Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 41, bloaz 2011

10/10/2011 — 16/10/2011 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er unan ha daou-ugentvet sizhun eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

... a zo anvet heñvel en alamaneg hag e galleg: perak e vije ret kemmañ hec'h anv e brezhoneg? Bianchi-Bihan 12 Her 2011 da 02:21 (UTC)[respont]

Adanvet reizh eta. Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 11:22 (UTC)[respont]

Labour merourien kemmañ

Labour an Implijer:92.103.152.212 . Al labour diverkañ n'eo ket aotreet er wikipedia. Bianchi-Bihan 12 Her 2011 da 09:33 (UTC)[respont]

Gwir eo. Primoc'h e vefe skrivañ war bajenn ur merour pa vez seurt goulenn. Estroc'h evit diverkañ traoù en deus graet war a seblant. Lezet em eus ur ger hag ur patrom a-ratozh er bajenn kaozeadenn evit ar mare.--Kadwalan 13 Her 2011 da 14:14 (UTC)[respont]

Botoù dre dan kemmañ

Salud deoc'h. Digoret ez eus ur votadeg all war pajenn ar botoù da c'hoût ha roet e vo ar statud bot da Vagobot ha da JhsBot. Labour mat a reont. An eil dreist-holl. Degas a ran da soñj deoc'h e vez kuzhet labour ar botoù o deus ar statud-se e pajenn ar c'hemmoù diwezhañ nemet ha c'hoant ho pefe da welet ar pezh a reont. Skañvaat a ra un tamm mat ar roll kemmoù eta hag aesoc'h eo kavout ar pezh a fell d'an unan. A galon --Kadwalan 13 Her 2011 da 14:14 (UTC)[respont]

Brezel emañ kadwalan oc'h ober ouzh ma labour adarre, ha gant fazioù bep tro (evel en titl-mañ). O pellaat diouzh ar wikipedia holloueziadurel emaomp. N'eus ket ur merour evit harz outañ?Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 14:44 (UTC)[respont]

Kavout a ra dezhañ ne vez ket graet al labour buan a-walc'h ganin!!! Hag eñ bet tri bloaz hanter gant e hini:http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sahoure&action=historysubmit&diff=1072006&oldid=283796 ! Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 14:53 (UTC)[respont]
N'out ket perc'henn war ar pennadoù, savet e vez ar pennadoù dre genlabour an holl skridaozerien. Ar brezhoneg eo yezh hor wikipedia ha seblantout a raes a-du db an dra-se p'hon eus kaozeet diwar-benn ar memes danvez en davarn un tamm mat a amzer zo bremañ. Kemm anvioù pennadoù en alamaneg pe e portugaleg n'eo ket ober brezel. Ma vefe choazet an titl ganit e brezhoneg ne vefe netra da gemm moarvat. Amzer a-walc'h a vez gant an holl genlabourerien d'en em soñjal pemp munut a-raok treiñ un anv-bro en un anv-pennad. Ma tisplegfes perak e talc'hez d'o skrivañ e yezhoù all e vefe tu kompren marteze? --Kadwalan 13 Her 2011 da 15:03 (UTC)[respont]

Pep hini a labour evel ma kar. Kemer a ran ma amzer eta, ha n'an ket da ober reuz e pennadoù ar re all, eveldout. N'on ket sklav na mevel den ebet. Treiñ a ran, en ur ziwall penaos e vo troet anvioù an dud, a zo liammet an eil ouzh egile, ha klask a ran kompren pezh a ran a-raok, n'eo ket eveldout pa faziez div pe deir gwech gant da gemmoù alies. Marteze e plij dit gwaskañ war ar re all. War ma choug bepred e plij dit ober. Implij ar wikipedia evit un tamm veñjañs abaoe ar bloavezhioù kozh ... Brav. Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 15:14 (UTC)[respont]

