Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 51 bloaz 2007
17/12/2007 — 23/12/2007
- skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun hag hanter-kant eus 2007 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Ar pennad Mec'hiko a zo prest evit bezañ anvet da bennad a-feson. Trugarez da votiñ amañ pe mod all da zisplegañ petra vank d'ar pennad evit ma vefe ur pennad a-feson. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 19 Kzu 2007 da 15:57 (UTC)
Labour kumuniezhel ar sizhun
kemmañ- 56 (+8) pennad a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dirummad
- 15 (-2) rummad a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Rummadoù hep rummadoù
- 5 (+1) pennad a zo dall, d.l.e. hep liamm diabarzh. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dall
- 3159 (+25) pennad n'o deus ket liammoù davet ar yezhoù all. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù hep liammoù etrewiki
- Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.
Aet omp un tammig war-gil siwazh! Un dra bouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus-tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki, evit ma vije hor wiki un ostilh gwelloc'h evit tapout gouiziegezh dre ar brezhoneg. Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Kzu 2007 da 12:54 (UTC)
Rummadoù
kemmañSklabez er rummadoù! rummad:Inizi Skos, rummad:Inizi Bro-Skos! Bro-Skos eo ar ger implijet ar muiañ, aesoc'h e vije ober gantañ atav. Bianchi-Bihan 23 Kzu 2007 da 08:54 (UTC)
- Me n'on ket a-enep. Ma ya ar muiañ niver war an tu se e c'hell ma robot adenvel an holl Skos-où e Bro-Skos (evit ar rummadoù). Evit ar mare 'm eus skarzhet dija ar rummadoù doubl. Benoni (Kaozeadenn) 23 Kzu 2007 da 13:02 (UTC)
- N'eus nemet ober kemend-all e pep lec'h. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2007 da 13:49 (UTC)
- Graet dre ma n'eus savet den ebet a-enep. Benoni (Kaozeadenn) 29 Kzu 2007 da 14:09 (UTC)
- N'eus nemet ober kemend-all e pep lec'h. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2007 da 13:49 (UTC)
Diverkañ evezhiadennoù er bajenn gaozeal
kemmañKement-mañ zo difennet d'ar verourien er wikipediaoù all: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Rummad%3ASent_katolik_hag_ortodoksel&diff=272911&oldid=272087. Daoust hag aotreet eo amañ, ha gant peseurt reolenn? Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 17:50 (UTC)
- Kement-mañ a zo difennet groñs d'an holl implijerien war an holl wikipediaoù: [1]. E kredfe an aotroù Bianchi-Bihan difenn seurt obererezh mezhus (treuzfurmiñ komzoù un implijer evit lakaat brud fall war un implijer all) a zo trist. E klaskfe sevel reuz a-ziwar-se a zo spontus!!! Daoust hag an ip dianv-se a vefe Bianchi-Bihan? Benoni (Kaozeadenn) 27 Kzu 2007 da 17:58 (UTC)
- Tagadennoù ad hominem ordinal ha hep prouenn. Tamall hep gouzout eta.
- Ne welan ket petra zo difennet, marteze e vi gouest da zisplegañ. Met gwelout a ran mat-tre petra a zisplij. Ne oa ket diaes respont d'un evezhiadenn hag a oa faos d'am soñj ouzhpenn, kentoc'h eget kuzhat.
- Me ne lakafen ket fazi un den dizanv (en un tamall ken dister) da obererezh mezhus. Pe neuze penaos e vo anvet pezh emaout o paouez ober el linennoù uheloc'h? Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 18:34 (UTC)