Xibe
Ksibe | |
---|---|
Anvioù arall: Sibe, Sibo, Xibo | |
Poblañs | 188,000 |
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus | Xinjiang, Liaoning, Jilin, Sina |
Yezh | Xibeg |
Relijion | Chamaniegezh |
Pobloù tost | Mandchouiz |
Ar Xibeed (Sinaeg, 錫伯 Xībó) a zo unan eus ar 56 minorelezh anavezet gant gouarnamant Republik Pobl Sina. E biz Sina e vevont, hag e proviñs Xinjiang.
E Mandchouria edont o chom da gentañ, e traoniennoù an Nonni hag an Songhua. Unan eus an nav fobl trec’het gant Nurhaci en Emgann Gure (1593) e oant. Gwizion ar Vongoled Korchin e oant, zoken goude ma oant-int aet da sujedoù an dierniezh Qing.
E darempred gant ar Qinged e antreas ar Xibeed pa grogas ar re-mañ da vrezeliñ ouzh Rusia. Pourvezioù a roent d’ar Qinged hag e 1692 ez ejont da wizion wir an impalaer, asambles gant an Daured, hag ar C’huwalcaed. E-barzh ar Eizh Banniel e voe enframmet ar Xibeed ha lakaet da wareziñ Qiqihar ha kêrioù arall e Mandchouria.
Da Durkestan ar Reter o kasas an impalaer Qianlong e 1764 da zifenn an harz nevez.
Kredin a ra ar Xibeed ez int diskennidi ar Xianbeied.
Yezh
kemmañKsibeed biz Sina a gomz mandarineg. E Xinjiang e komz diskennidi ar soudarded kaset gant at Qinged ur yezh dost a-walc’h ouzh ar mandchourieg. He skrivan a reont gant un eilstumm eus ar skriptur vandchouek
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |