Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 40 bloaz 2008

29/09/2008 — 05/10/2008

skrivañ un dra bennak en daou-ugentvet sizhun eus 2008 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h


Treiñ pe get?

kemmañ

Petra ober pa saver ur pennad diwar-benn ul levr ha n'eo ket be troet (c'hoazh) e brezhoneg : mirout an titl orin pe brezhonekaat anezhañ? Gwelout Poanioù ar Werther yaouank. --Ex-Smith 5 Her 2008 da 21:23 (UTC)[respont]

Gwelout Un Diwrnod yn yr Eisteddfod, Y Tair Rhamant, Se questo è un uomo, Mein Kampf, Das Kapital ... Met marteze n'eo ket ret bezañ re strizh: anvioù hir ha digomprenus zo ivez, ne oar ket an holl len japaneg, ha me oar. N'eo ket aesoc'h eo ober gant Prolegomena zu einer jeden künftigen Metaphysik, die als Wissenschaft wird auftreten können eget treiñ e brezhoneg? N'eusforzh penaos e vije ret kavout an anv er yezh orin el linenn gentañ. Bianchi-Bihan 12 Her 2008 da 09:09 (UTC)[respont]
Pep hini a c'hell treiñ pep a ditl e brezhoneg pa ne c'hell den sevel un difenn outañ. Burzhud ar wiki frank hag ar yezh dinask eo. Ar riskl brasañ : ur ginnigadenn evit un titl all. Ret e lakaat an titl orin e korf ar pennad evel-just ha un adkas diwarnañ evit ar re vrudetañ. --Ch. Rogel 12 Her 2008 da 21:23 (UTC)[respont]