Evel just pep hini a labour evel ma kar hervez ar reolennoù. Rezon 'teus. Kemer a rez amzer da dreiñ Von Osterreich gant Aostria ha de portugal gant Portugal, da skouer. Mat-tre. Emañ ar gwir ganit prederiañ. Ma tremen unan da sikour da dreiñ buan ne dalvez ket ar boan da vezañ annoazhet memes tra. Ar reolenn zo lakaat an titloù e brezhoneg. Ur devezh pe ur penn-devezh zo gortoz a-walc'h da'm soñj evit ma vefe graet. Ne lâran ket ne ran ket fazioù ha kontant e vezan da vezañ difaziet atav. Arabat klask abegoù personel. N'anavezan ket ac'hanout nemet dre ar pezh a rez amañ e vefe.--Kadwalan 13 Her 2011 da 16:13 (UTC)[respont]
Mat e vefes da gontañ romantoù ma ne adlavarfes ket atav ar memes tra. Abaoe an deroù emañ ar verourien fall o tagañ ac'hanout en un doare disleal ha disol da grediñ. Ma kav dit e ranker klokaat ur pennad kae hardizh ha mat pell zo. Reolennoù envel zo. N'eo ket dav gortoz zoken evit o lakaat da dalvezout. Kontant on da c'hortoz un tamm met n'eo ket ret ober. Ha da istorioù difenn n'int ket gwir. Bep gwezh ma vez kemmet an disterañ tra ez pajennoù (ul liamm amañ) e vez trouz. N'eo ket evel-se ez a wikipedia en-dro. --Kadwalan 14 Her 2011 da 11:09 (UTC)[respont]
  • Da fazioù ha sorc'hennoù n'int ket romantoù, siwazh: fedoù pennek int. Mareadoù sioulder da grouiñ zo bet, hervez ar verourien, gwir eo. Te 'lar ez eus merourien fall, me' larfe ez eus darn a ra un implij fall eus o galloud, netra ken. Ha pa welan unan ec'h anavezan anezhañ, ha n'on ket bet ma-unan.
  • Reolennoù evit pep anv n'eus ket (nemet ar re ijinet ganit), setu ma vefe ret kaozeal un tamm aliesoc'h eget ma rez, e-lec'h divizout da-unanik, hervez da froudenn ha hep kaozeal, petra zo mat ha petra zo fall, hag e-lec'h kaondaoniñ, gant ur spered tostoc'h ouzh ar relijion eget ouzh an holloueziadouriezh, pell-mat diouzh ar c'henemglev. Hervez ar reolennoù eo ar c'henemglev a rank ren, ha n'eo ket da lezenn-te.
  • Keit ha ma ri ar reolennoù da-unan, ha da lezenn war ar pennadoù, e ri al labour enne ivez. Ne gomprenez ket, peogwir n'eo ket te a ra al labour, eo liammet ar pennadoù, hag e vez ur bern anvioù disheñvel evit komz eus ar memes den, setu e ranker mont war-blaen, rak ul labour diaes eo. Ha pa freuzez al labour graet ne gavan penn ebet ken d'an neudenn. Dit eo fentus? aes? mat-tre! Neuze, ma'z out finoc'h eget ar re all, e ri labour ar re all da-unan. Bianchi-Bihan 14 Her 2011 da 13:07 (UTC)[respont]

Ne gavan na farsus nag aes. Gwir eo n'eus ket reolennoù evit an holl anvioù. Unan zo avat zo e ranker ober gant brezhoneg prop er pennadoù hag en titloù ar muiañ ar gwellañ. N'eus ket ezhomm da vezañ merour da c'houzout an dra-se. Ne welan ket perak e talc'hes da sevel titloù pennadoù gant anvioù broioù pe titloù en holl yezhoù Europa. Da skouer : Elisabet af Østrig er memes devezh ha Elisabeth von Österreich pe Maria de Portugal, Katharina von Österreich (1533–1572), Catalina de Aragón, Elisabeth Ludovika von Bayern. Ha re all bemdez diouzh an druilh. Gortoz a ran Edward of England... Nac'hañ a rez displegañ perak. Marteze az teus c'hoant e vefe tu da gavout an anvioù-se er stumm-se. Mat-tre. Adkasoù zo evit an dra-se. Padal e kavan reizh adkas ar pennad d'un titl e brezhoneg. Ma n'emaout ket a-du displeg perak. C'hoant 'peus da choaz da-unan. A-du emaon ganit. Ne c'houlennan ket gwelloc'h. Met netra ne redi ac'hanomp da c'hortoz en tu all d'un devezh, na memes d'un eurvezh daoust ma c'hortozan atav un tamm. Ma kavez un anv gwelloc'h e brezhoneg goude gra gantañ --Kadwalan 14 Her 2011 da 14:18 (UTC)[respont]

D'am soñj eo ret brezhonekaat pep anv. Er wikipedia brezhonek emaomp hag an danvez hag a zo er pennadoù a rank bezañ e brezhoneg ivez (memes m'eo kuzh an danvez...).
Bianchi-Bihan: me gred e peus savet pennadoù gant anvioù brezhonekaet. Petra eo da zezverkoù evit dibab anv pe anv ? Gwendal 14 Her 2011 da 16:46 (UTC)[respont]

