Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 53, bloaz 2015

28/12/2015 — 03/01/2016

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha hanter-kant eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Aradennad menezioù, aradennad venezioù hag aradennad-venezioù

kemmañ

Demat, Er pennadoù bet savet betek-hen e kaver "aradennad menezioù" peotramant "aradennad-venezioù". Bez' zo eus ur pennad Aradennad venezioù ivez. Neuze ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Kzu 2015 da 09:38 (UTC)[respont]

Merzet em eus e oa daou rummad o kevezañ evit ar stiradoù skinwel. Unan anvet "Stiradoù skinwel" hervez dibab an Ofis hag unan all "Heuliadennoù skinwel". Riskl a zo e vefe savet pennadoù bet savet dija abalamour da se. Gwelloc'h eo din "Stiradoù" dibabet gant an Ofis goude bezañ goulennet ani an dud a vicher. Asantiñ a rin d'un dibab all mard eo an doare da eeunaat an traoù. Daou rummad evit memes danvez a zo kalz marteze... Trugarez evit an diskoulm. --Herve Latimier (kaozeal) 1 Gen 2016 da 18:15 (UTC)Herve Latimier[respont]

Reolennoù

kemmañ
Iskisat doare da respont d'ur goulenn eeun : 1) skrivañ ur frazenn digomprenus, 2) lakaat en davarn ul liamm war-du ar bajenn m'emañ ar goulenn eeun hag ar respont digomprenus. Emeur oc'h ober goap ouzh an dud pe betra ?
« daou bennad a rank bezañ e pep rummad, hervez ar reolennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gen 2016 da 09:35 (UTC) » a oa bet skrivet.[respont]
« Pe reolenn(où) ? » am boa goulennet.
War ar bajenn Wikipedia:Rummadiñ ne welan reolenn ebet a embannfe "daou bennad a rank bezañ e pep rummad" ; ar pezh a welan eo ne venn ket pe ne c'hall ket ar c'homandant ditourañ diwar-benn ar reolenn-se. Unan a zaou : 1) be'z ez eus eus ar reolenn-se, neuze e adc'houlennan pa ve diskouezet din pelec'h emañ skrivet ; 2) n'eus ket anezhi, neuze e c'houlennan perak ijinañ reolennoù — evit chigardiñ an dud ?

--90.32.38.139 3 Gen 2016 da 15:17 (UTC)[respont]

Reolennoù

kemmañ