12/02/2007 — 18/02/2007

kemmañ
skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun eus 2007An ti-chopin | sizhun a-raoksizhun a zeu


Brav e kavan labour daou c'halleger deuet amañ d'ober war-dro stêrioù Breizh. Labourat en daou bark a raen, met aet on ôg gant o doareoù em c'heñver. Repu amañ ur pennad. Kergidu 16 C'hwe 2007 da 18:52 (UTC)[respont]

Sikour mar plij ganeoc'h

kemmañ

Sikour zo ezhomm evit adsevel al livadurioù

Trugarekaat. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2007 da 04:19 (UTC)[respont]

Stêrioù Breizh

kemmañ

Stanket 'm eus tri implijer a oa o klask kas war ar wikipedia brezhoneg un tabut savet war ar wikipedia gall etrezo ha Kergidu (ma mignon Manchot en o zouez  ). Ar muiañ niver a zo gant ar vroadelourien c'hall war ar wikipedia galleg ha n'eus ket tu kenlabourat ganto, met ne fell ket din gwellet anezho o tont d'ober o lezenn amañ. An tabut a oa savet war ar wikipedia c'hallek war rummadiñ stêrioù Breizh (difennet eo bet da gKergidu sevel ur seurt rummad). Petra soñjit? Benoni 17 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)[respont]

a-du penn-da-benn gant ar stankadennoù.Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 14:47 (UTC)[respont]
Akord mil-dre-gant. Kadbzh 18 C'hwe 2007 da 14:36 (UTC)[respont]
O paouez gwellet kement-mañ emaon : [1]. Pa weller seurt evezhiadennoù faskour evit un dra bennak ken dister ez eus tu kaout aon : "De manière générale, la remarque de Poppy éveille en moi une réflexion. Si j'en juge par les contributions ici de gens qui viennent de la WP bretonne, je suis effectivement très inquiet quant à la conformité de ce projet à l'égard de WP:NPOV par exemple. De même d'ailleurs pour toutes les wikis en langues régionales. Parler ce type de langue, c'est déjà un acte quasi-politique. On peut donc craindre que virtuellement tous les contributeurs à ce type de Wiki soient de la même opinion, même s'ils ne sont pas nécéssairement pas tous des militants obtus comme on en voit pas mal ici. Est-ce que la question de la conformité de ce type de Wiki aux principes de Wikipédia a déjà été examinée? Bradipus Bla 17 février 2007 à 11:41 (CET) " Benoni 17 C'hwe 2007 da 14:59 (UTC)[respont]
Spontus a-walc'h eo lenn seurt traoù ha gwelet emañ an dra vrasañ eus WP gallek a-du pe diseblant gant seurt doare da welet ar bed.Rognogno 18 C'hwe 2007 da 17:30 (UTC)[respont]

N'eo ket ar WP gallek hepken: ar vro amezek penn-da-benn. Ha pa seller mat, an darn vrasañ eus hon c'henvroiz-ni, ar yaouankizoù dreist-holl (ha ne deuint biken betek amañ), a zo en o fenn pezh a vez lakaet e-barzh... gant ar skolioù gall, ar skinwel gall. Ar bed ne soñj ket evel Bro-C'hall, met ar Vretoned, e-lec'h sellout ouzh ar bed, ne sellont ken 'met ouzh ar C'hallaoued . Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 04:47 (UTC)[respont]

Rummadoù zo

kemmañ

Gwelet em eus e oa

  • en un tu daou rummad dister,
    • Rummad:mitologiezh gresian, gant ur fazi
    • rummad: mitologiezh c'hresian
  • en tu all daou rummad all:
    • rummad:mojennoù Hellaz, 120 bennak a bennadoù ennañ
    • rummad:doueed Hellaz, 45 anv bennak ennañ

Emaon en sell da skarzhañ an daou graou dister da-vat, ha da vrasaat an daou graou all. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 04:47 (UTC)[respont]

D'am soñj e rankfe mojennoù Hellaz ha doueed Hellaz bezañ isrummadoù eus mitologiezh c'hresian. Benoni 19 C'hwe 2007 da 10:08 (UTC)[respont]

D'am soñj e talv mojennoù Hellaz kement ha mitologiezh c'hresian, (ha mitologiezh Hellaz, pe hini C'hres), nemet ne ra ket gant ar memes gerioù. En em soñjal a rin. Bianchi-Bihan 20 C'hwe 2007 da 06:15 (UTC)[respont]

N'eo ket meneget ar bajenn "Mojennoù Hellas" er bajenn "Mitologiezhioù" kennebeut. Klask a rin ober. Ali e vefen adkas al lennerien eus ar bajenn "Mitologiezh c'hresian" da "Mojennoù Hellas". Evit ar re na ouzont ket petra eo Hellas pa ne ve ken...--Kadwalan 20 C'hwe 2007 da 16:25 (UTC)[respont]