Elesbed Aostria (rouanez Danmark)

(Adkaset eus Elisabet af Østrig)

Elisabet af Østrig (e daneg), pe Isabel de Austria (e spagnoleg), pe Elesbed Aostria, pe Izabel Aostria, pe Kastilha, pe Bourgogn, pe Habsburg, ganet e Brusel e 1501 ha marvet e Zwijnaarde e 1526, a oa arc'hdugez Aostria, infantez Kastilha, rouanez Danmark hag Unvaniezh Kalmar (ma oa Sveden ha Norge ouzhpenn), pried da Christian II (Danmark).

Isabel de Austria.

Merc'h e oa da Fulup Iañ Kastilha, lesanvet el Hermoso (an Hini Kaer), ha d'ar rouanez Juana de Castilla, anavezet evel Juana la Loca (Janed ar Follez) .

He buhez

kemmañ

Isabel a oa eil merc'h he zud, arc'hduged Aostria ha duged Bourgogn da neuze. He zad, a oa Fulup Kastilha, hag he mamm, Juana, a zegouezho dezhi, da varv he zud, kurunennoù div rouantelezh: rouantelezh Aragon ha rouantelezh Kastilha.

Dont a rae hec'h anv eus hini he mamm-gozh, Izabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha. Evel ma oa mennad an Tiegezh Habsbourg kreskiñ e zouaroù en hanternoz Europa e voe dibabet Isabel da vont da zimeziñ d'ar roue Kristian II, a oa war un dro roue Danmark, ha hini Norge, hag a oa o klask tapout kurunenn Sveden ouzhpenn. E miz Eost 1515 e voe graet an eured e Kopenhagen.

Da gentañ e oa tenn ha diaes an darempred etre an daou bried, dre ma ne ouie ket ar rouanez komz daneg, ma ranke ar roue komz outi gant jubennourien. Buan avat e teskas he yezh nevez, ma voe plijet he sujidi. Ouzhpenn-se e oa tommoc'h ar roue ouzh ar goantenn Dyveke Willums, ha se ne oa ket evit gwellaat an emglev etrezo. Mamm Dyveke, Sigbrit Willums, anavet e Danmark evel Dyveke Sigbrittsdatter, a oa erru da vezañ gwir c'houarnerez ar vro. Iskisat tra, sede ma varvas trumm Dyveke en 1517, marteze un dakennad kontamm roet dezhi war urzh an impalaer Masimilian, tad-kozh Isabel, ma c'hallas an daou bried skoulmañ an eil gant egile da vat.

Bugale

kemmañ

C'hwec'h bugel o doe:

En 1519 e voe kurunennet Christian II e Stockholm, ha setu Elesbed rouanez Sveden ivez. Met e 1523 en em savas Svediz ouzh an Daned ha Gustav Vasa en o fenn oc'h embann e oa eñ ar gwir roue. E Danmark eo an dug Frederik, eontr d'ar roue, a emsavas a-enep Christian II. Goulenn a reas Christian hag e bried digant o c'herent rouaned gwaskañ war Frederik evit ma chomje sioul, met aner e voe. Ha setu ma voe kurunennet Frederik e Viborg e miz Meurzh.

Christian a gavas e kollet ar stourm ha divizout a reas ehanañ. D'an 13 a viz Ebrel e lestras ar roue hag e dud da vont da repuiñ d'an Izelvroioù.

Eno e voent degemeret gant Marc'harid Aostria. Elesbed ne zistroas biken da vro he fried ken. A-raok kuitaat Danmark e kinnigas Frederik dezhi chom er vro gant he bugale, met hi a respontas, hervez a gonter, d'ar roue nevez: "Ubi Rex meus, ibi regnum meum" ("El lec'h m'emañ ma roue emañ ma rouantelezh").