Wilhelm Zander (22 a viz Ebrel 1911 - 27 a viz Gwengolo 1974) a oa mevel-ofiser Martin Bormann e-pad an Eil Brezel-bed.

P'edo ar brezel oc'h echuiñ en Europa ez eas da repuiñ er Führerbunker e Berlin gant Bormann. Dont a reas a-benn da vont kuit e-pad emgann Berlin, ha gantañ e kasas dielloù liesseurt, testamant Hitler en o zouez. A-benn ar fin e voe dizoloet e veve dindan an anv Paustin hag e laboure evel liorzhour[1].

Liammoù diavaez

kemmañ

References

kemmañ
  1. WashingtonPost.com: The Death of Hitler: The Full Story with New Evidence from Secret Russian Archives