Wrong Turn (heuliad filmoù)

Wrong Turn (heuliad filmoù)

Wrong Turn ("Kammdro faziek") zo un heuliad filmoù stadunanat slasher ha spont krouet gant Alan B. McElroy. Seizh film a ya d'ober an heuliad, c'hwec'h anezho o vezañ heuliadoù hag unan o vezañ un adsevel. Ar c'hwec'h film kentañ a ro tro da heuliañ torfedoù familhoù tuddebrerien distummet o chaseal hag o lazhañ tud e Kornôg Virginia dre doareoù skrijus kemmesk etre implij trapoù hag armoù lieseurt. Er film adsevel eus 2021 e vez heuliet torfedoù ur sektenn o vezañ feuls gant an estrañjourien a dremen war o douaroù.

Filmoù kemmañ

Film Deiziad embann SUA Sevener(ien) Skrivagner(ien) Produer(ien)
Wrong Turn (2003) 30 a viz Mae 2003 Rob Schmidt Alan B. McElroy Stan Winston, Brian Gilbert, Erik Feig ha Robert Kulzer
Wrong Turn 2: Dead End 9 a viz Here 2007 Joe Lynch Turi Meyer ha Al Septien Jeff Freilich
Wrong Turn 3: Left for Dead 20 a viz Here 2009 Declan O'Brien Connor James Delaney Jeffery Beach ha Phillip Roth
Wrong Turn 4: Bloody Beginnings 25 a viz Here 2011 Declan O'Brien Kim Todd
Wrong Turn 5: Bloodlines 23 a viz Here 2012 Jeffery Beach & Phillip Roth
Wrong Turn 6: Last Resort 21 a viz Here 2014 Valeri Milev Frank H. Woodward
Wrong Turn (2021) 26 a viz Genver 2021 Mike P. Nelson Alan B. McElroy James Harris ha Robert Kulzer

Wrong Turn (2003) kemmañ

Kentañ film an heuliad. Ur strollad c'hwec'h hinienn zo chaseet gant tuddebrerien (One Eye, Saw Tooth, ha Three Finger). Chris Flynn (Desmond Harrington) zo rediet da cheñch hent goude ur gwallzarvoud kimiek war e hent. Ur gwallzarvoud a vo gantañ pa stoko ouzh un oto a oa bet trapet gant pej ar familh tuddebrerien. O klask sikour, ar strollad zo chaseet gant an tri euzhvil. E fin ar film ne chom bev nemet Chris ha Jessie Burlingame (Eliza Dushku).

Wrong Turn 2: Dead End (2007) kemmañ

En eil film e vez gwelet muioc'h a dud eus ar familh tuddebrerien: Ma, Pa, breur ha c'hoar. Three Finger hag Old Man eo an tudennoù nemeto a zo distroet diouzh ar c'hentañ film. Ar wech-mañ e vez chaseet ur strollad kevezerien eus ar skinwel gwirion o kemer perzh en un abadenn dreistbevañ filmet.

Wrong Turn 3: Left for Dead (2009) kemmañ

Wrong Turn 3: Left for Dead a heuilh istor ur strollad prizonidi ha gwarded. Three Finger a zeu a-benn da grouiñ ur gwallzarvoud d'ur bus prizonidi a dec'h. An ofiserien bolis, Nate (Tom Frederic) ha Walter (Chucky Venn) zo prizoniet ganto. O tec'hout, ar strollad a gav ur c'hamion bank gant moneiz e-leizh. Bez emañ ivez Alex Miles (Janet Montgomery), a zo bet chomet kollet er c'hoad goude ma vefe bet lazhet e holl gamaladed gant ar familh muntrerien. Three Toes (niz Three Finger) zo lazhet gant Chavez. Kavet eo penn an niz gant Three Finger, treiñ a ra da sot gant ar c'hounnar. Ar prioniad bev nemetañ a-benn neuze, Brandon, a zeu a-benn da gendrec'hiñ an ofiser polis Nate ez eo digablus. Laosket eo da vont dieub. E fin ar film Nate a zistro d'ar c'hamion evit laerezh an arc'hant a oa bet c'hoantaet gant Chavez. Brandon ar prizoniad a oa bet dieubet a lazh anezhañ gant un ten en e benn gant un arbalastr. Brandon a gemer an arc'hant evitañ met siwazh evitañ e vez gwelet un dendebrer oc'h erruout a-dreñv dezhañ hag o lazhañ anezhañ dre skeiñ gant un tamm koad houarnet. E fin ar film ne chom nemet Alex hag a zo bev.