, bloaz 2022
05/09/2022 — 11/09/2022
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha tregont eus 2022 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Tagadenn ad hominem adarre
kemmañEdgar adarre (eil gwech dindan miz) : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AOttaviano_de%27_Medici&type=revision&diff=2011805&oldid=2011779 Bianchi-Bihanig (kaozeal) 4 Gwe 2022 da 19:06 (UTC)
- Ur pemzektez zo bennak : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Frassineto_Po&oldid=2009575. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 5 Gwe 2022 da 06:51 (UTC)
- « Digoust » eo an adkasoù. Kadarnaet eo bet o zalvoudegezh evit an implij-mañ gant kumuniezh ar wiki-mañ, neuze n’eus ket da chom hep ober ganto.
- Aotreet eo krouiñ kalz pennadoù berr, ganto ar memes framm. Rankout a ran lavarout dit, avat, e c’hallfe ur robot krouiñ pennadoù eus ar seurt-se kalz buanoc’h, neuze n’eo ket faos-tout ar pezh skrivet gant an IP. Met n’eo ket difennet ober ul labour a c’hallfe bezañ emgefreekaet, ha ma kav an IP skuizhus adlenn anezho, n’eus nemet chom hep ober.
- A-zivout degemerablentez (trugarez da Favereau) ar pennadoù eus ar seurt-se, ar gumuniezh a zivizo. Evit poent n’am eus gwelet goulenn ebet da « nullañ » ur bajenn peogwir n’eo ket ur gumun vihan eus Italia pouezus a-walc’h evit kaout ur pennad amañ.
- Diezhomm eo reiñ ma ali d’an IP-mañ, meur a wech am eus graet: kae da ober un dra bennak all (penaos e vez lavaret prétérition e brezhoneg?). Ar memes ali e roan dit pa ne blij ket dit ar pezh lavaret gantañ — ne welan netra re zroug er wech-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gwe 2022 da 13:39 (UTC)
War-raok
kemmañEvel ma lenner e Keleier ar Wiki eo aet niver ar pennadoù war-gresk er sizhunioù diwezhañ. Er bloaz-mañ ez eus bet boulc'het kalz muioc'h a bennadoù eget er bloavezhioù tremenet ([1]. Un dra vat eo. Trugarez d'ar genlabourerien o deus skrivet anezho. Met kalz eus ar pennadoù nevez-savet zo pennadoù berr. Pa seller ouzh roll ar 1000 pennad diazez, da gaout e pep yezh ([2]), e weler n'eomp ket war-raok e-skoaz ar mizioù tremenet, nag e-keñver ar yezhoù all. Labour a chom evit an holl eta ! --Llydawr (kaozeal) 8 Gwe 2022 da 16:05 (UTC)
Brezhonekaat pe chom hep ober?
kemmañBremañ ez eus ur pennad Elesbed II hag ur pennad Charles III. Kempoelloc’h e vefe ober gant Elizabeth II / Charles III pe Elesbed II / Charlez III, ha kaout reolennoù ledanoc’h evit anvioù eus ar seurt-se. Alioù, mar plij ? Huñvreüs (kaozeal) 9 Gwe 2022 da 15:52 (UTC)
- Pab Frañsez zo ivez: https://br.wikipedia.org/wiki/Frañsez_(pab). Ha Charlez II (Bro-Saoz). Neuze Charlez III (Bro-Saoz). Meur a Charlez III all zo bet. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 10 Gwe 2022 da 07:49 (UTC)
- Mat e vefe din. Roue ar Rouantelezh-Unanet eo, ledanoc’h eo evit Bro-Saoz. Koulskoude e lavarer Loeiz XIV Bro C’hall, ha n’eo ket Loeiz XIV Bro C’hall ha Navarra (ar memestra eo e galleg). N’on ket sur kaout a-walc’h aspirin evit klask kompren perak. Huñvreüs (kaozeal) 10 Gwe 2022 da 08:55 (UTC)
- Roue ar Rouantelezh-Unanet eo, ledanoc’h eo evit Bro-Saoz. Re wir: n'hon eus ket da ober evel ar C'hallaoued ha ne reont ket ar c'hemm. Roue Navarra zo c'hoazh un afer all : gwall vihan e oa al lodenn eus Navarra ma oa roue Loeiz...
- Ar rouaned saoz a lavare ivez bezañ rouaned Bro-C'hall, er Grennamzer. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 10 Gwe 2022 da 12:56 (UTC)
- Reisoc'h e ve gober hant an anvioù ofisiel : Elizabeth II & Charles III (ar R-U, n'eo ket Bro-Saoz), ar pab Franciscus, ar roue Louis XIV. Ur pennad Benito Mussolini zo, n'eo ket Benead Musolini, perak 'ta ? 2A01:CB08:8913:1900:4904:AAB6:FA87:B39C 11 Gwe 2022 da 10:26 (UTC)
- Ar gaoz -se zo bet kant gwech abaoe deroù ar wikipedia-mañ.
- Anvioù ar bibien a vez troet en holl yezhoù, ar broioù latinek (n'eus nemet unan) a ra gant an anv latin .
- Anvioù ar rouaned a zo pe e yezh o bro pe er yezh a ra anv anezho (ar c'hiz kozh, diazezet mat): https://www.bbc.com/mundo/noticias-internacional-62836790. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 11 Gwe 2022 da 10:32 (UTC).
- Reisoc'h e ve gober hant an anvioù ofisiel : Elizabeth II & Charles III (ar R-U, n'eo ket Bro-Saoz), ar pab Franciscus, ar roue Louis XIV. Ur pennad Benito Mussolini zo, n'eo ket Benead Musolini, perak 'ta ? 2A01:CB08:8913:1900:4904:AAB6:FA87:B39C 11 Gwe 2022 da 10:26 (UTC)