Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 42, bloaz 2017
16/10/2017 — 22/10/2017
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Kendegouezh ?
kemmañDre ziv wech e oa bet degaset gerioù gant Bianchi-Bihan hep na vije roet dave ebet gant ar saver : tud-kezeg ha horolaj-traezh.
Gallout a reer lenn ..., pa dremenas tud ar Gripi - Aour dirak ar pikoloù horolajoù-traezh a gonte poentoù an tiadoù... ha — .... An Dud-Kezeg ne reont nemet plegañ d'ar pezh zo bet diouganet... ! e-barzh Harry Potter ha Maen ar Furien gant Mark Kerrain koulskoude.
Ha gallout a reer degemer gerioù ha ne gaver e geriadur ebet war-zigarez e oant bet goveliet, e 2012, gant un troer ? Amañ emañ ar goulenn.--212.234.217.188 20 Her 2017 da 11:33 (UTC)
- Atav e vo kavet poliserien evit ober skoilh e pep lec'h, a-du pe a-enep ger pe c'her, geriadur pe c'heriadur, evel gant nimfenned an deiz all, neketa, Yann? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2017 da 11:48 (UTC)
- Ha gallout a reer degemer gerioù ... pep hini a ra pezh a gar gant ar gerioù, gant ma n'ay ket da arabadiñ ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2017 da 12:24 (UTC)
Loustoni
kemmañUr gentel en dije ezhomm ar paotr Maenruilh da zeskiñ en em zerc'hel : lakaat alioù an dud all da loustoni a ro c'hoant dislonkañ, ha ne larin ket pelec'h : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AMaenruilh&type=revision&diff=1773338&oldid=1773322. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Her 2017 da 12:10 (UTC)
- Un draig all : eus pelec'h e teu e vomm drocherezh (kuzhet gantañ, n'ouzer ket perak) Lod eveldout, a zeu da "reizhañ" Job an Irien.--90.32.35.94 20 Her 2017 da 20:16 (UTC) Goulennet em eus un displegadenn : blev! Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Her 2017 da 12:13 (UTC)
- Ha moarvat n'ho po ket : war a seblant, an IP 90.32.35.94 en deus droukvesket Job an Irien ha Job Lec'hvien, ho poa reizhet aze gant gwir abeg. — Lagad Zoltec (kaozeal) 22 Her 2017 da 12:27 (UTC)
- Setu pezh a soñjen ivez. Lod a gomz hep gouzout, a-hed hag a-dreuz, ha n'int ket gouest d'en em zisplegañ goude.
- Me ne laran ket e oa ar gwir ganin (pep hini a c'hall difenn e savboent), met dirak un arguzenn e responter gant arguzennoù all, ha n'eo ket gant anaoueadennoù relijiel evel Lod eveldout, a zeu da "reizhañ" Job an Irien.
- Ne glaskfen ket koll amzer o reizhañ ul levr embannet (labour aner), met pa vez kaoz eus ur pennad er wikipedia e ran ma labour kenlabourer, hag e laran ma soñj er pennad "ad hoc", ha netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Her 2017 da 12:44 (UTC)