William Evans
William Davies Evans, bet ganet d'ar 27 a viz Genver 1790 e Cas-blaidd, nepell diouzh Penfro (e brezhoneg : Pennvro, e saozneg : Pembroke) e kontelezh Sir Benfro (Kembre) ha marvet d'an 3 a viz Eost 1872 en Oostende, Flandrez (Belgia)[1], a oa ur mestrc'hoarier echedoù kembreat.

Buhez
kemmañGanet e oa bet Evans en un ti-feurm anvet Musland e parrez Llanddewibrefi e-kichen Hwlffordd, e Sir Benfro. Mont a reas war vor e 1804, pa oa pevarzek vloaz, o servij er Royal Navy betek ma voe echuet Brezelioù Napoleon e 1815.
Goude-se e labouras er servij post ar Royal Navy ; e 1819 e voe anvet da gabiten al lestr-pakad Auckland a veaje etre Aberdaugleddau e Kembre ha Port Láirge en Iwerzhon.
P'edo war vor ec'h ijinas W. D. Avans ur reizhiad gouleier tri liv dezho evit mirout ouzh listri a vont a-benn an eil re er re arall war vor diouzh noz ; garedonet e voe evit an ijinadenn-se kaoulz gant gouarnamant Breizh-Veur ha gant hini Rusia[2].
Echedoù
kemmañN’ouier ket pelec'h en doa W. D. Evans desket c'hoari echedoù, met moarvat en doa ijinet an Evans Gambit[3] brudet e-kerzh ar beajoù digenvez etre Kembre hag Iwerzhon.
E 1826, ar c'habiten Evans a yeas betek sal echedoù William Lewis e St. Martin's Lane, e Londrez, ha kinnig a reas c'hoari ouzh lod eus c'hoarierien echedoù kreñvañ an amzer. Ne oa ket gwall anavezet Evans evel c'hoarier echedoù, met goude m'en doa displeget perak e felle dezhañ c'hoari outo e teuas a-benn da gendrec'hiñ Alexander MacDonnell da c'hoari un abadenn a-enep dezhañ. McDonnell a oa unan eus gwellañ c'hoarierien Iwerzhon, hag unan eus ar re greñvañ e Breizh-Veur d'ar mare-se. Echuiñ a reas ar c'hoariadenn d'an 20vet fiñv ha trec'h e voe Evans. Brudet eo an abadenn-se evel enkloch Evan :
Enkloch Evans
kemmañ
|
|
Implijet e voe gant c'hoarierien evel Paul Morphy, Jan Timman, hag er bloavezhioù 1990 gant Garry Kasparov, dreist-holl en ur gourfenn 25 tro a-enep Viswanathan Anand e Tal Memorial Championship e Riga, e 1995.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Find A Grave
- ↑ (en) The Welsh Academy Encyclopaedia of Wales, 2008, p. 274 (ISBN 9780708319536)
- ↑ "Enkloch Evans". Eus an italianeg gambetto, "enkloch" e teu ar ger gambit, a zo aberzhiñ ur soudard pe ur pezh arall evit kemer an tu kreñv en un abadenn.