Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13 bloaz 2007
26/03/2007 — 01/04/2007
Erru ur gont a vez... (krennlavar brudet)
kemmañAet on skuizh ha tremen skuizh o welet ar memes tra bepred. Kaer a oa bet lavaret: kendelc'her a ra an traoù war o c'hemend-all: ar re a zlefe diskouez ar skouer vat (ar verourien) oc'h ober fae war an implijerien all. Kompren a ran re vat ar re a zo aet kuit, ober a ran evelto, eta. Ne gemerin mui perzh er Wikipedia brezhoneg evit ar poent (Goude un 2000 perzhiadenn bennak). Petra 'zo c'hoarvezet ar wech-mañ? Hep reiñ an disterañ displegadur ez eus aet ur merour da cheñch anvioù broioù, kevandirioù, patromoù, hep teurel pled eus ar pezh a oa war Wikipedia br. a-raok, ha dreist pep tra eus ar vuhez wirion a zo eus an tammig deskadurezh vrezhonek a c'haller kaout (Diwan, levrioù ha kartennoù TES, &c). Re zo re, ha kement-se en deus lakaet ar c'harr da wintañ. Arouezius eo eus ar fae a zo o ren amañ. Kement-se a oa bet lavaret ganin ha gant tud all. Poan gollet e oa, sklaer eo.Rognogno 26 Meu 2007 da 14:45 (UTC)
- ??? Eus petra hag eus piv e komzez? Me? O vezañ ma 'm eus labouret war Okeania hiziv? Koulskoude 'm eus doujet da 100% d'ar pezh a gaver e geriadur An Here. Setu 'm eus treusfurmet un Oseania bennak e Okeania dre m'eo ar furm ofisiel e brezhoneg. Krouet ur patrom evit stadoù ha tiriadoù Okeania (n'eo nemet er fin em eus gwelet e oa unan dija war un nebeut tiriadoù eus ar SUA, met graet 'm oa tout al labour dija). Ha setu tout... N'eus netra da rebech din. Ha forzh penaos n'am eus graet al labour-se nemet evel kenlabourer ha pas evel merour. Setu ma 't eus rebechoù resis d'ober, gra en un doare sklaer ha pas en un doare sil.Benoni 26 Meu 2007 da 15:04 (UTC)
- N'ouzan ket c'hoazh a-enep da biv eo tagadennoù Rognogno. O klask war Okeania hon kouezhet war ar bajenn-mañ avat: Kaozeal:Okeania. Adanvet 'm eus eta Oseania e Okeania hervez ali ar muiañ niver ha graet kement-all er patrom.Benoni 26 Meu 2007 da 15:13 (UTC)
- 'gomprenan mann ebet ivez. ha pere eo ar re all a zo aet kuit? diaes din kompren o abegoù pa n'ouzon ket na piv int na peraki inhjt aet kuit rak displegadennoù n'am eus ket bet lennet e neplec'h --Neal (Kaozeal) 26 Meu 2007 da 15:24 (UTC)
- N'ouzan ket c'hoazh a-enep da biv eo tagadennoù Rognogno. O klask war Okeania hon kouezhet war ar bajenn-mañ avat: Kaozeal:Okeania. Adanvet 'm eus eta Oseania e Okeania hervez ali ar muiañ niver ha graet kement-all er patrom.Benoni 26 Meu 2007 da 15:13 (UTC)
Tavarn
kemmañNe vern an anv, mat e vije kavout an anv-se er c'horn a-gleiz, dindan "merdeiñ". Evel er bar italian , un anv droch war ul lec'h plijus:[[1]] . Ma c'hallfemp kempenn hon hini kenkoulz! Bernez Bernioù 27 Meu 2007 da 09:47 (UTC)
- Ne ouian ket penaos ober... Ma oar unan bennak???Benoni 29 Meu 2007 da 12:00 (UTC)
- Goulenn digant an Italianed?Bianchi-Bihan 29 Meu 2007 da 16:52 (UTC)
Kudennig
kemmañLavreer-an-Botorel pe Lavreer-Botorel? Lavreer-Botorel hervez levrig Ofis ar Brezhoneg ha geriadurioù An Here. Kadbzh 29 Meu 2007 da 15:40 (UTC)
- Lavreer-an-Botorel, gant an dirak B, ne c'hell ket bezañ. Gwelloc'h ober gant stumm gant Ofis ar Brezhoneg, a gaver war ar gartenn vrezhonek, e geriadurioù An Here hag e deiziataer Skol an Emsav. --Llydawr 29 Meu 2007 da 16:25 (UTC)
- Trist eo memes tra: bravoc'h eo gant ar ger-mell an, ken ral: Ker-an-beleg, ker-an-gov... Un tamm barzhoniezh o teuziñ kuit. Bianchi-Bihan 29 Meu 2007 da 16:51 (UTC)
Patromoù merdeiñ
kemmañO kendoniañ ar patromoù merdeiñ emaon war skouer ar wiki saosneg: lak a ran eno da skouer ur programig evit digeriñ ha serriñ ar patromoù, hag an hevelep tres diavaez d'an holl (kaset 'm eus kemmoù evit kement-se e Common CSS ha kopiet programoù kendoniañ diwar ar wiki saosneg). Daoust hag aotreet on kemmañ patromoù krouet gant tud all? Sellet da skouer : Kanada ha Danmark e lec'h ma 'z eus patromoù krouet ganin (en traoñ) ha lod krouet gant tud all. Sklaeroc'h ha bravoc'h e vo evel-se ar pajennoù. Na dennin titour ebet evel-just. Trugarez evit reiñ ho ali, Benoni 27 Meu 2007 da 19:22 (UTC)
Pennadoù da sevel
kemmañSetu amañ dindan roll an 10 pennad zo ezhomm ar muiañ anezho er wiki-mañ hervez an niver a liammoù a gas daveto. Da skouer, pa vo savet ar pennad diwar-benn an termen Uhelder e vo 841 liamm ruz a zeuio da vezañ glas en un taol!
- Uhelder (841 liamm)
- Hed (727 liamm)
- Etrekumuniezh (722 liamm)
- Poblañs hep kontoù doubl (717 liamm)
- Kod post (715 liamm)
- Gevred (225 liamm)
- N (lizherenn) (185 liamm)
- V (lizherenn) (184 liamm)
- U (lizherenn) (183 liamm)
- L (lizherenn) (183 liamm)
Ma tapfe krog pep hini en unan aezho ne vefemp ket pell o c'hlazekaat hor wiki. Fulup 15 Gen 2007 da 22:49 (UTC)
Unan bennak a c'hallfe gwelout petra zo a-dreuz gant al livadur e Temptadur Sant Anton (Hieronymus Bosch)? Bianchi-Bihan 28 Meu 2007 da 22:11 (UTC)
Un toullad taolennoù all zo c'hoazh, evel Lucrezia. Bianchi-Bihan 29 Meu 2007 da 09:15 (UTC) Trugarekaat. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2007 da 03:14 (UTC)