William Jack "Will" Poulter bet ganet e Hammersmith (ur c'harter eus Londrez, Bro-Saoz) d'an 28 a viz Genver 1993, a zo un aktour (sinema ha skinwel) saoz.

Will Poulter, luc'hskeudennet
e Pariz e miz Genver 2016

C'hoariet en deus er film troioù-kaer The Chronicles of Narnia: The Voyage of the Dawn Treader (2010)., er gomedienn We're the Millers (2013) e-kichen Jennifer Aniston, pe c'hoazh er film skiant-faltazi The Maze Runner (2014) hag er sequel Maze Runner: The Death Cure (2018). C'hoariñ a ra ur gwastadour hag un traper e The Revenant (2015) e-kichen Leonardo DiCaprio, ur poliser gouennelour er drama istorel Detroit (2017), er film etreoberiat skiant-faltazi Black Mirror: Bandersnatch (2018), hag er film heuz Midsommar (2019).