William James Sidis

William James Sidis
William James Sidis
William James Sidis e 1914
Ganet 1 a viz Ebrel 1898
New York (Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika)
Marvet 17 a viz gouere 1944
Boston (Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika)
Broadelezh Amerikan
Tachennoù Matematikoù, yezhoù
Oberennoù heverk The Tribes and the States, The Animate and the Inanimate

William James Sidis zo ganet d'ar 1 a viz Ebrel 1898 e New York ha marvet d'ar 17 a viz Gouere 1944 e Boston. Ur bugel marzh amerikan eo-eñ. Anavezet eo evit e Q.I. hag a vefe bet etre 250 ha 300 poent, an hini uhelañ tout hag a vefe bet enrollet en istor.

Bugaleaj

kemmañ

William James Sidis zo bet ganet d'ar 1 a viz Ebrel 1898 e New York. E dud, Boris Sidis ha Sarah Mandelbaum, zo daou Ukrainad yuzev (Impalaeriezh Rusia) hag o deus kuitaet o bro evit tec'hel rak ar pogromoù. Boris Sidis zo bet ur psikiatr diplomet hag o kelenn e Harvard, ha Sarah Mandelbaum zo bet ur vedisinez diplomet er Boston Medical School.

O fal zo desevel ur bugel a skiant hag a ijin bras. Ne fell ket dezho kaout ur bugel e-giz ar re all, eleze emaint o vont da ober o seizh gwellañ evit ma vefe o mab ar speredekañ posubl. N'o deus ket kaset o mab d'ar skol, kar edo mat skol ar Stadoù-Unanet da lakaat ar vugale da sodiñ hervezo. Sarah Mandelabaum a chomo a-sav gant he labour, dezhi da dremen tout he amzer oc'h ober war-dro William James Sidis hag oc'h ijinañ doareoù nevez da zeskiñ anezhañ. Tout e skiant zo bet implijet gant Boris Sidis evit e zeskadurezh. Fellout a ra dezhañ lakaat kuriozite naturel ar bugel da greskiñ kalz, dezhañ da zeskiñ maread, abred ha dindan nebeut amzer. Teknikoù hipnoz a implijo evit lakaat spered e vab da greskiñ.

Dindan un nebeud mizioù edo gouest da zistagañ al lizherennoù, ha dindan 8 miz e c'halle implijout ar binviji taol e-unan[1]. Ur wech en em gavet da zaou vloaz edo krog da lenn an New York Times ha da skrivañ gant ar mekanik. Desket eo bet gantañ latin, hebraeg, galleg, rusianeg, alamaneg ha gresianeg. Da 9 bloaz en deus ijinet ar vendergoodeg, ur yezh savet adalek al latin hag ar gresianeg kozh. Dedennus ha klok-tre edo hervez ar yezhourien hag o deus studiet anezhi. D'ar memes oad eo deuet a-benn eus ar priziadennoù degemer evit mont da skol Harvard. En desped d'e zisoc'hoù uhel kenañ eo bet nac'het gant Harvard, dre fazi un "distabilded strafuilh".

Goude ma vije pal e dad ober ur paotr a ijin dac'h outañ, n'eo ket bet roet ar gwir dezhañ da vezañ ur bugel. E deskadurezh ar familh Sidis, n'ez eus plas ebet da gaout evit c'hoari pe evit ar santimantoù. N'eo ket bet en e jeu james gant an dud all dre m'edo diaes-tre dezhañ kompren anezho, hag e oa gwir dac'h an tu all ivez.

Harvard

kemmañ

Degemeret eo bet e Harvard ur wech tizhet e 11 vloaz gantañ. Ur brezegenn diwar-benn korfoù ar 4e dimañsion a ra e Harvard ur bloavezh war-lerc'h, dirak skiantourien ar bed. Interest zo savet buan evit ar paotr yaouank-se, dre fazi e spered bras. Kazetennerien o do heuliet anezhañ e-pad tout e vuhez, o skrivañ pennadoù diwar-benn tout an traoù graet gantañ. Ne oa ket William James evit gouzañv kement-se, n'edo en e vleud nemet ur wech izolet dac'h ar re all.

Kelenn ar matematikoù e skol Houston a gomañs da ober, 16 vloaz dezhañ d'ar poent-se, rediet d'al labour-se gant e gerent. Er memes koulz e krog da studiañ ar gwir. Met n'ez aio ket e penn hini ebet doc'h e gursusoù, dre ma pako ur burn-out da 17 vloaz. Ar gwask hag a c'houzañve bemdez abaoe m'edo ganet a oa re greñv, ha ne c'helle ket gouzañv e zoare ken.

Den gour

kemmañ

N'eo ket evit gouzañv ken skeudenn ar spered bras peg ennañ. Harzet eo bet gant ar justis d'e 21 dre m'edo o klask tud yaouank evit prepariñ ur vanifestadeg komunour. Meur a wech eo aet da gaozeal er straed evit bountañ an dud d'en em rebelliñ a-enep d'ar sistem kapitalour. Ouzhpenn ur wech en deus bet afer ouzh ar justis. Dirak al lez-varn e lavaro edo tout kudennoù ar mare-se dre fazi ar c'hapitalism. En toull-bac'h eo bet kaset e-pad 2 vloaz. Ur wech dieubet en-dro, e fello da William James Sidis bevañ ur vuhez peurvat, hervez e dermenadenn. "Ar vuhez peurvat em eus c'hoant bevañ. An hent nemetañ da vevañ ur vuhez peurvat zo bevañ va-unan. Biken n'em eus gellet gouzañv un niver bras a dud"[2]. Fellout a ra dezhañ bezañ laosket trankil gant e gerent, ar c'hazetennoù hag ar skiantourien. Cheñch a raio anv ouzhpenn ur wech evit se. Meur a labour bihan a vo graet gantañ, met ne chomo ket kalz a amzer e-barzh pep hini anezho. Kas a raio kazetennoù dirak al lez-varn, gant ar gwall vrud e-giz abeg, rak embannet ez eus pennadoù goapaus gant un niver bras anezho[3]. William James Sidis zo marvet d'ar 17 a viz Gouere 1944 e Boston.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