Will Smith
Willard Carroll Smith Jr., ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1968 e Philadelphia, zo un aktour, produour ha raper stadunanat. E miz Ebrel 2017 e oa bet anvet gant Newsweek "the most powerful actor in Hollywood". Smith a zo bet kinniget e anv evit pemp Golden Globe Award ha daou Academy Award, ha gounezet en deus pevar Grammy Award. E fin ar bloavezhioù 1980, Smith a grogas da vezañ brudet dre e anv aozour rap The Fresh Prince. E 1990 e teuas da vezañ brudet da vat dre ar stirad skinwel fent war NBC The Fresh Prince of Bel-Air, a oa padet c'hwec'h koulzad betek 1996. Ur wech echuet ar stirad, Smith a oa tremenet eus bed ar skinwel da hini ar sinema gant filmoù o devoa graet berzh bras.
Filmoù pennañ :
Stirad skinwel pennañ :