Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 47, bloaz 2013

18/11/2013 — 24/11/2013 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Call for comments on draft trademark policy kemmañ

Cheñch sistem dizispleg kemmañ

Tamm-ha-tamm e weler e vez cheñchet ar sistem evit patromoù ar yezhoù, evel amañ [1] (lakaat an anv leun e-lec'h ur berradur) disheñvel diouzh ar pezh a gaver en ul lodenn vras eus ar wikioù all. Moarvat ez eus abegoù mat evit ober evel-se, met mat e vefe displegañ pa cheñcher ur sistem evel-se. Degasomp da soñj ez eus ur rann "diverrañ" da leuniañ pa cheñcher un dra bennak er Wikipedia, evit reiñ da c'houzout pal ar cheñchamant.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Du 2013 da 09:26 (UTC)[respont]

Gant ar sistem nevez ne gomprener ket da betra e servij ar meneg "Yezh:it" a zeu war wel pa dremener al logodenn war ar ger "(Italianeg)" [2], pe "Yezh:fr" war ar ger "(galleg)" [3].
Gwir eo. A-raok, pa ne veze ket komprenet ar berradur, e oa a-walc'h tremen al logodenn war ar ger, hag e teue anv ar yezh e brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Du 2013 da 16:38 (UTC)[respont]
Sklaeroc'h eo lenn gerioù skrivet penn-da-benn evel (italianeg) pe (galleg) eget berradurioù evel (it) pe (fr). Gant anvioù yezhoù skrivet en o hed e reer er Wikipediaoù saoznek (en:Template:It icon), katalanek (ca:Plantilla:It) hag e meur a yezh all c'hoazh (esperanteg, kembraeg, spagnoleg, svedeg...). Ma kav gwelloc'h d'an darn vrasañ eus an dud ober gant berradurioù, evel er Wikipedia gallek (fr:Modèle:En), ne vo ket diaes cheñch.
A-wechoù e c'hall dont da vezañ hirik, evel amañ (sellet ouzh "liammoù diavaez" Mülhausen), ha kollet e vez urzh al lizherenneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2013 da 17:45 (UTC)[respont]
Gwelloc’h e oa a-raok hervezon. A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 Kzu 2013 da 16:26 (UTC)[respont]