Winschoten
Kumun en Izelvroioù | |
---|---|
Banniel | |
Skoed | |
Lec’hiadur Winschoten e proviñs Groningen hag en Izelvroioù | |
Proviñs | Groningen |
Kod post | 9670-9676 |
Maer | Peter van der Zaag (CDA) |
Gorread | 22,24 km² |
Douar | 21,63 km² |
Dour | 0,61 km2 |
Hed | 7° 2' .." Reter |
Led | 53° 8' .." Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs | 18 256 (31.05.2009) |
Piramidenn hervez an oad | (01.2009) |
Stankter | 844 ann./km² |
Lec'hienn ar gumun | winschoten.nl |
Winschoten (distagañ) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Groningen en Izelvroioù.
Istor
kemmañWinschoten a oa kêrbenn distrig 'Oldambt', ma veze labouret an douar. Lakaet e voe da gêr e 1825. E Winschoten ez eus un ti-gar war al linenn Groningen - Leer.
Meilhoù
kemmañBez e voe betek 13 meilh e Winschoten, hiziv an deiz ne chom nemet an teir vrasañ anezho : Molen Berg, Dijkstra Molen ha Molen Edens.
Ilizoù
kemmañKalz ilizoù protestant a gaver e Winschoten. An hini goshañ anezhoa voe savet en XIIvet kantved. Bras e oa kumuniezh yuzev Winschoten : e 1940 e oa an eil hini en Izelvroioù, goude hini Amsterdam. E-pad an Eil Brezel-bed e voe impijet Winschoten da borzh da gas ar yuzevien kuit. Diwar an 493 yuzev a veze o chom e Winschoten e penn-kentañ ar brezel, ne chome nemet 20 anezho e dibenn ar brezel.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Winschoten ez eus 17 dileuriad :
|
Tud vrudet a orin eus Winschoten
kemmañ- Bas Jan Ader (1942-aet diwar wel er mor e 1975), arzour
- Piet Hamberg (1954), c'hoarier mell-droad
- Wiebbe Hayes, soudard hag haroz er bloavezhioù 1600
- Marnix Kolder (1981), c'hoarier mell-droad
- Marcel Seip (1982), c'hoarier mell-droad
- Dirk Stikker (1897-1979), bet ministr an aferioù diavaez (1948-1952), ha sekretour meur AFNA (1961-1964)
- Bernard D. H. Tellegen (1900-1990), ijinour
- Henriëtte Weersing (1965), c'hoarier volleyball
- Bert Zuurman (1973), c'hoarier mell-droad
- Marcel Hensema (1970), aktor
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |