Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50 bloaz 2009
7/12/2009 — 13/12/2009
- skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Frazenn
kemmañLenn a ran e krec'h ar bajenn : "N'eus ket bet biskoazh un deiz hep Wikipedia." D'am soñj n'eo nemet brezhonek gallekaet, hag evit enor ar wikipedia e vije mat soñjal kemmañ ideologiezh ar frazenn. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 01:56 (UTC)
- Marteze e c'haller gouzout peseurt frazenn (saoznek pe c'hallek) eo a zo bet troet evel-se?Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 12:33 (UTC)
- D'am soñj
- eo bet fallgomprenet ar frazenn da dreiñ
- n'hall bezañ nemet en amzer-vremañ pe da zont
- e tleje bezañ (da zibab ):
- Deiz ebet (ken) hep wikipedia
- Ne vez deiz ebet hep wikipedia.
- Ne vo deiz ebet hep wikipedia.
Ar frazenn meneget uheloc'h zo fazius hag enepholloueziadurel, met kaozeal a c'haller eus se ma vez ezhomm . Ma vez diskouezet din penaos ober on prest d'ober da gemm diouzhtu. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 12:56 (UTC)
- Ya, reishoc'h ha bravoc'h e vefe "Deiz ebet hep wikipedia" pe "Ne vez deiz ebet hep wikipedia", evel kinniget gant Bianchi-Bihan. --Llydawr 9 Kzu 2009 da 21:12 (UTC)
- Re wir, troet re fonnus ganin. Aze emañ al liamm evit cheñch traoù. P'emaout ganti, gra un adlenn d'ar bajennad a-bezh, mp. Ret e vo dit krouiñ ur gont war meta a-raok gellout treiñ ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh. Un nebeud devezhioù a laka ar cheñchamantoù a-raok dont war wel. --Fulup 10 Kzu 2009 da 07:37 (UTC)
Wikimedia France
kemmañAdalek ar frazenn-se e vezer kaset d'ur bajenn c'hallek ma kinniger d'an dud reiñ arc'hant da Wikimedia France. D'am soñj eo poent krouiñ ur gevredigezh WikiBreizh, pe Wikimedia Breizh, pe un dra bennak evel-se. Hag ober bruderezh eviti amañ, ha n'eo ket evit reiñ arc'hant d'ar c'hallegerien. Goulenn a ran ali an dud diwar-benn an dra-se. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 02:00 (UTC)
- Me n'on ket a-enep ar mennozh-se tamm ebet, met karout a rafen gouzout d'ober petra e vefe eus ar gevredigezh-se. --Y-M D 9 Kzu 2009 da 07:36 (UTC)
Poan am eus o krediñ ez aje ar Wikimedia gall, a c'hopra tud e kostez Pariz hag a lavar bevañ diwar ar roadoù (ar re meneget uheloc'h, keta?), da gas ar gwenneien roet dezho da SUA. Din-me eo sklaer ne ra ket. Met evit bezañ sur n'eus nemet goulenn. Gallout a rafe ur merour hanterour ober kement-se? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:38 (UTC) A-hend-all, e-barzh ar vro-mañ, e talvez ar c'hevredigezhioù da c'houlenn arc'hant digant ar bolitikourien da gaout gwenneien da implij tud. Gallout a reer lenn peseurt labour a ra ar wikimedia gall evit kompren penaos e implij e arc'hant, gallout a reer goulenn diganto ivez, pe aozañ ur veaj studi betek eno (paeet ganto?). Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:38 (UTC)
- Ya, marteze e oan-me da lenn re vuan (diouzh un tu emañ Wikimedia Fr ha diouzh an tu all emañ an hini "hollvedel"). Lemel a ran kuit ar pezh am boa skrivet dec'h eta.Trec'hlid mitonet 10 Kzu 2009 da 10:18 (UTC)
Pep hini a c'hall reiñ e ali (hag a c'houlennen) , pep hini a c'hall faziañ, ha me an hini a ra en taol-mañ ivez marteze. Met d'am soñj n'eus ket gwir da ziverkañ kaozioù en ur gaozeadeg. Hag ali ur merour-hanterour a garfen kaout diwar-benn-se.
Ur wikimedia
kemmañHervez pezh am eus komprenet eo daou dra wikipedia ha wikimedia. Ur wikipedia zo, hag a ya en-dro. Ur wikimedia ne rafe ket labour wikipedia na war-dro wikipedia, a zo peadra ar genlabourerienn, met war-dro tro-war-droioù wikipedia: war-dro dastum arc'hant (ha goulenn skoaziadoù), dastum danvez hag ober emglevioù (gant embannerien, levraouegoù, kelennerien, kazetennoù) da vagañ wikipedia, war-dro brudañ wikipedia ha komz er media (en anv wikimedia hepken), ha traoù all c'hoazh (da welout) ha n'hall ket wikipedia ober anezho. Kemeromp div skouer:
- prest on da reiñ 10 euro d'ar wikipedia brezhonek, n'hallan ket, met da wikimedia france e c'hallfen, hag e rin evel-just, ezhomm zo da sikour ar galleg en arvar;
- danvez zo gant pep levraoueg ha pep mirdi, gant ar CRBC, gant pep kelenner brezhoneg, luc'hskeudennoù zo gant embannerien c'hallek Breizh, ret eo kemer amzer da gaozeal gant pep hini evit ma vo lakaet an danvez-se e sac'h wikipedia. Re a labour evit kenlabourerien wikipedia. Un den implijet gant ur gevredigezh (ur Wikimedia Breizh, lakaomp) a c'hallfe ober. Hoc'h alioù mar plij. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 17:44 (UTC)
Diverkadennoù
kemmañSetu amañ ur skouer eus un implijer o tiverkañ komzoù unan all: [[1]]. Techet on da gavout grevus an dra-se. Ra vo lavaret splann pe gwir e oa pe ne oa ket da ober kemend-all ha ra vo merket ar reolenn tu bennak ma talvezo da zaveenn pa vo ezhomm. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 14:53 (UTC)
- Ar gwir o deus an implijerion/ezed da diverkañ traoù bet skrivet war o fajenn bersonel ha/pe ar bajenn gaozeal stag oute. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2009 da 16:01 (UTC)
Me grede e oa gwir pep kenlabourer gouzout peseurt kaozioù zo e-barzh ar wiki hag e oa digor pep tra d'an holl, hag e oa gwir pep kenlabourer da virout na vije diverket e gomzoù en ur gaozeadenn. Neuze e rankan kompren e c'hall pep hini diverkañ pezh a gar ha pa gar diwar e bajenn gaozeal. Mat. Amañ avat n'eo ket ur bajenn bersonel? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)
Ur priz evit Wikipedia e brezhoneg
kemmañEmaon o paouez lenn en deus tapet Wikipedia e brezhoneg Priz Brezhoneger ar bloaz a-berzh France 3, evit an 30 000 pennad en linenn a zo amañ. Dirak ar Vreudeur Morvan : 50 vloaz Kan ha diskan ha Lena Louarn : dekvloaz Ofis ar Brezhoneg (ha 100vet kumun o sinañ Ya d'ar Brezhoneg !). Me gav ez eo brav hag e ro kalon ha c'hoant da genderc'hel ganti. --Y-M D 9 Kzu 2009 da 07:36 (UTC)
Lennet em eus ivez e vo roet ar prizioù-se d'an 23 a viz Genver 2010 e Sant Teve. Me gav ne 'vefe ket fall mont e darempred ganto evit ma 'vefe un den eus Wikipedia evit resevout ar priz ha gellout bezañ mouezh hor wiki-ni. --Y-M D 9 Kzu 2009 da 07:40 (UTC)
- Lennet re vuan pe marteze treuzkomprenet. N'eus bet priz ebet evit poent, ur rakdibab eo a zo bet graet, tra ken. --Ex-Smith 9 Kzu 2009 da 08:00 (UTC)
- An dibab da vat n'eo ket bet graet c'hoazh. E fin miz Genver e vo graet. Sellit ouzh http://ouest.france3.fr/emissions/49806141-fr.php. --Llydawr 9 Kzu 2009 da 11:25 (UTC)
- E Karaez e miz Here em boa roet da dud F3 ma faperenn db 30 000 pennad wikipedia: al levr tevañ e brezhoneg. War a seblant eo bet lennet. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 13:26 (UTC)
- Ya gouzout a ran, met forzh peseurt dibab a vefe graet e vo Wikipedia trede d'ar gwashañ. Ha n'eo ket fall dija e vefe ur chañs tapout ar priz. Ha kaset e vo un den pe ur bodadig tud e anv Wikipedia e brezhoneg ? --Y-M D 9 Kzu 2009 da 16:48 (UTC)
