Y Creunant (Crynant e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kreisteiz Kembre, e distrig Castell-nedd Port Talbot. Emañ er biz da gêr Castell-nedd hag er c'hreisteiz da gêriadenn Blaendulais. Redek a ra an Dulais hebiou Y Creunant.

Mirdi glaou Cefn Coed

Mengleuzioù glaou a oa en tolead gwechall, en XIXvet hag XXvet kantved. Aanavezet e oa mengleuz Cefn Coed evel ar vengleuz glaou donañ er bed a-bezh, poent zo bet. Ur mirdi zo bet savet eno bremañ.

E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 1 910 a dud, ha 435 anezho (25,1 %) a oa kembraegerien[1].

Daveoù

kemmañ