Respont kemmañ

  • Dit e respontan, ha n'eo ket d'ar merour a vez o kontañ ma fec'hedoù er penn all d'ar wikipedia ha ne oar ket en em zigareziñ goude e vrezel divrudañ gant e gornichon en deiz all, chomet digastiz evel ma teree.
    • Sklaer eo, n'eus den perc'henn d'ar pennadoù: hag eñ n'eo ket ivez. Met adalek ma lako e fri em labour e paouezin gant ar pennadoù-se. Ne genlabourin ket gantañ ken. Dezhañ d'o echuiñ: gant sikour ar bern merourien zo ne vo ket pell!
  • Me gred eo droch lavarout, ken aes ha tra, eo ret brezhonekaat pep anv hep gouzout eus petra emaomp o komz. Ha brezhonekaet e vo Helmut Kohl d'ober Elmout Kaol? New Hampshire d'ober petra? Kontelezh Hamp nevez , pe me oar? Jorj Herbert evel ma rae Kadwalan er bloavezhioù tremen? Lakomp. Neuze, sav ur pennad penn da benn er stil-se ma vo gwelet an disoc'h.
  • Me gred eo ret studiañ a-raok treiñ. Ha treiñ a ran, evel emaout o paouez lavarout, hag un tamm muioc'h eget n'eus forzh piv amañ, ma sellan a-dost ouzh ar sifroù ha stadegoù: ret eo kontañ? Neuze eo ur prosez fall emañ Kadwalan oc'h ober, evel abaoe 2008, ha n'eo ket un den neptu, hag abaoe pell, hag en diskouez a ra bemdez. Ma vez ret e rin ar gont eus e daolioù fall e-lec'h sevel pennadoù, marteze eo se emañ o klask.
  • Pa vez un anv-den, kentañ tra, e viran an anv: George Washington n'eo ket Jorj Kerwashing. Margarethe von Trotta a chom evel m'emañ, daoust d'ar c'hoant da gemmañ hec'h anv, peget en unan fin en deiz all: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Margarete&action=historysubmit&diff=1070811&oldid=1070673). Ha Kristina Sveden zo bet troet ganin goude sellout ouzh an holl stummoù, ha da gentañ penn an hini svedek evel just, hag etre Christina ha Kristina e tibaban an hini tostañ d'ar brezhoneg.

Bianchi-Bihan 14 Her 2011 da 17:29 (UTC)[respont]

Ma gomprenan mat ac'hanout e rez hervez ar wikipediaoù all. Pa droont e rez heñvel pa chomont hep treiñ e rez kement all. An dra-se eo ? Mat e vije gouzout perak e tro ar wikipediaoù all an anvioù pe get, ne gav ket dit ? Ma sellan mat, eo tost an holl anvioù e liamm gant anvioù broioù pe lec'hioù hag ul lod mat a zo bet brezhonekaet abaoe pell. Neuze George Washington a chom George Washington evel-just, met Katharina von Österreich a c'heller treiñ aes da skouer (ha graet eo bet). Ma n'eo ket bet brezhonekaet an anvioù lec'h e implijer an anv orin, va ali eo. Gwendal 14 Her 2011 da 18:05 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h dre vras, war-bouez un draig bennak, ha hemañ da gentañ-penn dreist-holl: arabat leuskel Kadwalan

A-du emaon kant dre gant gant Gwendal--Kadwalan 16 Her 2011 da 17:31 (UTC)[respont]

Prest da dreiñ n'eus forzh petra n'eus forzh penaos hep studiañ a-raok? N'on ket souezhet. Un tamm siriusoc'h eo al labour a ran, ha ne vez ket graet war urzh nag en ur ober un hantereur, da skouer e-barzh Leonor ha Leonor Kastilha. Bianchi-Bihan 16 Her 2011 da 17:52 (UTC)[respont]

Language support group for Breton kemmañ

The Wikimedia Foundation has brought together a new team of developers who are dedicated to language support. This team is to support all the languages and consequently it is not realistic to expect that the team members can provide proper support for your language. It is for this reason that we are looking for volunteers who will make up a language support team.

This language support team will be asked to provide us with information about their language. Such information may need to be provided either to us or on a website that we will indicate to you. Another activity will be to test software that will likely have an effect on the running of the MediaWiki software. We are looking for people who clearly identify their ability. Formal knowledge is definitely appreciated.

As much of the activity will be concentrated on translatewiki.net, it will be a plus when team members know how to localise at translatewiki.net. Thanks, Gmeijssen 16 Her 2011 da 12:39 (UTC)[respont]