- Ma niverenn bellgomz a zo bet roet dezho, ha gouzout a reont ivez penaos tizhout Bianchi-Bihan. --Ex-Smith 9 Kzu 2009 da 17:19 (UTC)
- Mat-tre neuze. Kelaouit ac'hanomp ma teuont e darempred ganeoc'h. --Y-M D 9 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)
- Ma niverenn bellgomz a zo bet roet dezho, ha gouzout a reont ivez penaos tizhout Bianchi-Bihan. --Ex-Smith 9 Kzu 2009 da 17:19 (UTC)
- Ya gouzout a ran, met forzh peseurt dibab a vefe graet e vo Wikipedia trede d'ar gwashañ. Ha n'eo ket fall dija e vefe ur chañs tapout ar priz. Ha kaset e vo un den pe ur bodadig tud e anv Wikipedia e brezhoneg ? --Y-M D 9 Kzu 2009 da 16:48 (UTC)
- E lec'hienn F3 (e galleg evel just) eo meneget an oberennoù priziet e galleg, an anv brezhonek war-lerc'h. Ha OF da adskrivañ: prizioù, Yann Talbot, La Métamorphose. Prizioù e galleg int, hervezo. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:45 (UTC)
- A-benn dimerc'her e teuio tud Frañs3 d'am filmañ o labourat war hor wiki-ni. --Ex-Smith 11 Kzu 2009 da 17:44 (UTC)
- Dilun e tremeno skipailh France 3 e Lise Diwan evit filmañ ac'hanon gant kamaladed ivez. Pellgomzet o deus din hiziv. A galon --Y-M D 11 Kzu 2009 da 17:51 (UTC)
- A-benn dimerc'her e teuio tud Frañs3 d'am filmañ o labourat war hor wiki-ni. --Ex-Smith 11 Kzu 2009 da 17:44 (UTC)
- E Karaez e miz Here em boa roet da dud F3 ma faperenn db 30 000 pennad wikipedia: al levr tevañ e brezhoneg. War a seblant eo bet lennet. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 13:26 (UTC)
- An dibab da vat n'eo ket bet graet c'hoazh. E fin miz Genver e vo graet. Sellit ouzh http://ouest.france3.fr/emissions/49806141-fr.php. --Llydawr 9 Kzu 2009 da 11:25 (UTC)
Prizioù
kemmañGwelout a ran ez eus kaoz da reiñ ur priz da Ofis ar Brezhoneg. Iskis memes tra gwelout un implijad er bodad-barn. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2009 da 18:32 (UTC)
Neptu
kemmañGoulenn a ran digant ur merour-hanterour neptu mont da lavarout da Arko paouez gant e dagadennoù. Kunujenn en deiz all, tagadenn dagnous amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Degemer&action=historysubmit&diff=609184&oldid=609154. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2009 da 03:12 (UTC)
Gant ar pal
kemmañMerzet em eus e oa un droienn nevez diouzh ar c'hiz hag a oa krog d'ober he reuz er wikipedia. Klask a rin skarzhañ anezhi tamm-ha-tamm, ha hir e vo. Met ret eo gouzout peseurt live yezh a c'hortozer digant an holloueziadur. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2009 da 14:16 (UTC)
Patromoù adwelet
kemmañDaoust ha patromoù evel-henn a zo war ar wiki brezhonek [2]? Ha mar befe, pelec'h emaint?Trec'hlid mitonet 13 Kzu 2009 da 10:00 (UTC)
- D'am soñj ez eus war hor wiki-ni un nebeut anezho, met n'int ket gwall fonnus. Kavet 'm eus Patrom:Brezhonekaat, Patrom:PennadTuek er rummad da heul e kavi traoù ivez Rummad:Patromoù kemennoù. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 10:42 (UTC)
Eskişehir
kemmañEr pennad Eskişehir e teu an div daolenn an eil war eben. Unan bennak a oarfe penaos diskoulmañ ar gudenn-se mar plij ?--Gouerouz 13 Kzu 2009 da 15:42 (UTC)
- D'am soñj n'eus ket tu. Ar gudenn a vez gant ledander an eil. Dre ma 'z eo re ledan e ranker lakaat anezhañ goude ha ket e-kichen. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 16:09 (UTC)