Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 41, bloaz 2014
06/10/2014 — 12/10/2014
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha daou-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kraf yezh
kemmañPiv a c'hallo lavaret abaoe pegoulz eo krog ar c'hiz nevez-se (a glever mui-ouzh-mui er radio, a lenner mui-ouzh-mui er skridoù brezhonek, ha kresket an implij nevez 'zo war ar wikipedia brezhonek) d'ober gant stummoù adkevrennek (anv-gwan-verb + bet) pa ne vez ket ur beurdremened? N'eo ket en oberennoù Fañch an Uhel, Jul Gros pe Anjela Duval e vefe kavet seurt kemmesk. Setu amañ div skouer dastumet gant Frañsez Even e kornig-bro Landreger e deroù an XXvet kantved: Peder zumporellad lizetez a zo charreet Hor Yezh niv.260 (2009) p.24, & Roet a zo da grediñ dezhi ne deuje ket he breur d'ar gêr p.38. Lavaret *4 zumporellet lizetez a zo "bet" charreet pe *Roet a zo "bet" da grediñ dezhi… a dalvez koulz lavaret ar c'hontrol.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Her 2014 da 09:29 (UTC)
- Goude ar bajenn, e c'hallfet reiñ an niverenn hag ar bloavezh? Bennozh an aotrou Doue deoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2014 da 13:51 (UTC)
Bepred diwar-benn ar cheñchamantoù dibrepoz
kemmañBepred diwar-benn ar poent-se ha mont da cheñch "ganet" e "bet ganet" hep tamm displegadenn ebet. War lec'hienn "Banque sonore des dialectes bretons" ma kaver enrolladurioù eus brezhonegerien a-vihanik eus pevar c'horn a Vreizh-Izel e kaver 83 gwech "ganet" ha gwech ebet "bet ganet", ar pezh a ya gant ar pezh a gaver gant Jul Gros "me a zo ganet e Lannuon" (2/173), "me a zo ganet ha maget e Tredraezh" (ibid.) pe gant Anjela Duval «ha va zad-kozh ’oa chomet e Roperz-Huon e-lec’h ma oa ganet, hag eno oa marvet da dremen pevar-ugent vloaz,» (Tad-kozh Roperz-Huon). 22 wech e kaver "ganet" en oberenn-se, gwech ebet gant "bet" («peogwir ’oa ganet va zad-kozh e 1822 hag e oa 28 vloaz pa oa dimezet», etc.). Ret eo krediñ sevel ha ren brezelioù-embann a-enep fedoù ken asur.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Her 2014 da 09:27 (UTC)
- Ha pa vefe klasket displegañ plaen an traoù, paouez ebet gantañ [1]. Prieladkozh-se a yaje da "reizhañ" Jarl Priel a skriv da skouer: «Ganet eo ar c'hrouadur all, ur paotr bihan ar wech-mañ, met allas ne oa ket lakaet dezhañ bevañ» (Va Buhez e Rusia, 1955, p.87), pe c'hoazh: «Daoust ha n'ae ket gant diegi d'ar c'hloerdi c'hwiltouzed ganet diwar varkizezed, dukezed ha me oar?» (ibid. p.132).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Her 2014 da 07:14 (UTC)